Et si on vivait tous ensemble?

et-si-on-vivait-tous-ensembleEt si on vivait tous ensemble ? a zo ur film mignoned. Pezh a zo int mignoned ouzhpenn 75 vloaz ! ^^ Un deiz bennak e kinnig unan e vevfent holl asambles peogwir e verzont eo erru start mont ha dont/ober war-dro an eil re ar re all hag all. Gant sikour ur studier e lakfont ar raktres-se da zont da wir. Ur gomedienn eo ha chom a ra skañv-tre ar film, en ur gomz diwar-benn a bep seurt traoù kentoc’h start memes tra. Un doare Amour met gant fent ma fell deoc’h… :p
Ur prantad plijus ‘m eus tremenet o sellet ouzh ar film, daoust da draoù zo seblantout faos pe un tamm “re” (ret eo e chomfe fentus!) ha bamet a-walc’h on bet gant ar c’hasting a-galite uhel. Ur film skañv ha plijus, un tamm disheñvel eus ar pezh a vezer kustum da welet.

Sevenet gant Stéphane Robelin, Frañs/Alamagn. 1e36, (deuet er-maez war skrammoù Frañs d’an 18 a viz Genver) 2012.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: