Yudal !

yudalUr romant berr eo Yudal !. Heuliet e vez Erwan, ur skolaer divyezhek e-pad ur bloavezh-skol. Prantadoù start a vo, gant bugale trouzus, reoù glañv, kerent torr-penn, enebiezh etre skolaerien unyezhek ha divyezhek…
Kriz-kenañ eo Yudal ! met seblantout a ra gwirheñvel penn-da-benn. Pep tudenn a c’hall lakaat da soñjal en unan bennak (Vanessa, ar skolaerez a ra fazioù diazez e-leizh, Bernez, ar paotr a fell dezhañ silañ troioù-lavar pep lec’h ha betek re hag all). Ur sell spontus eo war ar vicher skolaer, dreist-holl skolaer evit ar re vihan evel Erwan. Estreget huchadennoù, leñvadegoù, trouz, loustoni ha skuizhder ne chom ket kalz a dra. Kalz a fent a zo er romant avat, meur a wech ‘m eus c’hoarzhet e gwirionez, peogwir e kaven gwir spontus soñjoù Erwan (hag ec’h ijinen penn-da-benn soñjal ar memes traoù) pe gant ar “geriadur” a zo e fin lodennoù zo da skouer.
Buan e vez lennet ar romant met ne seblant ket re verr kennebeut. A bep seurt darvoudoù a zo, n’eus ket re a draoù heñvel. Kempouez-kenañ eo neuze, evidon-me. Lusket mat eo. Prantadoù tener a zo ivez, e fin tout ar bloavezh-skol er porzh… Ha plijet spontus on bet gant ar c’hlozadur. Brav ha dibabet mat eo ar golo ouzhpenn 🙂
E gwirionez, na welan si ebet d’ar romant-mañ a zo al levr gwellañ am befe lennet e brezhoneg abaoe pell (c’hwi oar n’am eus ket lennet bernioù met memes tra! ^^).

Romant skrivet gant Erwan Hupel. Embannet gant Al Liamm d’an 29 a viz Eost 2013.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: