Red Johnson’s Chronicles

red_johnsons_chronicles1Abaoe ur pennadig e felle din c’hoari da Red Johnson’s Chronicles, un doare c’hoari enklask gant Quick Time Event (prantadoù berr-berr lec’h m’eo ret pouezañ war ur voutonenn resis) hag un aergelc’h film polis (pe Sin City pe un dra evel-se). Un distaol a oa e-pad an hañv neuze ‘m eus profitet! Un enklask hepken a vo da ziskoulmañ e Red Johnson’s Chronicles. N’eo ket gwall hir neuze. Red-Johnsons-Chronicles-tRed_Johnson_Chronicles_qtered_kUn toullad lec’hioù disheñvel a zo da weladenniñ (5) hag ur wech an amzer un doare QTE (un darvoud pe ur gaozeadenn lec’h eo ret dibab rik an dra mat da lârat, lakaat a ran ar c’haozeadennoù er rann QTE peogwir eo ret ober ur jestr resis ha n’eo ket dibab ur frazenn hepken (ar pezh a vefe bet kalz natureloc’h, setu perak e c’hwiten ingal)) pe un luziadell (evit lakaat an tredan da vont en-dro, traoù evel-se). N’eo na start nag aes (estreget ar c’QTE a c’hall bezañ torr-penn-tre, unan ‘m eus ranket adkregiñ un dek wech bennak…-.-“) ha posupl eo goulenn sikour digant un ditourer (un doare “Huggy les bons tuyaux” ma felle deoc’h) m’hon eus poan (met dizingal eo, a-wechoù ne lâr netra dedennus, a-wechoù e ro ar respont kerkent). red-johnson-s-chronicles_lAr pezh am eus kavet poanius eo e oa ret adkregiñ pep tra pa fazien, hep galloud tremen ar pezh oan deuet a-benn just a-raok, un doare pinijenn re vras me gav. E fin pep QTE pe luziadell e vez un doare notenn n’am eus ket komprenet re da betra servije. Da vareoù ‘zo ivez e vez graet un tamm renabl evit bezañ sur eo bet komprenet pep tra ganeomp, un tamm a-re e barzh ur c’hoari a vez echuet e korf ur pemp eurvezh bennak.
Advouezhiet eo bet kazi pep tra, ar pezh a zo plijus-tre met un tamm gorrek eo al lusk ha re “strizh” doare da vont war-raok ar c’hoari. N’on ket dre ret hegaset gant se p’on tapet gant un istor pe un aergelc’h (gant Last Window da skouer) met aze e kaven un tamm torr-penn. An istor a oa klasel-kenañ, buan am boa divinet un darn vras eus ar pezh a oa c’hoarvezet… Ma, c’hoari a rin d’an eil (am eus prenet ivez) memes tra met na guzulfen ket dre ret ar c’hoari-se, kalz gwelloc’h a zo e memes stil d’am meno.

C’hoari da bellgargañ PC ha PSN, diorroet hag embannet gant Lexis numérique abaoe an 20 a viz Ebrel 2011. PEGI 16

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: