Scalped 6 – Rongé jusqu’à l’os

scalped6Rener Dash a c’hoari un dro-gamm evit lakaat an traoù da vont buanoc’h : lakaat a ra da redek ar vrud e vefe un den eus an FBI e-touez skipailh Red Crow. Karget eo Dash d’e glask… E-keit-se e sav jeu etre an Indianed hag ur strollad mafia asiat. E fin ar gont e vo kalz chañs gant Dash (met un den bennak en deus disfiz bremañ) hag ur c’heloù “dic’hortoz” gant merc’h Red Crow (anat evit forzh peseurt lenner, ar pezh en deus lakaet ac’hanon da soñjal “pfff, paourkaezh diotez”). Red Crow a vez gwelet en ur stad gwanoc’h evit da gustum ar pezh ‘m eus kavet dedennus a-walc’h. Ma, stenn an traoù ha d’am soñj emañ ar fin o tostaat. Daoust din kavout hegasus bepred an tudennoù (hag hegasusoc’h c’hoazh reoù zo aze) e fell din gouzout penaos e troio an traoù! Fall evit an holl ‘m eus aon… !scalped-d6Skrivet gant Jason Aaron ha treset gant R.M Guéra. Embannadur c’hallek (chabistroù ordin 30-34) e rummad Vertigo e ti Urban comics, deuet er-maez d’ar 5 a viz Here 2012.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: