Aero Porter

AeroPorterUr c’hoari bihan gwerzhet war e-shop an 3DS eo Aero Porter. Ur c’hoari puzzle/preder diazezet war malizennoù un aerborzh eo, savet gant Level-5. Un tamm souezhet e oan gant ar mennozh neuze ‘m eus profitet eus un distaol (2,99 et plas 4,99€) evit gwelet petra ‘oa. Mmmh, furoc’h vefe bet din mont da lenn alioù a-raok marteze! Met dre ma plij din seurt c’hoari simpl ha na badont ket pell d’ober diouzh noz da skouer ne oan ket aet da soñjal e vefe ken dipitus…
Petra eo ret ober? Ober war-dro malizennoù en un aerborzh a vo ret ober. Bez ez eus malizennoù a bep seurt liv ha ret eo lakaat anezho da vezañ karget er c’harr-nij mat, en koulz hag all. Aero-PorterSimpl a-walc’h eo ar boutonoù : diskenn ha pignat ar malizennoù gant L ha R, kargañ er c’harr-nij gant A, dibab ar c’harr-nij gant an joystick…
Buan a-walc’h ez eus tu d’ober muioc’h a draoù, ober war-dro goulennoù ispisial (tud a fell dezho e vefe karget o malizenn a-raok reoù ar re all, bombezennoù da zistruj ha me oar), ret eo merañ ar fioul a vez implijet evit lakaat an tapisoù da dreiñ hag all. Met diaes eo gant ur santad “pinijenn” pa vez c’hwitet war un dra bennak hag ordin e vez kemennadennoù o tont da virout da vont war-raok gant ar c’hoari.aero-porterkemmGwall dristik eo ar sonerezh hag an neuz ivez. C’hoariet ‘m eus un eurvezh bennak met n’on ket deuet a-benn zoken da dizhout al live “aerborzh etrevroadel” ha da zigeriñ al lodenn streetpass, met war a seblant n’eo ket gwall zedennus kennebeut. ‘M eus aon e laoskin a-gostez ar c’hoari-se a gavan ankenius hep kaout plijadur (kemerit skouer war Trauma Center nondedie!), ma n’eo na dudius na dedennus ur c’hoari e kav din e c’haller lârat eo ur c’hwitadenn!

C’hoari puzzle-preder 3DS da bellgargañ en e-shop abaoe an 29 a viz Du 2012. Embannet gant Level-5 (en dastumad Guild 01) / Pegi 3 / pajenn ofisiel Nintendo

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: