Dielloù evit Eost, 2013

Portal 2

Posted in C'hoarioù video on Eost 30, 2013 by geekezig

portal2N’hallen ket mont war-raok gant Runaway 2 abalamour d’ur bug neuze on kroget da c’hoari da b/Portal 2 e plas. Soñj ho peus en doa plijet din kalz an hini kentañ.
Tremen a ra ar c’hoari goude an hini kentañ, kouezet eo un tamm savadur Aperture Science en he boull met dihunet omp bet gant ur mekanik bihan. Peurrest ar c’hoari a vo e stumm an hini kentañ, krouiñ dorioù-porzh a-benn diskoulmañ luziadelloù. Memes ton a zo bepred met kalz traoù all a zo evit luziañ! Kuboù evit treuzkas laser, Pontoù gouloù, rodennoù treuzkas (untuek hepken, glas o kas, orañjez o “sunañ”), geloù a bep seurt (glas a lak da lammat uheloc’h, orañjez da vont buanoc’h, gwenn da grouiñ dorzhioù-porzh e lec’hioù lec’h na oa ket posupl ober). Dedennus-kenañ neuze!
Un tamm aesoc’h evit an hini kentañ ‘m eus kavet (daoust din bezañ chomet stanket a-wechoù evel-just) n’ouzon ket m’eo abalamour d’ar boaz pe d’an dornell PS3 a glot gwelloc’h ganin…
Kalz hiroc’h eo ar c’hoari, ur bern liveoù a zo hag aergelc’hioù disheñvel hag ur sapre istor ivez, gant un darempred nevez gant GLaDOS…portal-2aportal2bportal2cportal-2d

Tra heverkañ an eil a zo ur mod evit c’hoari da veur a-hini : Un toullad liveoù ouzhpenn da ziskoulmañ da zaou (posupl eo c’hoari en-linenn dre steam neuze e c’haller c’hoari gant un den a zo war e urzhiataer pe war ur benveg disheñvel) pe gant ur skramm lodennet. Evel-se ‘m eus c’hoariet-me. Plijus-kenañ eo c’hoari da zaou, ne weler ket dre ret memes traoù, a-wechoù e fell deomp chom d’ober traoù droch, gwechoù all mont war-raok buan… Cheñch an den a ra war-dro tra-mañ-tra pa n’a ket en-dro ar wech-kentañ… Ha filmoù ouzhpenn er fin! Ur gwir istorig a zo ouzhpenn!
Un drugar eo neuze ar c’hoari da zaou evit ar re o deus dija bet kalz plijadur o-unan pe evit lakaat da zizoloiñ ar c’hoari zoken!
Un taol-kaer ouzhpenn!portal-2-09

C’hoari PC, Mac, PS3, Xbox 360 diorroet gant Valve, embannet gant Valve hag Electronic Arts d’an 21a viz Ebrel 2011. Pegi 12+

La sélection

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on Eost 30, 2013 by geekezig

la_selectionTro am boa bet da glevet komz eus al levr-mañ e-barzh abadenn Rêves et cris met evel boaz ne oan ket aet pelloc’h evit notenniñ an anv. Met ma nizez a zo ur plac’h a-feson ha setu e tizoloan e oa al levr ganti! Profitet ‘m eus evit amprestañ diganti…
Tremen a ra an istor en Amerika, a-benn 300 vloaz bennak met distrujet eo bet pep tra hag ur vonarkiezh a zo e Ilea (anv ar rouantelezh) met n’ouzer ket re peseurt stadoù-hent a zo e-barzh. Ur vonarkiezh diazezet war kastaoù eo : familh ar roue 1, tud pinvidik ha soudarded 2, kelennerien 3, labourerien-douar 4 hag all hag all. America, an harozez, ha he familh a zo arzourien (kasta 5) ha karout a ra ur paotr a gasta 7 (ar gasta 8 a zo ar glaskerien-vara neuze ijinañ a rit).
Ar familh roueel a zimez he merc’hed da familhoù gouarnamantoù all hag ar baotred a vez dimezet d’ur plac’h eus ar bobl. Evit kavout ur wreg dezhañ e vez aozet un doare abadenn skinwel ouzhpenn a-benn reiñ spi d’ar bobl ha tout. America a c’hall kemer perzh, peogwir eo etre 16 hag 20 vloaz hag eo erru poent da v/Maxon, ar priñs kavout ur wreg.
Divinout a rit e vo dibabet ar plac’h da gemer perzh en abadenn skinwel.
Dedennus-tre eo ar bed ijinet gant Kiera Cass, ur bern elfennoù a zo, pinvidik eo war an dachenn-se. Ur c’hempouez mat he deus kavet etre titouroù ha traoù laosket da ijin al lenner a gav din. Dedennus ‘m eus kavet ivez an tu politikel a gemer an abadenn (dre ret) hag ar pouez a vez gant ar c’hameraoù, ar genstrivadeg etre ar merc’hed hag all. Un tamm dipitet on na vefe ket muioc’h a bouez gant tout-se a-benn ar fin evit chom war santimantoù America a zo rannet he c’halon etre daou baotr… Un tamm torr-penn ha re aes an dibab-se d’am meno.
Evel-just e lak da soñjal e The Hunger Games ha kalzik traoù heñvel a zo, anat deoc’h. Met disheñvel a-walc’h eo an tudennoù hag ar bed evit ma chomfe al lenner hep keñveriañ bep pemp munutenn.
Ma, anzav a ran ‘m eus kavet plijus ha dudius al lennadenn, pas ken niañ-niañ hag ar pezh a seblante din da zigentañ hag e lennin an traoù all a zo tro-dro d’ar bed-se gant plijadur memes tra!

Romant amerikan skrivet gant Kiera Cass. Embannadur c’hallek embannet d’an 12 a viz Ebrel 2012 gant Robert Laffont en dastumad “R”.

L’histoire de Nintendo (vol 1) : 1889-1980 des cartes à jouer aux Game & Watch

Posted in Levrioù with tags , , , on Eost 27, 2013 by geekezig

L_Histoire_de_Ni_4de22d2150b7fUr raktres divent a zo gant Florent Gorges : kontañ istor embregerezh Nintendo. Iskis eo evel-se met dedennus kenañ eo e gwirionez. Ma lâran Nintendo deoc’h e respontfet Super NES, Game Boy, Mario ha Zelda, neketa? Ma, kaaaalz traoù a zo c’hoarvezet a-raok me lâr deoc’h!
Kregiñ a ra istor embregerezh Nintendo e Kyōtō e fin an XIXvet kantved. Degaset eo bet ar c’hoarioù kartoù gant ar Portugaliz e bro Japan e deroù ar pezh a vez galvet prantad meiji (pa tigor en-dro harzoù Japan goude prantad edo) met kêr kenañ eo lakaat degas c’hoarioù kartoù neuze perak ket ober anezho er vro? Doareoù all a vo da c’hoari neuze hag en o-zouez ijinañ c’hoarioù broadel levezonet gant ar c’hartoù estren.
Da c’houde he deus ranket an embregerezh ledanaat he zachenn labour (ne vezet ket prenet hanter kant c’hoari kartoù gant pep familh) ha setu penaos int kroget da sevel c’hoarioù, c’hoarioù-taol, c’hoarioù elektronek ha goude-se c’hoarioù video.
Un embregerezh familh eo ivez hag a bep seurt traoù a zo c’hoarvezet (merc’hed a oa gant ar renerien setu e oa ret dimeziñ anezho gant implijidi a-feson a gemerfe penn an embregerezh, tremenet eo mat ha fall…).
Dedennus-kenañ eo lenn istor an embregerezh (ha c’hoazh, n’eus kaoz nemet eus lodenn Japan! Levrioù all diwar-benn Nintendo of America a zo bet skrivet ivez!). Lenn an traoù o deus graet berzh, an divizoù risklus, ar prantadoù ekonomikel start hag all… Un doare katalog eo ivez gant ur bern skeudennoù eus ar c’hoarioù kartoù ha c’hoarioù, c’hoarielloù a bep seurt. Un doare da “zastum” hep re a riskl. Un drugar eo da lenn, ur bern skeudennoù a zo hag hast ‘m eus kenderc’hel da lenn hag e kendalc’hfe Florent Gorges gant e labour a galite (tri levr a zo dija met seizh a zo raktreset en holl!) !
Ma fell deoc’h gwelet un tamm penaos eo kinniget al levr ez eus tu da welet ar pajennoù kentañ amañ

Skrivet gant Florent Gorges gant kenlabour YAMAZAKI Isao. Embannet e miz Kerzu 2010 gant an embannadurioù Pix ‘n love. (skeudenn diwar lec’hienn an embanner)

Que ma joie demeure

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags on Eost 23, 2013 by geekezig

Ur meskaj etre ur pezh c’hoari hag ur one-man show eo Que ma joie demeure. Kavet e vez e-barzh fent Alexandre Astier met ivez istor Johann Sebastian Bach hag ur gentel sonerezh! ^^
A bep eil e vo gwelet neuze ur gentel sonerezh ha tammoù diwar-benn buhez ar sonaozour. Dedennus-tre eo (me n’anavezen seurt, anzav a ran). Alexandre Astier a ziskouez neuze e donezon a-fed sonerezh. Start ‘vo da c’houzañv memes tra evit an dud na blij ket ar paotr Astier dezho met plijus e vo evit an holl reoù all.
E Brest e vo posupl gwelet an arvest e fin miz Here evit ar re a vefe dedennet.

Arvest skrivet ha c’hoariet gant Alexandre Astier, leurennet gant Jean-Christophe Hembert. Diskouezet e vez an arvest abaoe ar 5 a viz Ebrel 2012. Stumm filmet deuet er-maez e DVD ha Blu-Ray d’ar 6 a viz Du 2012. 1e20.

Elysium

Posted in Filmoù with tags , on Eost 23, 2013 by geekezig

ElysiumN’am boa ket c’hoant da geñveriañ Elysium gant District 9 ha d’am meno eo arabat en ober evit kaout plijadur o sellet ar film. Rak ur film klasel-kenañ eo Elysium e-keñver steuñv, beaj an haroz simpl. Efedus eo neuze met tud ‘zo a vo dipitet gant ken nebeut a souezhadennoù. Me ‘zo bet dedennet gant ar bed ha kaset gant an istor. Dedennus ‘m eus kavet tudenn Jodie Foster (an doare ma fell dezhi paouez gant ur politikerezh “kaozeal” hag ober traoù (zoken m’int spontus), ne lârfen ket kement diwar-benn Kruger a zo un tammig “re”. Efedoù ispisial a-feson a zo (met start eo kompren emgannoù zo a-wechoù, digempouez eo an traoù etre prantadoù sklaer-kenañ ha reoù all) ha kavout a ran e ra vad un tamm evit cheñch eus ar gourharozed a vez gwelet ordin.

Film amerikan sevenet gant Neill Blomkamp, (deuet er-maez d’ar 14 a viz Eost) 2013, 1e50.

Starbuck

Posted in Filmoù with tags , , , on Eost 21, 2013 by geekezig

starbuckDavid Wosniak a zo war-var da gaout ur bugel. N’eo ket gwall sirius na stabil e vuhez avat. Dres d’ar memes koulz e vez roet keloù dezhañ gant un alvokad : bugale bet ganet a-drugarez d’ar sper en deus roet pa oa yaouank a zo o klask war e lerc’h. 533 bugel en defe en holl…
Ur gomedienn a-feson eo Starbuck, diazezet war a bep seurt daelioù a zo bet e Amerika an Norzh tro-dro d’ar reiñ sper (ha d’ar gwir da chom dizanv). Eus un tu e klask David kuzhat d’an holl eo Starbuck (ul lodenn traoù spontus a zo er mediaoù) hag euz un tu all e ya da welet bugale ‘zo ha da sikour anezho ar pezh a lak anezhañ da gaout keuz evel-just eus e dibab chom kuzhet. Jentil-tout eo ar film neuze met fentus bepred ha plijus-tre da sellet. Evel-just kalz eus ar blijadur a zo krouet gant an aergelc’h hag ar yezh rak kalz klichedoù a zo (ar vugale a vez heuliet da skouer) met n’eo ket grevus…
N’ouzon ket ma ‘vo tu da lârat kemend-all gant ar “remake” gall, Fonzy, da zont er-maez e fin ar bloaz…

Film kebekat ha kanadian sevenet gant Ken Scott. 2011, 1e49

Allumeuses !

Posted in Filmoù with tags , , on Eost 21, 2013 by geekezig

allumeusesUr wech an amzer e vezer laosk hag e soñjer “o perak ket” pa vez kinniget sellet ur film a seblant nul gant ur mignon pe ur vignonez. An holl a oar mat-tre ‘vo brein met ober a ra plijadur dezhañ pe dezhi, evit echuiñ an devezh tremenet asambles…
An dra-se a zo c’hoarvezet (anat deoc’h) gant Allumeuses ! Unan eus filmoù nulañ am befe bet tro da welet. Sañset eo da vezañ un doare komedienn diwar-benn merc’hed n’int ket o klask war-lerc’h ur gwaz. Perak ket, n’eo ket droch penn-da-benn ar mennozh. Daoust hag eñ e oa un abeg evit ober ur film groz spontus, n’eo ket fentus tamm-ebet, gant traoù digomprenus (perak ‘ta eo Peter a zimez? N’eus mare ebet eo displeget ar seurt treuzkompren-se) ha kaozeadennoù hiiiiir spontus. Ar merc’hed-se a seblant bezañ dic’houzañvus ha n’eo ket plijus tamm ebet heuliañ ar pezh a c’hoarvez gante. Ur vezh-ruz eo ar film-se, tec’hit kuit ma vez kinniget deoc’h e sellet!!

Film amerikan (titl orin : The Sweetest Thing) sevenet gant Roger Kumble. 2002, 1e24.

%d bloggers like this: