Lazhadeg

lazhadegN’anavezan ket Maxime Chattam (nag e skridoù, ahaha!) met gouzout a ran e ra kalzik berzh ar pezh a skriv. Anavezout a ran un toullad tud (a bep seurt) a blij e skridoù dezho. Ma, kavout a raen neuze kentoc’h plijus e vefe troet Carnages e brezhoneg. Ur sapre dipit eo bet evidon. Lazhadeg a gont istor un enklasker polis amerikan e New York a rank ober war-dro lazhadegoù e liseoù. Berr-tre eo ar skrid, ur c’hant pajenn bennak, un “novella” ma fell deoc’h. Marteze eo abalamour da se pe d’an tem gwelet/lennet kant gwech met n’on ket deuet a-benn da gavout dedennus pe plijus ar romantig. Koulskoude ez eus traoùigoù a c’hallfe bezañ dedennus : an darempred etre Lamar (an haroz) hag e genseurtez, santet e vez ez eus un dra bennak (mignoniezh hañ, met a zo dedennus) met n’eus netra. Ne vez ket gwelet ar boliserien e diavaez o labour ha n’eus doare ebet neuze da gaout un tamm teneridigezh pe forzh peseurt santad all evito. Ma mod all paotred o unan o selaou ouzh sonerezh metal (lennet un tamm re Metal glas ganto, anat deoc’h!) , neonazied ha tout ar stal, netra nevez… N’eus ket kalz a ijin aze me gav ha spi ‘m eus neuze eo a galite gwelloc’h ar pezh a skriv Chattam da gustum rak n’on ket kendrec’het tamm ebet! Bon, c’hwi lâro din eo berr neuze n’on ket bet hegaset e-pad re bell gant ma lennadenn, se ‘zo gwir!

(ma digarez da Stefan : N’on ket deuet a-benn da gavout niverenn Bremañ evit lenn da ali. Ober a rin diouzhtu pa gavin ar gelaouenn daonet-se!)
Ma fell deoc’h lenn un ali pozitiveloc’h e kavfet e ti pevarlagad.

Troidigezh Carnages gant Maxime Chattam. Troet e brezhoneg gant Olivier Le Biguet. Embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 2012.

Advertisements

6 Respont to “Lazhadeg”

  1. Eee n’em eus ket a soñj e pe niverenn e oa… Da c’houzout zo e oa bet savet an danevell-se da vezañ profet gant levrioù all gant an ti-embann orin, mar em eus soñj mat. Da heul ar berzh en deus graet ar skridig-se, goulennet hag azgoulennet gant lennerien sot gant Maxime Chattam e oa bet soñjet e werzhañ.
    Evidon-me em boa lennet e levr kentañ, Le cinquième règne, skrivet gant un anv-pluenn (Maxime Williams). Kavet em boa ne oa ket fall tamm ebet. N’em eus ket lennet traoù all avat.

    • Adkavout a rin, sur on! ><
      Ya ya, lâret e oa bet din e oa ur prof da zigentañ (ha start e gavout e galleg neuze!) met ne gav ket din e vefe un abeg evit skrivañ un dra ken divlaz… :/
      Mat eo neuze m'en deus skrivet traoù a dalvez ar boan 😉

  2. Ya, plijet oan bet gant al levr, met sklaer eo ne z’afen ket da lenn se evit va flijadur e galleg, ar santimant ‘mije da goll va amzer. Evit en em zudiañ e brezhoneg avat e tremen mat evidon 🙂

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: