My Sassy Girl / 엽기적인 그녀

My-Sassy-GirlBrudet a-walc’h eo My Sassy Girl evel komedienn romantel met n’am boa ket bet tro da welet ar film a-raok. Kregiñ ‘ra pep tra pa sikour an haroz, Gyuon-woo, ur plac’h yaouank mezv-dall er metro. Ur studier lezirek eo eñ o tistreiñ eus ur bloavezh servij keodedel war an harzoù. Iskis-kenañ eo ar plac’h hag ouzhpenn e tremen fall an traoù peogwir e vez kaset ar paotr d’an toull-bac’h hag all. Distreiñ a ra d’ar gêr, skuizh-marv pa bellgomz ar plac’h dezhañ… Evel-just e krogo un istor karantez etrezo da c’houde.
Kontet eo an istor gant Gyuon-woo (ha komprenet e vo perak e fin ar film) hag ar plac’h (n’he deus anv ebet) a c’houlenn a bep seurt traoù droch digantañ, a zo drouk gantañ hag all. Evel an haroz e vezer techet da gavout anezhi plijus daoust da bep tra.
Ur bern traoù dichañs/droch a zo er film ha fentus-tre eo, dreist-holl ma tegemerer an doare da c’hoari korean un tamm “too much” a-wechoù.
C’hoarzhet ‘m eus alies ha kalzik ijin a zo gant ar film, da skouer gant ar prantadoù “filmoù” (ar plac’h a skriv senariooù). Dudius, fentus ha brav an traoù neuze, ur skouer evit an doare filmoù-mañ!

Film eus Korea ar Su, sevenet gant Kwak Jae-young e 2001. 2e03

1000vet pennad tudoù ! Evit lidañ-se e kinnigan deoc’h gounit DVD My Sassy Girl! Laoskit un evezhiadenn amañ dindan a-raok ar Sadorn 26 a viz Here 2013 da 11eur15 noz. Dre zegouezh e vo tennet niverenn un evezhiadenn gant un ostilhig a vez kavet war ar rouedad (lakaet e vo ur skeudenn). Disoc’hoù d’al Lun 28 a viz Here! Chañs vat deoc’h! 🙂

28/10 : N’eus bet den o kemer perzh 😦

Advertisements

2 Respont to “My Sassy Girl / 엽기적인 그녀”

  1. Yann-Ber Says:

    Evezhiadenn ebet war ar film.
    Gourc’hemennoù evit ho milvet poz memestra.
    Iskis ho yezh a-wechoù pezh a zo tonkad ur yezh a glask bevañ par ma c’hell ha laouen da gavout yezherion. Plijus eo lenn soñj un den war un nebeut filmoù ne ‘m eus ket bet tro da welout.
    An aliesañ e taolan ur sell war an neudenn RSS.
    Kendalc’hit betek an daouvilvet ‘ta.

    • Salud Yann-Ber ha trugarez! Spi ‘m eus e c’hallin kenderc’hel betek an daouvilvet pennad ya!
      Perak ‘ta eo iskis ma yezh a-wechoù? (laouen e vefen o wellaat!)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: