Blue Jasmine

Blue_JasmineYa, pell ‘zo ne oan ket bet d’ar sinema, gwir eo! Hag ouzhpenn-se ‘m eus dibabet distreiñ evit gwelet ur film na oan ket dedennet bras gantañ na netra. Ma! Film nevez Woody Allen a dremen e San Francisco dreist-holl. Ur poent dedennus neuze (reiñ a ra c’hoant a-walc’h gwelet ar gêr!)
Heuliet e vo a-hed ar film Jasmine, ur plac’h bet pinvidik-mor. He gwaz a c’hoarie gant arc’hant betek re ha tapet eo bet. En em lazhet eo en toullbac’h o laoskel anezhi hec’h unan gant dle forzh pegement. Troet eo da sot neuze ha divizet cheñch buhez en ur vont da di he c’hoar e San Francisco.
Un tamm hir ‘m eus kavet ma amzer gant istor ar “paourkaezh plac’h pinvidik”-se. N’eo ket gwall zedennus ar pezh a c’hoarvez nag an dudenn (estreget er fin marteze…). Ouzhpenn-se, ne oa ket kalz a fent er film. E gwirionez em eus kavet un tamm trist, met pas en un doare dedennus-tre. Un dra dibar a zo avat : c’hoari Cate Blanchett. Digredus, kendrec’hus-kenañ, ur bam.

Film amerikan sevenet gant Woody Allen, (war skrammoù Frañs abaoe ar 25 a viz Gwengolo) 2013. 1e38

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: