Dielloù evit Gwengolo, 2013

Santetsu : 11 mars 2011 – après le cataclysme

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Gwengolo 30, 2013 by geekezig

santetsu-11Un doare teul-manga eo Santetsu. Kontañ a ra labour ur strollad tud mennet, bet c’hoant ganto lakaat un hent-houarn bet distrujet mat gant tsunami ha krenn-douar an 11 a viz Meurzh 2011 da vont en-dro adarre. E Norzh Japan war vord ar mor e tremen an traoù, e prefeti Iwate. Ur stil tresañ “fentus” a zo gant ar mangaka, un tamm re zoken peogwir ne ra ket sirius tamm ebet. Evel-just e ro ur sell un tamm skañvoc’h war darvoudoù start met poan ‘m eus bet un tamm. Sioù all a zo gant ar manga, evidon-me e vefe bet kenkoulz sevel un teulfilm gant skeudennoù a c’hallfe reiñ ur santad sklaer eus an diforc’hioù gweledva goude an darvoud, pe from mouezh an dud hag all. Dedennus eo memes tra gwelet youl ur strolladig tud, ur spered “servij publik” da vat (peurrest an hentoù-houarn n’int ket bet dreset diouzhtu, abalamour d’ar c’houst ha d’ar surentez), gant trenoù digoust just evit sikour an dud d’ur mare start. Ma. Brav an traoù anat deoc’h. Marteze eo ret anavezout al lec’h pe bezañ bet du-hont evit meizañ pep tra? N’ouzon ket met tremenet on un tamm e-biou…santetsu_d

Japan, senario ha tresadennoù YOSHIMOTO Koji, embannet gant Glénat er rummad Seinen manga, 6 a viz Meurzh 2013.

Saga 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Gwengolo 29, 2013 by geekezig

SAGAKuzuliet eo bet Saga din gant ma c’henseurtez bet, ur gwir taol-from eo bet eviti. N’em boa ket klevet kaoz tamm ebet eus ar rummad nevez-mañ ha setu ‘m eus amprestet hep sellet, just peogwir e oa kuzuliet din.
Un tamm luziet eo Saga. Ur brezel bras a zo etre ur blanedenn hag he loar, evit chom hep distruj al lec’h eo diblaset ar brezel war planedennoù all, o kreskiñ an dud a gemer perzh er brezel, ar re a varv abalamour dezhañ hag all. Kontet eo an istor gant Hazel, merc’h Alana ha Marko a vo heuliet amañ. Ur c’houblad “difennet” eo, soudarded hag enebourien vefent sañset da vezañ. O klask emaint tec’hout neuze ha dedennus int evit ur bern tud disheñvel. A bep seurt tudennoù “drouk” a vez gwelet neuze (ha tud a sikouro anezho) met n’eo nemet an digoradur ha start eo gwelet da belec’h ez aio pep tra. Un drugar eo avat, gant fent, tresadennoù brav hag ur bed pinvidik-mor ha kevrinus. Ur gwir souezhadenn!saga_dComics amerikan (chabistroù 1-6), istor gant Brian K. Vaughan ha tresadennoù gant Fiona Staples. Embannadur c’hallek e ti Urban comics, rummad Urban Indies, 15 a viz Meurzh 2013.

Doctor Who – bloavezh 2

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Gwengolo 29, 2013 by geekezig

DoctorWhoS2

Setu neuze eil bloavezh Doctor Who! Iskis eo, daoust din bezañ bet plijet gant an 9vet Doctor ar bloaz a-raok, eo ret anzav ez eus un dra ispisial gant David Tennant a lak da blijout anezhañ diouzhtu. Seblantout a ra muioc’h en he aes Billie Piper ivez hag an daouad a ya mat-tre en-dro. Buan e vez merzet dre galite ar skeudenn (dreist-holl) e oa muioc’h a arc’hant gouestlet d’ar stirad moarvat.
Plijus eo ar bloavezh gant un toullad istorioù e div rann. Fromus-tre eo fin ar bloavezh ha kevrinus ur wech ouzhpenn! A dammoù e vez titouroù diwar-benn Torchwood ivez. Gwelet e vez ar cybermen evit ar wech-kentañ ha gwelet en-dro tudennoù all, ouzhpenn bezañ diskouezet bedoù kenstur… Daoust ha gwelet e vefont en-dro ?

Stirad saoz, 13 rann 45mn bet skignet evit ar wech kentañ etre ar 25 a viz Kerzu 2005 hag  an 8 a viz Gouere 2006.

Bored to Death – eil bloavezh

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , on Gwengolo 26, 2013 by geekezig

bored_Ret mat e oa din sellet ouzh heuliad Bored to Death un deiz bennak! Ar pezh a zo c’hoarvezet ganin ur wech diouzh an noz o soñjal e oa re ziwezhat evit ur film met ne oa ket evit ur rann pe ziv… 😉
Kregiñ a ra fall an traoù evit tudennoù Bored to Death : George a zizolo en deus ur c’hrign-bev, Jonathan a rank rentañ arc’hant e levr neuze e krog da reiñ kentelioù noz, dilezet e vez gant e vignonez, evel Ray. Neuze e kendalc’hont da gemer perzh e enklaskoù droch-pout evit hon brasañ plijadur ! Fentus-tre ‘m eus kavet ar bloavezh, “buddy” kenañ (marteze muioc’h c’hoazh). Un tamm dipitet on gant plas ar merc’hed er stirad met mod all eo fentus!
Plijet on bet gant an artersadennoùigoù gant krouer ar stirad goude pep rann evit displegañ un tammig traoù zo a c’hoarvez e-barzh pe perak o deus kenlabouret gant aktour-mañ-aktour hag all.

Stirad amerikan, 8 rann 25mn. Bet skignet etre ar 26 a viz Gwengolo 2010 hag ar 14 a viz Du 2010 war HBO.

Hatufim / חטופים

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Gwengolo 24, 2013 by geekezig

hatufimE miz Mae tremenet e oa bet skignet bloavezh kentañ Hatufim war Arte, n’em boa ket sellet ar stirad d’ar mare-se. Kavet ‘m eus an DVD el levraoueg avat ha dedennet a-walc’h on bet. Hatufim a zo ur stirad izraelian en deus awenet Homeland (stirad amerikan brudet er mare-mañ).
Ouri ha Nimrod a zo daou soudard bet skrapet ha chomet bac’het e-pad 17 vloaz. E Siria e oant dalc’het ha jahinet. Distreiñ a reont d’ar gêr goude un emglev etre stad Izrael ha Siria. Heuliet e vo anezho o voaziañ en-dro d’ar vuhez gant o familhoù n’anavezont ken ken, ar gevredigezh a zo cheñchet, an disfiz o deus hag all.
Ul lusk sioul a-walc’h a zo gant ar stirad ha kalz pouez a zo gant ar from, ar rann gentañ a zo kreñv-tre evit-se da skouer. Komprenet e vez evel-just ez eus sekredoù ganto (peseurt titouroù a oa ganto evit bezañ jahinet evel-se? Petra o deus lâret pe n’o deus ket? Daoust hag un emglev bennak o deus bet d’ur mare zo gant o jahiner? Penaos eo marvet Amiel, an trede soudard a oa gante o-daou?). Ur sell spontus a-walc’h a zo war kevredigezh Izrael me gav, a seblant parano penn-da-benn, broadelour betek re (ar pennadoù diwar-benn Nourit, a oa da vezañ gwreg Ouri hag a zo dimezet gant unan all)… Ral eo gwelet ar soudarded sirian, evel un doare tasmant drouk int, dibersonel. Mat vefe bet marteze kaout un doare sell “eus an tu all” (moarvat e vo en eil bloavezh). Un tamm groz ‘m eus kavet fin ar bloavezh met piv ‘oar… Ur stirad efedus ha graet mat-tre eo memes tra.

Stirad izraelian krouet gant Gideon Raff e 2010. 10 rann tro 45mn er bloavezh-mañ.

Runaway 2 : The Dream of the Turtle

Posted in C'hoarioù video with tags , , on Gwengolo 18, 2013 by geekezig

runaway2_gUn tamm c’hoant “point and click” a oa ganin aze ha soñjet er Pendulo pack ‘m boa prenet war Steam. Runaway unan am boa dija, met ken izel ‘oa ar priz evit ar c’hoarioù all ne oa ket grevus-tre. Setu neuze, ha ma c’hoarifen da Runaway 2 ? Ur stumm DS a oa bet ivez ha d’ur mare zo em befe bet c’hoant da c’hoari da emañ (dreist-holl evit an trede a oa deuet brav-tre war DS war a seblant) met bon, n’eo ket gwall dra.
Kregiñ a ra an istor p’emañ Brian ha Gina e vakañsoù, buan a-walc’h war-lerc’h ar c’hoari kentañ. Divizet o deus mont da bourmen betek un enezennig anvet Mala Island. E-kerzh ar veaj e koll e anaoudegezh ar blenier karr-nij. Brian a vount Gina ‘maez eus ar c’harr-nij gant an harz-lamm nemetañ. Kouezhañ a ra hi en ul lenn. Kregiñ a ra ar c’hoari just goude, er janglenn. Brian a rank adkavout Gina ha kuitaat an enezenn a zo kazi didud… Estreget ur bagad soudarded! Iskis an traoù amañ…run2_kKlaskel-kenañ, komz, dastum ha lakaat traoù da vont en-dro an eil re gant ar re all, fent… Plijus-tre ‘m eus kavet The Dream of the Turtle, kazi plijusoc’h evit an hini kentañ e gwirionez! Abalamour d’an tudennoù ‘m eus kavet fentusoc’h d’am soñj.
Pezh a zo, ur bug a zo er pevare chabistr ha lakaet ‘m eus pell spontus da c’houzout penaos mont e-biou neuze ‘m eus laosket ar c’hoari a-gostez (ha profitet evit c’hoari da b/Portal 2?) 😦 … A bep seurt traoù ‘zo c’hoarvezet din, en o-zouez tapout un hijacker abalamour d’ar meziant a vez kuzuliet war forumoù Steam… Met an tornozer a zo bet jentil a-walc’h evit kavout un diskoulm a lakan amañ ken kas e fellfe d’unan bennak kaout an diskoulm. Aet eo en-dro goude-se (hep tremen dre Steam peogwir ‘m eus cheñchet ar fichennaoueg .exe neuze n’halle ket kargañ ken). Ur wech tremenet ar chabistr-se e oa mat pep-tra adarre. Betek ar chabistr 6, e-lec’h ma chome a-sav ar c’hoari en ul lec’h resis. War a seblant e c’hoarvez gant ur bern tud o deus pellgarget ar c’hoari. Un diskoulm a vez kavet amañ. Ma! Nag a veugoù me lâr deoc’h!
En tu-hont d’ar skoilhoù-se ‘m eus kalz plijadur o c’hoari, daoust din kavout e oa viloc’h ar c’hoari abalamour d’ar seurt 3D iskis aze, dreist-holl al lodenno filmoù.runaway2-fUr c’hoari plijus ha skañv neuze gant daveoù a bep seurt ha dreist-holl da v/Monkey Island evel-just (dre komzoù “oh un singe à trois têtes!” pe ur chabistr penn-da-benn, o tremen war vourzh ur vag er fin!). Dipitet on un tamm gant ar fin avat peogwir ne vez ket diskoulmet e gwirionez (daoust ha dont a refont a-benn da sikour Gina?!!), peadra da reiñ c’hoant c’hoari da A Twist of Fate, an trede, anat…
Met na rin ket diouzhtu d’am soñj!

C’hoari PC, Wii ha NDS diorroet gant Pendulo Studios hag embannet gant Focus Home Interactive d’ar 17 a viz Du 2006. Pegi 12+

Doctor Who – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , on Gwengolo 16, 2013 by geekezig

doctor_who_1Ya ya, me oar, e-pad pell on bet un tamm lu hag e kaven e seblante kitsch Doctor Who ha ne felle ket din sellet ouzh ar stirad. Met bon, tamm-ha-tamm, gant kement a dud tro-dro din o lârat din pegent mat e oa…
Prestet eo bet din an DVDoù ha setu-me krog gant ar stirad! Stirad 2005 hañ, ar pezh a vez anvet “an eil stirad” n’on ket bet o klask ar re gozh-Noe kennebeut.
Berr a-walc’h eo ar bloavezh, 13 rann 45mn tamm-pe-damm. Petra eo istor Doctor Who? Un iskis a den eo an doktor, diwezhañ ezel e ouenn, “mistri an amzer”. Pourmen a ra neuze a-dreuz an amzer hag an egor da sikour a bep seurt tud pe da virout ouzh traoù spontus da c’hoarvezout. Digenvez un tamm, e kinnig da Rose, ur plac’h yaouank eus Londrez dont gantañ. Asambles e vevfont a bep seurt avañturioù.
Kalz fent a zo er stirad ha leun a dudi eo. Evit ar mare n’hon eus ket bet tro da welet kalz traoù en amzer dremenet met kempouez a-walc’h ‘m eus kavet an traoù etre “ar bed a-vremañ” (pe dost) ha traoù skiant-faltazi penn-da-benn en dazont da skouer. N’on ket evit lârat on sot-nay gant ar stirad c’hoazh met laouen e vin o welet ar pezh a zeu war-lerc’h.
Marteze eo abalamour d’ar c’hempouez a venegan a-us eo start bezañ tapet penn-da-benn? Rak splann eo n’eus “hent” resis ebet, n’ouzer ket re da belec’h e ya an traoù. Met se a zo plijus ivez (hag a lak ac’hanon da soñjal e Sliders da skouer!), dizoloiñ lec’hioù nevez bet tro hep chom stag dre ret na kaout ur steuñvenn sklaer. Pe neuze eo dre faot genoù digor ar paourkaezh Billie Piper a seblant ordin lu, kaer he do klask c’hoari traoù all ‘m eus aon.
Ma! Gwelet e vo!

Stirad saoz krouet gant Russel T Davies ha Steven Moffat e 2005, skignet gant ar BBC (ha France 4 e c’hwec’hkorn).

%d bloggers like this: