Hatufim / חטופים

hatufimE miz Mae tremenet e oa bet skignet bloavezh kentañ Hatufim war Arte, n’em boa ket sellet ar stirad d’ar mare-se. Kavet ‘m eus an DVD el levraoueg avat ha dedennet a-walc’h on bet. Hatufim a zo ur stirad izraelian en deus awenet Homeland (stirad amerikan brudet er mare-mañ).
Ouri ha Nimrod a zo daou soudard bet skrapet ha chomet bac’het e-pad 17 vloaz. E Siria e oant dalc’het ha jahinet. Distreiñ a reont d’ar gêr goude un emglev etre stad Izrael ha Siria. Heuliet e vo anezho o voaziañ en-dro d’ar vuhez gant o familhoù n’anavezont ken ken, ar gevredigezh a zo cheñchet, an disfiz o deus hag all.
Ul lusk sioul a-walc’h a zo gant ar stirad ha kalz pouez a zo gant ar from, ar rann gentañ a zo kreñv-tre evit-se da skouer. Komprenet e vez evel-just ez eus sekredoù ganto (peseurt titouroù a oa ganto evit bezañ jahinet evel-se? Petra o deus lâret pe n’o deus ket? Daoust hag un emglev bennak o deus bet d’ur mare zo gant o jahiner? Penaos eo marvet Amiel, an trede soudard a oa gante o-daou?). Ur sell spontus a-walc’h a zo war kevredigezh Izrael me gav, a seblant parano penn-da-benn, broadelour betek re (ar pennadoù diwar-benn Nourit, a oa da vezañ gwreg Ouri hag a zo dimezet gant unan all)… Ral eo gwelet ar soudarded sirian, evel un doare tasmant drouk int, dibersonel. Mat vefe bet marteze kaout un doare sell “eus an tu all” (moarvat e vo en eil bloavezh). Un tamm groz ‘m eus kavet fin ar bloavezh met piv ‘oar… Ur stirad efedus ha graet mat-tre eo memes tra.

Stirad izraelian krouet gant Gideon Raff e 2010. 10 rann tro 45mn er bloavezh-mañ.

Advertisements

4 Respont to “Hatufim / חטופים”

  1. Klevet ‘m boa kaoz dija.
    Klasket ‘m eus e katalog mediaouegoù Kemper ha gwelet e oa tu d’e welet a-drugarez da Arte VOD. Setu ‘m eus graet an taol-esae. N’eo ket fall ar servij-mañ met siwazh n’haller gwelet nemet 4 film/abadenn ar miz (n’eo ket fall dre m’eo digoust, met n’eo ket kalz).
    Ouaou ! Fromus eo ‘vel ma lârez. Gast, n’eo ket netra ar penn-kentañ. Kenderc’hel rin ganti d’am soñj.

    • Ah ya, torr-penn eo ar reolenn-se evit ar stiradoù, gwir eo!
      Ya ya, ar rann gentañ ‘oa kreñv spontus! Ha kenderc’hel a ra. E gwirionez e kaven an holl aktourien just-kenañ, kendrec’hus-tre int tout me gav. Te lâro din da soñj pa ‘to echu!

  2. Ya, cliffhanger dibenn an eil rann zo eus ar c’hentañ (p’emaint sañset bezañ o kousket).
    Ankenius a-walc’h eo a-fed aergelc’h ha kevrinus-kenañ (kalz traoù dianav hon eus c’hoant gouzout). Plijout ra din.
    Deomp da bellgargañ pelloc’h neuze (met chut…) ! ^^

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: