Pop Redemption

popredemptionPop Redemption a gont istor ur strollad 4 mignon, gant ur strollad black metal : an Dead MaKabés. Erru un tamm kozh ha skuizh gant-se, tri anezho a fell paouez met aon o deus lârat d’ar c’haner. Dres d’ar mare-se e lâr dezho int bet pedet da son en Hellfest.
Araok mont betek Klison e sonont un abadenn a droio fall. Ret eo dezho kuzhat eus ar polis ha pell emaint c’hoazh…
Ur film skañv kenañ, leun a vignoniezh hag a sivi heol eo Pop Redemption. N’eo ket pounner an tu metal (n’eo ket goapaus da skouer), santet e vez un doujañs evit ar sonerezh (a-bezh) evel arz. N’eus netra dic’hortoz avat, re aes e seblant an traoù (perak ‘ta e vezont sikouret er fin?) ha lusket fall eo, gant doareoù “chabistroù” na glotont ket gant red ar film evidon-me. Alexandre Astier a seblant bezañ aze evit sikour mignoned ha degas un toullad tud er sinema met netra ouzhpenn rak n’eo ket gwall zedennus e dudenn.
Ur prantad plijus ‘m eus tremenet met un tamm gwan eo an hollad memes tra. Kuzuliañ a ran deoc’h gortoz e vefe skignet er skinwel da skouer, kentoc’h evit mont d’e welet er sinema.

Frañs – (5 aviz Even war ar skrammoù bras) 2013 – 1e34 – Sevenet gant Martin Le Gall

Advertisements

2 Respont to “Pop Redemption”

  1. Gortoz a rin neuze. Seblantout rae farsus a-walc’h met hep mui… N’am bije ket prenet ma flas sine ‘vit-se d’am soñj n’eus forzh penaos.
    Petra eo istor ar c’hanner ? Gwalc’hiñ dilhad a ra ? Oups… 😛

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: