Dielloù evit Here, 2013

Gone Home

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , , , on Here 25, 2013 by geekezig

gonehomegamePell ‘zo am boa c’hoant da c’hoari da Gone Home peogwir em boa klevet kalz a varnadennoù vat. Seblantout a rae bezañ dres an doare c’hoari a c’hallfe plijout din. Profitet ‘m eus eus un distaol evit e brenañ daoust din kaout kant c’hoari all d’ober d’ar memes mare.
Kregiñ a ra an traoù gant ur gemennadenn : emaomp o tistreiñ d’ar gêr goude ur pezh troiad e Europa (tremen a ra an istor e miz Even 1995, er Stadoù-Unanet). Hon familh n’eus dilojet e-pad omp beaj da vont da di un eontr marvet nepell.
N’eus den en ti dianav-se deomp ha d’an dudenn… En ur furchal en ti, e kaver traoù. Diwar-benn an eontr-se, diwar-benn ur romant bet skrivet gant hon zad, diwar-benn hon c’hoar vihan a seblant kaout diaesterioù er skol. Skrivet he deus un doare deizlevr/lizher deomp. Klevet e vo he skrid tamm-ha-tamm. Un aergelc’h nec’hus-tre a zo en ti, an tredan seblant mont a-dreuz hag ur sapre korventenn a zo er-maez. Petra ‘zo c’hoarvezet amañ?
Ijinit ur point ‘n’ click met hep al lodennoù komz gant an dud all peogwir n’eus den all ebet : setu c’hoari Gone Home. Pourmen en ti, lakaat ar gouloù, furchal en tiretennoù a-benn kompren perak n’eus den neblec’h. Un dibab un tamm iskis met a zo kevrinus ha fromus adalek ar penn-kentañ. Daveoù fentus a zo (X Files er skinwel pe me oar) ha traoù all… gone-home_4Kaozeadennoù e-pad kentelioù el lise war tammoù baper, a bep seurt paperioù ha traoù a c’haller kavout o ruzañ e ti an holl (e lec’hioù dic’hortoz emaint o ruzañ aze met bon). Traoùigoù a zo da “ziskoulmañ” peogwir eo prennet dorioù zo, a-benn echuiñ ar c’hoari. Plijus eo lizhiri Sam da selaou, dedennus an tudennoù hag ar pezh a c’hoarvez ganto. Ya evel-just e c’hallo tud zo soñjal eo simpl, n’eus netra dic’hortoz e gwirionez, istor ur familh voutin, istor ur grennardez disheñvel un tamm… GoneHome5Ha neuze? Deuet brav eo aergelc’h ar bloavezhioù 90 (ha plijusoc’h e tle bezañ evit Amerikaned a anavez ar merkoù a vez gwelet hag all) ouzhpenn. N’eo ket gwall “zudius” ha ne bad ket pell, met un istor vrav eo hag efedus, c’hoant hon eus da c’houzout hiroc’h ha traoù ‘zo a chom dispis, deomp da ijinañ ar pezh a fell deomp a-benn ar fin…
Kuzuliañ a ran Gone Home neuze!

C’hoari PC, Mac ha Linux diorroet hag embannet gant The Fullbright Company, 15 a viz Eost 2013.

Type : Rider

Posted in C'hoarioù video with tags on Here 13, 2013 by geekezig

type_riderUn toullad mizioù zo em boa klevet komz diwar-benn raktres Type:Rider ha dedennet e oan bet spontus. Seblantout a rae brav eston ha dedennus-tre.
Abaoe an 10 a viz Here e vez kavet da werzhañ evit ar poellgomzoù hag all. N’am eus doare ebet da c’hoari d’ar c’hoari a-bezh neuze met profitet ‘m eus eus ar stumm digoust (ha diglok neuze) a vez kavet war lec’hienn Arte. Kuzuliañ a ran deoc’h mont da gaout un dañva ma fell deoc’h.
Ur mennozh dedennus eo Type:Rider : un doare teul-c’hoari (met n’eo ket kement-se ur “sirius game” evidon-me) evit kontañ istor ar skritur ha goude-se al lizherennerezh. Fiñvet e vez daou boent a-dreuz liveoù evit tapout lizherennoù ha diskoachañ pennadoù bihan diwar-benn an istor ar skritur hag an Istor dre vras neuze. typographieBrav-kenañ eo al liveoù ha plijus an aergelc’h abalamour d’ar sonerezh. Desket e vez ur bern traoù ouzhpenn plijet e vefen bet o teskiñ gant-se e 2005 evit ma c’hentelioù Istor ar skritur hag al levraouegoù, marteze e vefen deuet a-benn da gaout ouzhpenn 5/20.
type_rider_skPezh a zo, n’eo ket ur c’hoari plijus-tre. Bepred e ranker ober ar memes traoù, dre vras n’eus netra ispisial d’ober (ul lamm bennak lakaomp) hag eeun spontus eo al liveoù. Da vareoù zo ez eus traoù torr-pennoc’h, chomet on stanket e-pad pell spontus war memes lodenn en ur chabistr ha chomet a-sav gant ar c’hoari. ‘M eus aon eo plijusoc’h c’hoari gant ur skramm a vez touchet (diorroet eo bet ar c’hoari evit se emit-hu). N’on ket kendrec’het gant ar c’hoari neuze, daoust din kavout eo brav ha dispar bepred ar mennozh diazez. Da welet marteze pa teuio er-maez ar c’hoari-klok war PC ar miz o tont sañset (ma n’eo ket re gêr), rak aze ar c’hoari flash a lak ma urzhi da dommañ forzh pegement… !
Ma, grit o soñj ma fell deoc’h, digoust eo ha ne bad ket gwall bell!

C’hoari savennoù/puzzle evit iPhone, iPad, Android. Diorroet gant Agat Films & Cie / Ex Nihilo ha Cosmografik, embannet gant Bulkypix hag Arte d’an 10 a viz Here 2013.

Prisoners

Posted in Filmoù with tags , , on Here 13, 2013 by geekezig

PrisonersUr film polis klasel eo Prisoners hag un doare film-dial ivez. Plijadur ‘m eus o sellet ouzh ar film met un toullad sioù en deus a lak anezhañ da seblantout gwanoc’h evit m’en defe gallet bezañ.
En ur vannlev sioul emañ daou familh o lidañ Thanksgiving, boued mat ha plijadur. An div verc’h yaouankañ a ya da c’hoari er-maez ha ne vezont ket adkavet. Ur c’hamping-car a oa nepell ha kavet e vez ur paotr yaouank iskis-kenañ e-barzh a c’hallfe bezañ ar skraper, met roud ebet eus ar merc’hedigoù…
Daoust din bezañ bet souezhet d’ur mare zo gant ur frazenn a vez lavaret ha ne oan ket kement-se o c’hortoz an “twist” (klasel-kenañ ivez pa soñjer mat) em eus kavet torr-penn e vefe ken gorrek an enklask (divinet ‘vez diouzhtu ez eus un dra iskis d’ur mare zo ha pell war-lerc’h e vez dalc’het kont…).
An tu dial ivez a zo hegasus en ur stumm peogwir n’eus tu ebet da vezañ tost ouzh tudenn an tad (chaseour, parano, broadelour amerikan, klañv gant an alkool hag all) ha dre ret e kaver anezhañ sot ha nec’hus. Kevrinus eo tudenn Alex anat, m’eo zoken m’en deus skrapet ar merc’hed, eo spontus ar pezh a ra Keller dezhañ. Kalz gwirheñveloc’h ‘m eus kavet an eil familh.
Un toullad prantadoù brav a zo (prantad ar morzhol da skouer pe c’hoazh en oto evit mont d’an trummadoù) met re c’horrek eo an traoù ha ne vez ket diskrivet a-walc’h buhez an tudennoù (Loki ar poliser, a seblant iskis da skouer : ur walenn frañ-mason gantañ, ur bern tatou ha digenvez-tre met ne vo gouezet tra).
Ma, ur film da sellet ur wech d’ar Sul da noz, kentoc’h plijus eo da sellet memes tra met arabat e dielfennañ re!

Film amerikan sevenet gant Denis Villeneuve, (war ar skrammoù abaoe an 9 a viz Here) 2013, 2e33.

My Sassy Girl / 엽기적인 그녀

Posted in Filmoù with tags , on Here 12, 2013 by geekezig

My-Sassy-GirlBrudet a-walc’h eo My Sassy Girl evel komedienn romantel met n’am boa ket bet tro da welet ar film a-raok. Kregiñ ‘ra pep tra pa sikour an haroz, Gyuon-woo, ur plac’h yaouank mezv-dall er metro. Ur studier lezirek eo eñ o tistreiñ eus ur bloavezh servij keodedel war an harzoù. Iskis-kenañ eo ar plac’h hag ouzhpenn e tremen fall an traoù peogwir e vez kaset ar paotr d’an toull-bac’h hag all. Distreiñ a ra d’ar gêr, skuizh-marv pa bellgomz ar plac’h dezhañ… Evel-just e krogo un istor karantez etrezo da c’houde.
Kontet eo an istor gant Gyuon-woo (ha komprenet e vo perak e fin ar film) hag ar plac’h (n’he deus anv ebet) a c’houlenn a bep seurt traoù droch digantañ, a zo drouk gantañ hag all. Evel an haroz e vezer techet da gavout anezhi plijus daoust da bep tra.
Ur bern traoù dichañs/droch a zo er film ha fentus-tre eo, dreist-holl ma tegemerer an doare da c’hoari korean un tamm “too much” a-wechoù.
C’hoarzhet ‘m eus alies ha kalzik ijin a zo gant ar film, da skouer gant ar prantadoù “filmoù” (ar plac’h a skriv senariooù). Dudius, fentus ha brav an traoù neuze, ur skouer evit an doare filmoù-mañ!

Film eus Korea ar Su, sevenet gant Kwak Jae-young e 2001. 2e03

1000vet pennad tudoù ! Evit lidañ-se e kinnigan deoc’h gounit DVD My Sassy Girl! Laoskit un evezhiadenn amañ dindan a-raok ar Sadorn 26 a viz Here 2013 da 11eur15 noz. Dre zegouezh e vo tennet niverenn un evezhiadenn gant un ostilhig a vez kavet war ar rouedad (lakaet e vo ur skeudenn). Disoc’hoù d’al Lun 28 a viz Here! Chañs vat deoc’h! 🙂

28/10 : N’eus bet den o kemer perzh 😦

Locke & Key 4 : les clés du royaume

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Here 9, 2013 by geekezig

Locke-and-Key-4Setu a-benn  ar fin pevar levrenn Locke & Key! Posupl ‘vefe bet din e lenn a-raok, evel-just met plijus eo ivez kouezhañ dre zegouezh war un dra a blij deomp el levraoueg, neketa? Ma, setu neuze Locke & Key hag e embannadur mod nevez, gant ur golo kalet. Perak ket? Domaj eo peogwir eo kalz keroc’h (20€ an tamm bremañ!!)…
Kregiñ a ra al levr gant un dave da v/Bill Waterson ha da G/Calvin & Hobbes. Plijus ha speredek eo an dave peogwir e klot penn-da-benn gant ar pezh a vez kontet diwar-benn Bode, er skol. Kenderc’hel a ra an istor, Kinsey a ra un tamm forzh petra, Ty a zo prederiet-tre. Met ne vir ket anezho da implijout alc’hwezioù nevez ha da glask gouzout hiroc’h diwar-benn ho zad. A-benn ar fin e kompren tout an dud piv ‘oa an hini drouk. Ar pezh a zo, echuiñ a ra en un doare spontusoc’h c’hoazh abalamour da se…
Reiñ a ra c’hoant lenn al levrenn war-lerc’h!!
Plijus-tre ‘m eus kavet lusk al levrenn-mañ, ar chabistr gant Bode o c’hoari gant Rufus da skouer, evel ur c’homics brezel kozh. Pe an doare m’eo bet divizet diskouez ur bern alc’hwezioù hep displegañ dre ret pelec’h int bet kavet ha me oar-me, evit mont buanoc’h un tamm. Ar from hag an nerzh a zo gant ar chabistr diwezhañ, o tremen e-pad ar genstrivadeg klezeiata hag e ti Rufus hag e vamm a zo dreistordinal. Ar gwellañ levrenn abaoe dizoloadenn dispar Bienvenue à Lovecraft.

locke4
Comics amerikan (dastumad 6 chabistr), senario gant Joe Hill, tresadennoù gant Gabriel Rodriguez. Embannadur c’hallek e ti Milady Graphics abaoe an 22 a viz Meurzh 2013.

Insidious

Posted in Filmoù with tags , , on Here 8, 2013 by geekezig

insidiousAr wech kentañ eo den gwelet ur film gant James Wan. Na lârin netra diwar-benn Saw pe ar reoù all neuze. Meur a wech eo bet kuzuliet din Insidious neuze e oan dedennet a-walc’h. C’hwi oar a-walc’h e plij din ur film spont ur wech an amzer!
O paouez diloj emañ ar familh a vo heuliet. An tad a zo kelenner skol-veur ha dilezel a ra un tamm e familh. Ar vamm a sav sonerezh ha kanaouennoù hag a chom da labourat er gêr evit ober war-dro an hini vihan. Buan a-walc’h e c’hoarvez traoù iskis en ti, trouzioù hag all. Dalton, ar mab henañ a chom kousket don un deiz bennak. Kendrec’het eo Renai eo satanazet an ti. Met kenderc’hel a raio an darvoudoù iskis ur wech dilojet…
Lodenn gentañ ar film a zo klasel-kenañ, n’eus netra souezhus evit ur film spont met diskouezet eo mat an darempredoù ha peadra da gaout teneridigezh evit ar c’houblad a vez intret zoken (ar gaozeadenn diwar-benn kanaouennoù Renai a-raok mont da gousket a zo dispar!). Komprenet e vez buan ar pezh a zeuio war-lerc’h avat, me gav din e vefe bet ret chom hep reiñ kement a elfennoù evit kompren… Ma, adalek an eil ti ‘m eus bet ur santad iskis e keñver skeudenn, na gavan pennad ebet a gomz diwar-benn-se met seblantout a rae flastret ar skeudenn, un tamm doare “fish eye” bepred, un dibab na gaven ket sot tamm ebet peogwir e splujer davat er faltazi hag ec’h erru ur skipailh tud da sikour anezho. An trede lodenn a zo e-bed an tasmantoù, an donder… Plijet en deus din al lodenn-se, stignet an aergelc’h hag oc’h implij en un doare efedus al lec’hioù (ur film gant nebeut a-walc’h a arc’hant eo). Ar sonerezh an hini a zo un tammig pounner, evel boaz evit krouiñ nec’hamant, un tamm souezhus eo an doare m’eo lakaet a-gostez an daou vugel yaouankañ adalek an eil dilojadeg hag ar fin a zo anat. Daoust din bezañ graet “haaaañ n’eo ket gwir!” oc’h ober goap en deus plijet din a-walc’h hag e oan oc’h ijinañ gwashoc’h zoken goude ar roll-serriñ (marteze e c’hall bezañ gwir ar santad-se, ar re o deus gwelet an eil film a zo er sinema er mare-mañ a c’hallo lârat). N’on ket dedennet o welet an eil evit ar mare (kentoc’h fall eo an alioù ‘m eus klevet) met efedus ‘m eus kavet Insidious. Ur film tasmantoù a-galite gant nebeut a dra a-benn ar fin.

Film amerikan, 2010 (Deuet er-maez d’ar 15 a viz Even 2011 war skrammoù Frañs). Sevenet gant James Wan. 1e42

ももへの手紙 / Momo e no Tegami (Lettre à Momo)

Posted in Filmoù with tags , , on Here 7, 2013 by geekezig

lettre-a-momoUn toullad mizioù goude marv he zad e tiloj Momo d’un enezenn pell eus he buhez e Tokyo. Divizet eo bet an dra-se gant he mamm. Ret eo dezhi boaziañ d’ar vuhez war un enezenn sioul-tre, ober anaoudegezh gant ar vugale all padal eo abaf un tamm ha stourm ouzh ar speredoù iskis a wel en ti! Hec’h unan emañ p’emañ he mamm o labourat ha tri spered iskis a lak reuz en-dro dezhi!
Ur film gorrek-tre eo Momo e no Tegami. Lodenn gentañ ar film a zo sioul-tre, ne c’hoarvez ket kalz a dra… Brav eston eo al lec’hioù, an traoùigoù da sellet, amzer ‘zo da welet pep munud, ar pezh a zo plijus-kenañ. Deuet brav eo poltred an enezenn hag hec’h annezidi, deuet da soñj eo din levr Manabé Shima. Un tamm muioc’h a lusk a zo e fin ar film, p’eo klañv mamm Momo hag e “tihun” un tamm ar plac’hig, o verzout e oa glac’haret he mamm ivez gant marv he zad. Fent a zo degaset er film gant a bep seurt tudennoù (an tri spered, pe tud an enezenn) ha fromus eo fin ar film. Ur film brav diwar-benn ar c’hañv, evel ur bourmenadenn blijus. Mankout a ra un draig avat, abalamour d’al lusk marteze, evit ma vefe dibar…

Film bevaat japanat sevenet gant OKIURA Hiroyuki bet produet e 2012, war ar skrammoù e c’hwec’hkorn abaoe an 25 a viz Gwengolo 2013.

%d bloggers like this: