Dielloù evit Gouere, 2013

Otaku Blue 2 – Obsessions

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Gouere 31, 2013 by geekezig

 

otaku-blue-bd-volume-2Ne oan ket bet kendrec’het kalz gant penn-kentañ Otaku Blue, met n’ouzer james. Un toullad traoù kevrinus a oa memes tra. En eil levrenn ez eo difoupet Asami. Maiko ha mignon Asami a glas war he lerc’h, ar polis a seblant enklask en aner, hag Asami a zo bet skrapet gant “Buntaro” e gwirionez. Ma.
Heuliet e vez an traoù o vont davet ar prantad ma kejo an holl asambles met na vez displeget netra. N’eus displegadenn ebet war ar muntroù, goulo mik eo. Estreget un dresadenn pe ziv o deus lakaet ac’hanon da vousc’hoarzhin peogwir em eus anavezet ul lec’h pe un draig heñvel eus ar vuhez e Tokyo e gwirionez, ne oa netra. Ur vezh eo an istor-mañ. N’eo ket peogwir eo berr ez eus tu d’ober holladoù a galite ken fall…Otaku_Blue_2_pEmbannet gant Dargaud d’an 21 a viz Even 2013. Skrivet gant Richard Marazano ha treset gant Malo Kerfrieden.

Advertisements

Japan by Bicycle

Posted in Filmoù with tags , on Gouere 31, 2013 by geekezig

Un teulfilm savet gant tri mignon eo Japan by Bicycle. Andrew, un amerikan, a oa o vevañ e Bro Japan abaoe daou vloaz en deus lañset ar raktres : a-raok distreiñ d’ar gêr ha goude an tsunami en deus divizet treuziñ ar vro war varc’h-houarn ha dastum arc’hant da sikour goude an darvoud spontus-se.
N’eo ket ur film a-vicher, pell alese. N’eo ket a galite dispar hag un tamm “video blog” e ra, dre e stumm ha dibaboù frammañ/filmañ/dezrevellañ. Seblantout a ra din bezañ ur film evit o familh ha mignoned pe evito da gaout soñj eus o avañtur kentoc’h eget traoù all. Lec’hioù brav a seblantont gwelet met ne vez ket displeget kalz a dra.
Souezhet on bet un tamm gant an doare o deus da gampiñ, n’on ket sur e vefe aotreet ober seurt traoù…
Fromet on bet gant skeudennoù mirdi Hiroshima, santadoù o tont da soñj en-dro met souezhet on o defe bet ar gwir da filmañ er mirdioù ivez ^^ Plijus e oa gwelet en-dro Kyoto, Nara… Ha gwelet lec’hioù a seblant dedennus-tre! (an Alpoù da skouer)
Ur veaj vrav e oa war a seblant, ur filmig plijus eo da sellet.
Ul levrel o deus savet ivez, marteze ez eus muioc’h a draoù ennañ ret ‘vo din gwelet. Marteze e vo ur pennad all diwar-benn-se neuze.
Digoust eo sellet ouzh an teulfilm ha digoust eo ivez al levrel diwar-benn o veaj : http://www.unframedworld.com/japan-by-bicycle/

La Vérité sur l’Affaire Harry Quebert

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Gouere 28, 2013 by geekezig

la-verite-surUl levr en deus graet kalz berzh eo La Vérité sur l’Affaire Harry Quebert. Ur bern prizioù en deus bet ivez. C’hoant am boa gortoz un tamm e sioulafe an traoù evit e lenn. Graet ‘m eus an hañv-mañ neuze (ha klevet ur gronikenn war France Info evit brudañ en-dro al levr evel “levr an hañv” neuze n’on ket ken droch ha se a-benn ar fin… ^^).
Heuliet e vez Marcus Goldman, ur skrivagner amerikan yaouank en deus bec’h o stagañ gant e levr nevez goude berzh an hini kentañ. E embanner a lak pres warnañ met dres d’ar mare-se e vez tamallet e vignon bras, ar skrivagner Harry Quebert. Tamallet eo da vezañ bet lazhet ur plac’h 15 vloaz, Nola Kellergan hag ouzhpenn-se en defe bet un darempred ganti…
Marcus a zaio neuze da Aurora, ur geriadennig eus New Hampshire da glask petra foeltr a zo c’hoarvezet e 1975, piv e oa Nola Kellergan hag all. Evel-just e savo ul levr diwar-benn an dra-se.
Tamm-ha-tamm, evel Marcus, e tizoloer pegen luziet e oa an traoù, ur bern tud a ouie elfennoù zo eus an istor (an darampred etre Nola hag Harry, pe traoù all), penaos e oa bet kuzhet traoù zo gant ar polis hag all. Tapet e vezer penn-da-benn gant dizoloadenn an traoù. A feur ma vez diskoulmet elfennoù zo e seblant luzietoc’h-luzietañ an afer…
D’am meno en defe gallet bezañ un tamm bihan tout berroc’h ar romant, peogwir ez eus traoù zo a vez lennet div wech (atersadennoù a vez adselaouet d’ur mare zo da skouer) met n’eo ket gwall dra. Ur stil plijus hag efedus a zo gant ar skrivagner yaouank Suis hag un aergelc’h film a zo gant an hollad. Ijinet a vez mat ar geriadenn vihan amerikan gant sekredoù a bep seurt…
Al lodenn diwar-benn bed an embann an hini ‘m eus kavet an taerañ hag an dedennusañ avat (Roy a vez ordin o lârat traoù euzhus, sorc’hennet m’eo gant an arc’hant, un tamm fent e tegas d’ar romant).
Ur romant plijus-kenañ da lenn, leun a demoù disheñvel ha savet en un doare efedus ha fin. Aliañ a ran anezhañ groñs!

Pacific Rim

Posted in Filmoù with tags , , on Gouere 24, 2013 by geekezig

pacific-rimUr wech an amzer e fell din lârat d’an dud a vez o pizmigañ war skañvder ur senario paouez. Bezañ klasel (an tudennoù, o fersonelezhioù, red an istor hag all) na vir ket tamm ebet da sevel ur film mat. Soñjal a ran en Avatar da skouer. Pacific Rim a zo memes tra evidon. Un dudi familh a galite. N’eus ket luziet, pell ac’han, n’eo ket gwall souezhus an traoù ha neuze? Fent a zo (hep na vefe pounner), un tamm from (just peadra da gavout dedennus an tudennoù, netra ha re pe torr-penn o tont en-dro bep pemp munutenn), skeudennoù bamus, kaiju dispar ( dipitet on bet un tamm gant ar robotoù jaeger met ne vern), emgannoù komprenus ha super dreist, sonerezh lañsus. Digarezit met n’eus ket ezhomm traoù all, drama pe preder pe me oar! A-wechoù eo ret choukañ e c’haller kaout plijadurioù simpl ha “bugelel” ha setu tout!
Kalz plijadur ‘m eus bet o sellet eus Pacific Rim, daoust din bezañ bet prederiet a-hed ar film gant an haroz, o soñjal “met gouzout a ran e anavezan anezhañ hag e plij din met piv eo?” (araok kompren eo Jax eus Sons of Anarchy ^^), d’ar baotred gant c’hwezh bier a rae trouz n’em c’hichen, an d’an den a selle ouzh e hezoug e-pad tout ar speech fin hag an emgann fin (na gomprenan ket!). N’on ket tamm ebet plac’h ar mecha setu n’hallin ket lârat pegen doujus pe get eo eus danvez diazez na netra. Gwelloc’h vefe bet din e welet e 2D avat rak poan daoulagad ‘m eus bet a-hed ar film ha d’am meno estreget tennañ spisder ne rae ket kalz a dra… Met hast ‘m eus e welet e Blu-Ray ha profitañ en-dro eus efedoù ispisial mat-kenañ hag eus ur film birvidik hep klask bezañ netra all estreget un dudi a-feson.

Stadoù-Unanet, 2013. Sevenet gant Guillermo Del Toro. Deuet er-maez e Frañs d’ar 17/07/2013, 2e11.

Fables 15 : L’âge des ténèbres

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Gouere 23, 2013 by geekezig

l-age-des-tenebresPenaos ‘mañ kont e Fableville? Gepetto a zo displijus meurbed met ne ra drouk da zen… Met buan a-walc’h e tihun un den drouk nevez a lak reuz forzh pegement! E keit-se e washa stad yec’hed Boy Blue ha Mowgli a vez kaset da weladenniñ ur bed all.
Souezhet on kentoc’h mat gant adlañsadenn Fables, ne welen ket re petra c’hallfe c’hoarvezout goude lodenn ar brezel met war a seblant e vo dedennus a-walc’h! Ur sapre tra trist a c’hoarvez el levrenn-mañ (ha golo bravañ ar rummad a zo liammet gant-se, me gav, hini ar chabistr 82). Un toullad treserien a gemer perzh en dastumad chabistroù, liesseurt neuze. Ul levrenn a adlañs an traoù hep bezañ gwellañ levrenn kennebeut, hast ‘m eus gwelet petra c’hoarvezo da c’houde!fables15dSkrivet gant Bill Willingham, treset gant Mark Buckingham, Michael Allred, David Hahn ha Peter Gross. Embannadur c’hallek e ti Urban Comics (dastumad Vertigo) abaoe an 13/04/2012. Chabistroù 76-82

The Twilight Saga : Breaking Dawn – Part 2

Posted in Filmoù with tags , , , on Gouere 23, 2013 by geekezig

twilightbreakingdawn2M’ho peus soñj mat eo Breaking Dawn al levr a blij an nebeutañ din e-touez rummad Twilight. Evidon-me eo ur vezh-ruz, na zegas netra d’an istor hag ouzhpenn-se e vez gwelet sklaer mennozhioù ar skrivagnerez diwar-benn a-bep-seurt traoù (plas ar merc’hed er gevredigezh, an darempredoù revel, feulster etre tud nevez ha me oar me). Al lodenn gentañ am boa kavet ken mezhus all (ma n’eo ket mezhusoc’h) met plijout a ra dont mont betek ar penn ha setu me neuze da sellet ouzh ar film diwezhañ tout.
Kregiñ a rae fall, gant ur prantad chaseal nul penn-da-benn, hegasus sell nevez Bella (“creepy red eyes” evel ma lâr Jacob, ar gwir gantañ evel boaz), ar poupig “dremm efed-ispisial” bepred, hir e kaven ma amzer dija. N’am eus ket santet da beseurt mare e cheñche an traoù avat (marteze adalek ar mare m’eo Renesmee ur gwir plac’hig ha n’eo ket ken ur bugel gant ur penn faos peget war he dremm? Pe pa chomer a-sav gant “youpitralala ur sunerez-wad super kreñv on, pegen fentus!”).
Ya, ya, emaon o vont da anzav diouzhtu : Ar pempvet film-mañ a zo an eil gwellañ er rummad evidon-me (goude an hini kentañ). Ul labour a-feson a zo bet graet a-fed skeudenn (ar roll-digeriñ, talennoù a-dost loened ha traoù a seurt-se) met distrujet eo pep tra abalamour d’an efedoù ispisial a chom vil euzhus ha KALZ RE niverus (an holl dud a seblant faos a-hed ar film, al lec’hioù ivez… foñs gwer powa!), plijus eo sonerezh Carter Burwell ha kavet am eus kalz kempouesoc’h ar lusk eget na oa er film all. E gwirionez, n’am eus ket kavet hir ma amzer. A-drugarez d’an tudennoù nevez marteze (n’em boa tamm soñj ebet diouto met meur a hini a zo kentoc’h plijus ha dedennus : Benjamin, plac’h an tredan, paotr ar brezelioù…)
Ouzhpenn da-se, e rankan anzav e kavan ar film un doare doujañs d’ar re o deus lennet al levr a soñjet met PAD ??? (eveldon) e-kerzh an “emgann”. Daoust d’an traoù tremen evel el levr, d’an nebeutañ, hon eus tro da dañva d’an emgann ha n’eo ket fall tamm-ebet! Er penn-kentañ e oan o soñjal e oa gwashoc’h c’hoazh eget el levr, met plijus ‘m eus kavet an tamm memestra.
E gwirionez e kavan e kloz ar film-mañ ar rummad en un doare doujus a-walc’h, dudius hag efedus, pezh na rae ket tamm ebet al levr! Chom a ra niañ-niañ penn-da-benn, anat deoc’h met setu, souezhet kentoc’h mat on bet a-benn ar fin!
(Meret kentoc’h mat eo ivez afer ar “printing” etre Jacob ha Renesmee, daoust d’ar mennozh diazez a chom euzhus ^^)

Stadoù-Unanet, 2011. 1e56 Sevenet gant Bill Condon.

Le plus petit baiser jamais recensé

Posted in Levrioù with tags , on Gouere 14, 2013 by geekezig

lepluspetitbaiserLe plus petit baiser jamais recensé a grog gant un enklask. Haroz ar romant a glask war-lerc’h ar plac’h en deus poket buan dezhi hag a zo deuet da vezañ diwelus goude-se. Sikour a gavo gant e apotikerez, Louisa, hag he zad Gaspard un enklasker war e leve. Ur peroked iskis a zo gantañ, ur peroked-enroller ispisializet er merc’hed koant.
Da gentañ tout e klasko an haroz ober chokolad evit adkavout blaz ar pokig-se. Heuliet e vo war-lerc’h e istor karantez gant ar plac’h diwelus, betek skoilh e vignonez bet he doa roet e sac’h dezhañ hag a zistro ha, dreist-holl, ar wirionez pa zizolo piv eo Sobralia, ar plac’h diwelus.
Moutik-kenañ eo an istor gant ur stil efedus, leun a fent hag a ijin. Eñvel eo bepred eus kanaouennoù Dionysos (evel-just) gant un aergelc’h en deus lakaet ac’hanon da soñjal e film Le chocolat. Un doare kontadenn-modern gant burzhudoùigoù hep penn na lost en hor bed-ni. Plijus-tre ‘m eus kavet ar romant, dudius ha fresk. Laouen bras vefen da dañva ar chokolad a zo bet savet evit brudañ al levr avat pa vo tu da gavout en-dro!

%d bloggers like this: