Doctor Who – bloavezh 1

doctor_who_1Ya ya, me oar, e-pad pell on bet un tamm lu hag e kaven e seblante kitsch Doctor Who ha ne felle ket din sellet ouzh ar stirad. Met bon, tamm-ha-tamm, gant kement a dud tro-dro din o lârat din pegent mat e oa…
Prestet eo bet din an DVDoù ha setu-me krog gant ar stirad! Stirad 2005 hañ, ar pezh a vez anvet “an eil stirad” n’on ket bet o klask ar re gozh-Noe kennebeut.
Berr a-walc’h eo ar bloavezh, 13 rann 45mn tamm-pe-damm. Petra eo istor Doctor Who? Un iskis a den eo an doktor, diwezhañ ezel e ouenn, “mistri an amzer”. Pourmen a ra neuze a-dreuz an amzer hag an egor da sikour a bep seurt tud pe da virout ouzh traoù spontus da c’hoarvezout. Digenvez un tamm, e kinnig da Rose, ur plac’h yaouank eus Londrez dont gantañ. Asambles e vevfont a bep seurt avañturioù.
Kalz fent a zo er stirad ha leun a dudi eo. Evit ar mare n’hon eus ket bet tro da welet kalz traoù en amzer dremenet met kempouez a-walc’h ‘m eus kavet an traoù etre “ar bed a-vremañ” (pe dost) ha traoù skiant-faltazi penn-da-benn en dazont da skouer. N’on ket evit lârat on sot-nay gant ar stirad c’hoazh met laouen e vin o welet ar pezh a zeu war-lerc’h.
Marteze eo abalamour d’ar c’hempouez a venegan a-us eo start bezañ tapet penn-da-benn? Rak splann eo n’eus “hent” resis ebet, n’ouzer ket re da belec’h e ya an traoù. Met se a zo plijus ivez (hag a lak ac’hanon da soñjal e Sliders da skouer!), dizoloiñ lec’hioù nevez bet tro hep chom stag dre ret na kaout ur steuñvenn sklaer. Pe neuze eo dre faot genoù digor ar paourkaezh Billie Piper a seblant ordin lu, kaer he do klask c’hoari traoù all ‘m eus aon.
Ma! Gwelet e vo!

Stirad saoz krouet gant Russel T Davies ha Steven Moffat e 2005, skignet gant ar BBC (ha France 4 e c’hwec’hkorn).

Advertisements

5 Respont to “Doctor Who – bloavezh 1”

  1. Blaidd drwg Says:

    Me ivez em boa bet bec’h un tamm e penn-kentañ. Ne gomprenen ket perak e veze graet kement a charre en-dro d’ar stirad-se. Tamm-ha-tamm avat on bet dedennet.

  2. “DOC-TOOOOR?! THE.DOC.TOR??? EX-TER-MI-NA-TE!”

  3. […] neuze eil bloavezh Doctor Who! Iskis eo, daoust din bezañ bet plijet gant an 9vet Doctor ar bloaz a-raok, eo ret anzav ez eus un […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: