Elysium

ElysiumN’am boa ket c’hoant da geñveriañ Elysium gant District 9 ha d’am meno eo arabat en ober evit kaout plijadur o sellet ar film. Rak ur film klasel-kenañ eo Elysium e-keñver steuñv, beaj an haroz simpl. Efedus eo neuze met tud ‘zo a vo dipitet gant ken nebeut a souezhadennoù. Me ‘zo bet dedennet gant ar bed ha kaset gant an istor. Dedennus ‘m eus kavet tudenn Jodie Foster (an doare ma fell dezhi paouez gant ur politikerezh “kaozeal” hag ober traoù (zoken m’int spontus), ne lârfen ket kement diwar-benn Kruger a zo un tammig “re”. Efedoù ispisial a-feson a zo (met start eo kompren emgannoù zo a-wechoù, digempouez eo an traoù etre prantadoù sklaer-kenañ ha reoù all) ha kavout a ran e ra vad un tamm evit cheñch eus ar gourharozed a vez gwelet ordin.

Film amerikan sevenet gant Neill Blomkamp, (deuet er-maez d’ar 14 a viz Eost) 2013, 1e50.

Advertisements

2 Respont to “Elysium”

  1. Na dipitet on bet ; evel ma lârez, arabat keñveriañ gant District 9. Re eeun an istor, an “hini drouk” (Kruger) a lakae ac’hanon da soñjal e Chuck Norris a-hed ar film, (ha pebezh mouezh e galleg !), Ne chom nemet ar gweledvaoù : ar West Coast treuzfurmet e favella, prenañ a ran, stasion an egor (heñvel ouzh 2001 Kubrick) ivez, daoust m’am befe bet c’hoant d’he gweladenniñ pelloc’h…
    Evidon e kroge mat ar film met teuzet ma interest a-feur ma tremene an amzer…

    • Ya, Kruger en deus displijet din a-walc’h… E saozneg zoken e oa droch e daol-mouezh.
      Gwir eo ne vez ket gwelet Elysium kement-se a-benn ar fin! (se en deus plijet din a-walc’h avat).
      Kompren a ran an dipit, aet on me imoret mat hag o c’hortoz netra a-benn ar fin… !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: