Ni No Kuni

Ni-no-Kuni-covN’on ket plac’h ar J-RPG (c’hoarioù rol japanat) kement se a-benn ar fin (estreget Pokemon marteze ^^) met Ni No Kuni a felle din, groñs.
Ur c’henlabour etre Level-5 (Layton) ha Ghibli eo. Kompren a rit perak e felle din e gaout neuze 😀
Ar stumm “collector” ‘m eus prenet, gant al levr hudour e saozneg, Lumi e loen-feur ha loened (“familier”) ouzhpenn da bellgargañ (ouzhpenn-se, peogwir eo deuet ar c’hoari er-maez gant “dale” (2 a viz C’hwevrer e plas 26 a viz Genver!) ‘m eus bet daou all ouzhpenn! ^^ ha posupl e oa ivez pellgargañ daou evit netra evel bruderezh war ar PSN!).
Ar c’hoari a zo unan cell-shading (lenn ma fennad diwar-benn Okami), brav eston eo. Evel al Layton diwezhañ ez eus prantadoù gwir filmoù bevaat klasel ha prantadoù all un tamm muioc’h 3D. Souezhet e oan er penn-kentañ met n’int ket re fall ha kustumiñ a reer buan. Plijus ‘m eus kavet ivez laoskel ar c’hoarier da zibab etre mouezioù saozneg ha japaneg (tu ‘zo da cheñch pa fell deomp ouzhpenn). Lakaet ‘m eus me e japaneg.ni-no-kuni-cellshaPetra eo an istor? Hini Oliver, ur paotrig o vevañ en ur gêriadenn sioul (a ra amerikan a-walc’h), buan a-walc’h e varv e vamm goude vefe bet eñ da c’hoari diaotre er-maez. Oliver a zo diskaret mik (ouzhpenn n’em santout kablus). En ur ouelañ e tihun Lumi, ur voudig a oa kuzhet en e di. Hemañ a c’houlenn sikour digantañ peogwir ez eus un den drouk, Shadar, en e ved (“ni no kuni” a dalvez “ar bed all” ma ‘m eus komprenet mat) hag a lak reuz. Displegañ a ra dezhañ eo liammet an daou ved, pep hini en deus un den gant memes ene er bed all ha Roxane, un hudourez vras e bed Lumi a zo memes ene ha mamm Oliver ganti hag en arvar emañ evel-just. Divizout a ra ar paotrig sikour Lumi evit klask sikour Roxane/e vamm. Diazezet eo ar c’hoari war ar mont ha dont etre daou ved neuze (daoust ma seblant dister a-walc’h an abegoù da zistreiñ e bed Oliver goude ur prantad).
Ur bern traoù a zo d’ober er c’hoari : heuliañ an istor (en ur bourmen, mont da “donjonoù”), ober kestoù a-gostez (lazhañ enebourien resis, sikour tud da glask un dra bennak, pe c’hoazh eskemm “santimantoù” etre tud (un den en deus re a entan a vo tennet un tamm dezhañ evit reiñ d’un den lezirek da skouer, un tamm evel sistem Minish Cap eo a-benn ar fin ^^), ober war-dro ar loened (reiñ boued dezho, tapout anezho, lakaat anezho da emdreiñ… doare Pokemon penn-da-benn!), sevel boued pe gwelaat an armoù gant an alkimiezh ha me oar !!! ni-no-kunifam ninokuni-sant soluce-ni-no-kuni-alUn tamm re a draoù a zo zoken marteze met n’eus ket tu da lârat ne ouzer ket petra ober pe n’eus netra d’ober anat! Ar pezh a zo e seblant un tamm artifisiel, lakaet aze d’ober J-RPG penn-da-benn met ket dre ret en un doare logik pe gwirion. Marteze e vefe bet gwelloc’h lakaat un dra hepken mat kenañ e plas ur bern traoù na vo ket implijet penn-da-benn? Ma, n’eo ket jenus tamm ebet. Ha daoust din bezañ dilezet an alkimiezh da gentañ on bet tapet goude ur prantad. Ouzhpennomp ar c’hoant kaout “trofeoù” ha setu…
Goude ur prantad e vo ivez tu da c’hoari er c’hazino (c’hoarioù bihan chañs doare black-jack hag all), n’on ket bet kendrec’het tamm ebet, pe kemer perzh en un tournamant emgannoù (Pokemon?) e lec’h ma n’haller ket implijout ar sac’h (evit tapout buhez en-dro da skouer), se ‘m eus kavet kalz plijusoc’h!
E penn-kentañ ar c’hoari eo ret dibab ul live diaester : en ur zibab ar mod “normal” (ha n’eo ket “aes”) eo aes-tre ar c’hoari peogwir e vez roet sikour bepred (war ar gartenn/gant Lumi…), un tamm hegasus eo en ur stumm. Tu ‘zo da guzhat ar gartenn goude met n’eo ket ur sapre diaester…
Ar sistem emgann a zo luziet a-walc’h avat. N’eo ket un doare “pep hini d’e dro” (doare Final Fantasy) nag un emgann war eeun kennebeut (doare Zelda) met un dra un tamm etre an daou. Ret eo bezañ gouest da sellet ouzh al liveoù buhez ha maji en ur dagañ/gwareziñ. Goulenn a ra un aked spontus (d’ar pezh a ra an enebour, d’ar pezh a c’hoarvez gant hon liveoù). Tu ‘zo da n’em gannañ gant tri loen met pep hini a rank diskuizhañ goude ur mare. Memestra gant ar pezh a zibaber ober, ret eo gortoz un tammig araok kas ur sort nevez goude bezañ implijet unan. Un tamm torr-penn a-wechoù! Goude ur prantad e teu tud all en hor skipailh hag ez eus tu da gaout ur strategiezh hollek, pezh n’eo ket fall tamm ebet. (met n’eo ket bepred gwall fin an IA hag a-wechoù eo torr-penn an disoc’h). Ha goude c’hoazh e c’haller ober tagadennoù a-stroll pe difenn a-stroll (se ‘vo pouezus kaer e-pad an emgannoù enebourien-fin, se ‘zo sur!). Gant tout an traoù-se, un emgann “simpl” zoken a c’hall dont da vezañ luziet! Traoù ‘zo ‘m eus ranket ober meur a wech gant stummoù disheñvel (cheñch kabiten da skouer). Goude ur prantad eo aesoc’h memes tra pe e kustumer met n’on ket fan eus an doare emgann-se.ninokuni_emgUr gartenn eus ar bed a-bezh a vo ivez d’ur mare hag ur vag a-benn beajiñ (klasel JRPG, adarre!), doare Wind Waker un tamm ha traoù all goude… Un aerouant anvet… Aerouant da skouer 😀 (en droidigezh c’hallek!)soluce-ni-no-kuni-mapMod all ez eus tu da brenañ boued, armoù, gwiskamantoù evel-just (tamm-ha-tamm e vez kinniget traoù gwelloc’h hag ez eus tu da werzhañ ar re gozh) hag all. Evel forzh peseurt J-RPG neuze.
N’eus ket tu da lârat n’eo ket klok ar c’hoari, pell alese! Ouzhpenn 60 eurvezh (tro 64 zoken) ‘m eus lakaet evit echuiñ red an istor (en ur ober traoùigoù a-gostez evel-just) hag ur wech echu e chom ur bern traoù d’ober (kestoù a-gostez, alkimiezh hag all).
Un tamm diaes ‘m eus kavet tapout loened memes tra (zoken gant ur bonus evit kreskiñ ar chañsoù) ha skuizhus kaout da ober “level up” (an dra a lak ac’hanon da laoskel c’hoarioù Final Fantasy pe Pokemon a-gostez goude ur prantad…). Pe klask laerezh peadra da ober alkimiezh.
Bugelel a-walc’h eo an aergelc’h, torr-penn ‘m eus kavet Myrta met fentus Faco da skouer. An istor a zo aes da zivinout (pa tizher ar fin) met n’eo ket displijus tamm-ebet. Moutig tout eo ha plijus ar bevaat. Heuliet e vez gant plijadur.
A-fed aergelc’h pe dizagn on bet souezhet o kavout traoù heñvel eus Twilight Princess met fentus ‘m eus kavet pegen heñvel a oa Boicéliande eus Osaka ivez. ^^
Daoust d’e duoù hegasus (pet J-RPG kentoc’h) ‘m eus kavet plijus-kenañ hag e vo e-touez c’hoarioù ar bloaz evidon!
Brav eston eo al levr ouzhpenn, gant peadra da sikour evit ar c’hoari met ivez kontadennoù ha traoù tro-dro d’ar bed, un drugar.

Ninokunicin

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: