The Unfinished Swan

the_unfinished_swan_logo-610x300Ur c’hoari bihan dizalc’h eo The Unfinished Swan. Dedennet e oan a-walc’h gant mennozh ar c’hoari ha profitet ‘m eus eus un distaol evit pellgargañ anezhañ.
Ur bugel omp, Monroe, a zo o paouez koll e vamm. Ul liverez e oa hi ha livet he deus ouzhpenn 300 taolenn, diechu holl. Dibab a ra kas gantañ un alarc’h d’an ti emzivaded. Liammet eo an traoù ivez gant ur gontadenn, gant ur Roue foll en doa livet e liorzh e gwenn penn-da-benn.the_unfinished_swanKregiñ a ra ar c’hoari en ur “pezh” wenn tout. Lammat a c’haller ober (met ne servij ket da galz tra) ha skeiñ livaj du. Tamm-ha-tamm, en ur skeiñ livaj e vez gwelet petra ‘zo tro-dro deomp : ur voger, skalieroù, un nor hag all. Ret eo mont war-raok evelse e-barzh 3 chabistr bras (lodennet e is-chabistroù) hag ar c’hlozadur. Al liorzh, ar c’hastell, ar c’hoad. Ret eo klask bolotennoù (a servij da gaout bonusoù er fin, sellet ouzh tresadennoù prientiñ da skouer pe traoù all met ret eo kaout an holl bolotennoù evit gwelet anezho neuze n’eo ket dispar me gav.)
Ma! Ar chabistr kentañ ‘m eus kavet mat kenañ ha kendalc’het gant an eil, siwazh aze e oa dour a skoemp ha na gomprenen ket mat da betra servije. Chomet on a-sav un tamm just a-raok dizoloiñ e servije da lakaat plant da greskiñ a-benn krouiñ un hent er c’hastell!swan 3Er c’hoad eo disheñvel c’hoazh, du tout eo an traoù, gant un nebeut gouleier. Ret eo diwall avat, pa chomer re bell en deñvalijenn e vezer taget gant loened. Un tamm ankenius met graet mat, hag adalek ur mare eo ret ivez sevel savennoù en un doare bed kenstur (taolennoù) a servijo en dro en tu all. Plijus (ur wech komprenet mestroni an dra, met tapet e vez buan) eo!
Berr a-walc’h eo ar c’hoari, met savet mat ha dedennus da c’hoari. Ne gav ket din e vefe bet dedennus kaout ur c’hoari kalz hiroc’h. N’on ket bet bamet rak ar fin (lennet em boa e oa dispaaaar) daoust din kavout e kloz mat (hag eo un doare fin da enbarzhañ ar roll-serriñ ouzhpenn) ar gontadennig-c’hoari-mañ!

C’hoari da bellgargañ war ar PlayStation Network abaoe ar 24/10/2012 e Frañs. Diorroet gant Giant Sparrow hag embannet gant Sony Computer Entertainment.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: