Glee – bloavezh 3

glee_3Ur bloavezh skol nevez e McKinley High! Ar bloavezh diwezhañ evit un toullad liseidi eo.
Un tamm iskis ‘m eus kavet trede bloavezh Glee. Anat eo eo gwan un tamm. Meur a abeg evidon-me : kalz nebeutoc’h a draoù diwar-benn ar gelennerien ha kalz muioc’h diwar-benn al liseidi. Un tamm nebeutoc’h a fent neuze anat (Sue a zegas kalz a fent) ha marteze un tamm nebeutoc’h a ganaouennoù plijus pe liesseurt (William Schuester a zo plijus da selaou memestra). Nebeutoc’h a dud pedet a zo bet ivez ha dre vras n’am eus ket kavet ken plijus ha da gustum. Ricky Martin a oa mat-tre (un tamm memes spered ha tudenn Gwyneth Paltrow a-benn ar fin), Woopy Gholdberg na zegase ket kalz tra, 2Cellos a oa evit ur ganaouenn hepken…
Un toullad-mat rannoù “enor” a zo bet ha ne oant ket fall met gwelloc’h eo bet din ar re diwar-benn filmoù/abadennoù (The Rocky horror show/Saturday Night Fever) eget ar re diwar-benn arzourien (Michael Jackson/Whitney Houston) kalz tud nevez-varv aze… Hini Nedeleg a oa fentus hep bezañ dispar (evel kalz rannoù Nedeleg, forzh peseurt stirad vefe).
Penn-kentañ ar bloavezh a zo bet kalz tro-dro d’ar politikerezh (gant tad Kurt ha Sue), pezh na oa ket fall, West Side Story ivez hag ur seurt flop un tamm gant ar merc’hed o krouiñ ur glee klub all.
Ma! Un toullad istorioù ‘m eus kavet dedennus : Blaine ha Sebastian (gant an trenkadenn ha tout), Blaine hag e vreur, Santana oc’h anzav a-benn ar fin hec’h heñvelrevidigezh (hag ar prantad spontus gant he mamm-gozh, ar flac’had (sabatuet on c’hoazh, evel gant fin “On My Way” (3×14)). Mike o klask stourm ouzh e dud evit bezañ dañsour a-vicher…
Traoù all ‘m eus kavet nul penn-da-benn (eured Rachel&Finn na zegas seurt estreget gwelet tadoù Rachel ^^ Jeff Goldblum \o/) pe Quinn o klask kaout he babig en-dro e-penn kentañ ar bloavezh. Un tamm souezhet on ivez gant an tudennoù nevez : Sugar ha Rory n’int ket gwall dedennus (Roz a zo muioc’h da skouer met ne vez ket gwelet kalz), Joe lakaomp… (met marteze eo ivez peogwir ne oa paotr ebet gant blev hir ^^).
Fromus spontus ‘m eus kavet distro Dave ha kudennoù Beiste gant he gwaz. Aze e vez santet c’hoant ar stirad da gomz diwar-benn kudennoù kevredigezhel (ret din komz neuze eus tudenn Unique a zo bet ur souezh ivez). Fentus-tre eo bet ivez ar prantadoù kontet gant Becky gant mouezh Helen Mirren ^^
Rann ar bal a oa ur redi evel-just evit ur stirad amerikan met anzav a ran ne oa ket gwall “greñv”, dreist-holl goude “Shake it out” a chomo d’am soñj kanaouenn wellañ ar bloaz evidon.
A-benn ar fin n’on ket bet dedennet gant an istorioù kenstrivadegoù (daoust m’eo brav fin ar rann “Nationals” (3×21)) ha n’on ket bet fromet kement-se gant kanaouennoù “Goodbye” (3×22) met kentoc’h gant diviz Finn, digredus ha speredek, ur gwir doujañs evitañ aze, a zo bet lakaet a-greiz-holl da gaout un tamm nerzh/youl/preder ha brokusted eus ar romantelañ (anzav a ran aze, ‘m eus soñjet e fin ar manga I”s, ar prantad a lak ac’hanon da ouelañ bepred… Met evel-just ne oa ket ken kreñv memes tra).
Ur bloavezh fonnus neuze memestra ha dedennet e vin a-walc’h o welet petra c’hoarvezo gant tudennoù Lima ha gant ar re all aet d’ar skol-veur pe da lec’h all!

Ma c’hanaouennoù karetañ all : Mash up Hit Me With Your Best Shot ha One Way Or Another hag hini Someone Like You & Rumor Has it (er memes rann) / Finn  o kanañ Girls Just Wanna Have Fun evit Santana / Smooth Criminal gant 2 Cellos 😉 / Without You (aha! ar stumm orin na blij ket din ebet tamm ebet ^^)/ Cough Syrup (kazi a live gant Shake it Out) / Somebody That I Used to Know (trololo! Nann, ouzhpenn ‘m eus kavet e klote mat evit darempred Blaine hag e vreur ha tout 🙂 ) / Not the Boy Next Door / Mean
Evit ar fun : mash-up Moves Like Jagger & Jumpin’ Jack Flash, Sexy and I know it & What Makes You Beautiful
Bon, mod all, chomet on 14 vloaz d’am soñj peogwir e plij din a-walc’h kanaouennoù Kelly Clarkson c’hoazh ^^

Trede bloavezh ar stirad amerikan krouet gant Ian Brennan, Brad Falchuk ha Ryan Murphy, produet gante ha gant ar chadenn a skign ar stirad, ar FOX.
22 rann bet skignet er Stadoù-Unanet evit ar wech kentañ etre an 20 a viz Gwengolo 2011 hag an 22 a viz Mae 2012 (adalek miz C’hwevrer tremen e Frañs gant ar chadenn W9).

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: