Why Am I Dead ?

Why-Am-I-DeadN’on ket plac’h ar c’hoarioù flash pe traoù simpl ha prim a vez kavet war ar rouedad kement-se. Dre vras e vez kollet kalz amzer evit nebeut a-dra (istor pe ijin) ha n’int ket gwall vrav alies.
Ma, evit ur wech ‘m eus kollet un hanter-eur o c’hoari da Why Am I Dead? Ur c’hoari e lec’h ma ranker kavout perak omp marv (digredus, neketa?) Ur c’hoari enklask/avañtur eo diazezet war ar gaoz. An istor a c’hoarvez en ul leti, e-kerzh ur gorventenn, an holl a zo trapet neuze. Evel tasmant omp gouest da “lammat” e korf an dud ha da vont da c’houlennata ar re all. Ret e vo goulennata tudennoù resis gant tudennoù resis all a-benn diskoulmañ an istor (n’eus nemet un diskoulm hañ). N’eo ket gwall vrav met ne bad ket pell ha kalzik a fent a zo. Lakaet en deus ac’hanon da soñjal e Ghost Trick pe Hotel Dusk un tamm, daoust m’eo pell da vezañ ken mat, anat deoc’h!
Setu ur c’hoari simpl, gant ur fin, ne vo ket peadra da zistreiñ da c’hoari kant gwech gantañ met evit abuziñ un tamm amzer n’eo ket displijus! (Ret eo lenn saozneg avat)

Ur c’hoariig digoust war ar rouedad, savet gant Patrick McGrath hag “embannet” gant Hairy games. Evit c’hoari kit amañ

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: