Le pavillon d’or

kinkakujiE 1950 eo bet devet ar c’h/Kinkaku-ji, pavilhon aour Kyoto gant ur manac’h un tamm simpl a spered (a hervez).
MISHIMA Yukio a zo bet awenet gant an darvoud-se ha savet en deus ur romant un toullad bloavezhioù goude.
Kontañ a ra istor ur manac’h yaouank e fin an eil brezel bed ha penaos e yello betek plantañ tan er savadur. Sorc’hennet gant ar savadur ha war memes tro leun a gasoni evit he braventez.
Ne seblant ket diot ar paotr en romant, er c’hontrol. Met meret gant santadoù kreñv spontus, kasoni dreist-holl. Mezh en deus eus e vamm (diwar ar maez), drouk ennañ pa vez graet goap outañ (bez-teod eo) ha war memes tra lorc’hus eus e namm.
Ur wech dizoloet gantañ ar C’hinkaku-ji e vo gwashoc’h c’hoazh e darempredoù gant ar re all, dreist-holl gant ar merc’hed.
Daou vignon en do er romant, ur manac’h yaouank jentil hag ur studier nammet e dreid a glasko deskiñ dezhañ profitañ eus e namm.
Iskis eo an dudenn neuze met deskrivet eo mat-tre kreñvder e santadoù. Plijus ‘m eus kavet “gwelet en-dro” lec’hioù eus Kyoto hag un aergelc’h a-feson a zo er romant e gwirionez.
Ne gav ket din e vefe se istor wirion tangwall ar savadur met un deorienn blijus da lenn eo. Fin ar romant, adalek ma tiviz sklaer lakaat e raktres da benn a zo dispar, ar prantad gant ar c’hast, pe ar fin pa prient pep tra. Gorrek eo ha war memes tro e santer pegen stignet eo ar paotr. Spontus a-walc’h eo ar santad tonkad a zo gant an darvoud-se, n’en doa doare all ebet da vevañ forzh penaos.
Ur goulenn ‘m eus avat diwar-benn ar golo, na welan ket tamm-ebet al liamm gant ar romant. ‘M eus aon eo un dra evit gwerzhañ al levr muioc’h eget traoù all. Gwelet ‘m eus embannadurioù gant ar C’hinkaku-ji (ur skeudenn) pe un dresadenn gant ur penn manac’h hag ar C’hinkaku-ji a-dreñv a glot kalz gwelloc’h gant istor ar romant. Iskis…

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: