Restless

RestlessEnoch a zo sorc’hennet gant ar marv abaoe m’eo marv e zud. Komz a ra gant Hiroshi, ur c’hamikaze e-kerzh an eil brezel bed ha mont a ra da welet lidoù douarañ a bep seurt tud. Un deiz bennak e vez merzet gant Annabel, a zo hi klañv gant ur c’hrign-bev. Asambles e vevfont un istor karantez e-kerzh an nebeut a amzer a chom dezhi.
Ur film simpl ha brav eo Restless. An doare film a ro c’hoant da brofitañ eus ar vuhez ha da vevañ prantadoù plijus gant ar re a garer. A bep seurt temoù a felle d’ar senarioour menegiñ, en o-zouez e sell war ar c’hrign-bev evel “seller” (e dad a oa mezeg arbennik war ar c’hrign-bev) pe c’hoazh an eil brezel bed dre ur sell japanat. Me gav eo deuet mat a-benn da veskañ anezho holl (ha reoù all) en e istor.
Un toullad bonusoù dedennus a zo war an DVD a ro tro da glevout a bep seurt tud (ar senarioour, ar broduerien, an aktourien, an den e karg eus an dilhad hag all). Kavet ‘m eus e tegase ur sell all war ar film, am eus kavet mat dija met ‘m eus komprenet gwelloc’h evel-se.
Kurius-tre on ivez da welet ar film mut a zo bet graet! ^^
Ur film a-feson eo neuze hag un tamm souezhus a-berzh Gus Van Sant marteze. Kuzuliañ a ran anezhañ digudenn!

Film amerikan sevenet gant Gus Van Sant, 1e27, (war skrammoù Frañs d’an 21 a viz Gwengolo) 2011.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: