Glee : The 3D Concert Movie

glee-concertSoñj mat ‘m eus pa oa deuet Glee : The 3D Concert Movie er-maez er sinema, kavet ‘moa e oa ur vezh un tammig skignañ un abadenn evel-se war ur skramm sinema. Ma, anzav a ran avat, pa ‘m eus gwelet an DVD el levraoueg e oan kentoc’h : “o, sell, perak ket?”
Da gentañ tout e oan techet da ober goap eus an dibab “3D”. Meur a wech e kerzh ar film (2D) ‘m eus santet avat peseurt traoù a oa lakaet en a-raok gant an 3D ha d’am meno ne oa ket re fall war ar poent-se ar film. (met bon, na glaskin ket e welet en-dro e 3D kennebeut hañ).
Da c’houde, ez eo un abadenn filmet. Gwelet ha klevet e vez un toullad kanaouennoù, pep “tudenn” a vez lakaet un tamm en a-raok gant ur ganaouenn ha setu, tamm-pe-damm. Lusket eo ar film gant atersadennoù tud a oa deuet da selaou an abadenn, tud un tamm disheñvel (ur plac’h klañv gant Asperger, ur gornandonez hag ur paotr en deus bet poan oc’h anzav e oa heñvelgarour). N’on ket bet kendrec’het gant an dibab-se met lakaomp…
Ur paotr bihan a oa ivez, super fentus ha moutig a rae “cosplay” paotred ar skol brevez, unan eus ar “Warblers” ^^
Ma n’eo ket gwall hir ar film ha plijus eo klevet kanaouennoù zo en-dro. Un doare da dremen an amzer eo, anat, met n’eo ket kalz tra ouzhpenn!
Ar bonus war an DVD na zegasont ket kalz a dra kennebeut, un toullad kanaouennoù ouzhpenn pe hiraet hag un toullad munutennoù oc’h heuliañ an aktourien…

Film amerikan sevenet gant Kevin Tancharoen e (28 a viz Gwengolo war skrammoù Frañs) 2011, 1e20.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: