Dielloù evit Even, 2013

Man of Steel

Posted in Filmoù with tags on Even 23, 2013 by geekezig

man-steelReoù ac’hanoc’h a oar peseurt darempred am eus gant Zack Snyder. Ral eo e vefen bet plijet gant e filmoù met evit un abeg iskis e kendalc’han da welet anezho… *huanadennn*
Ma. Gant ur mignon a zo tamm-pe-damm memes ali gantañ hon eus soñjet e vefe “fentus” mont da welet Man of Steel asambles.
Da gentañ e tigarezan evit an traoù drouk ‘m eus lâret diwar-benn labour Hans Zimmer. Ne oa ket ken gwas hag ar pezh a oan o soñjal ha tonioù zo a zo plijus zoken (en tu hont d’ar c’horn-boud koa).
Mod all siwazh n’eus ket kalz a dra en defe plijet din er film. Un hir a digoradur a zo. Perak ket, ma ‘z eo evit chom hep kontañ an traoù en dro warlerc’h. Ahahaha, paourkaezh follez! Evel-just e vo kontet en-dro warlerc’h (en un doare ket fall ouzhpenn, gant un doare bevaat un tamm) peogwir ez eus ur gudenn memor gant an holl dud a sell ouzh filmoù abaoe un toullad bloavezhioù…
N’on ket dre ret a-enep kemer un dudenn ha cheñch-mik ar sell hag ar pezh a zo bet savet tro-dro d’an dudenn-se. N’eo ket un abeg evit diskouez Clark evel un doare Bruce Wayne evel e-barzh Batman Begins pe Wolverine o klask warlerc’h e istor aze. Un tamm jenus e kavan ivez e lârfe da Lois piv eo evelse hep klask kuzhat. Ya ya, evelse e krou ul liamm un darempred re super, hi a oar e sekred ha tout, se eo ar fiziañs gwirheñvel.
Un toulladig mennozhioù mat a zo memes tra, en o-zouez ar prantad er skol pa grog Clark da gaout galloudoù hag e tro hanter sot. Met ne bad ket pell ha n’eo ket dre ret plijus.
Un tammig bihan-tout fent a zo, pe traoù “moutig” etre Lois ha Clark met gant an tu super gwirheñvel/teñval tro-dro e seblantont lu (ha setu perak e oa ma amezegez oc’h ober goap ordin eus ar prantadoù-se a gaven-me un tammig denel).
Kavet ‘m eus hir ma amzer, ur spont. Abaoe pell n’em boa ket santet-se, o c’hortoz ar fin e oan, poanius ‘m eus kavet an emgann fin hag e felle din just mont kuit, echuiñ gant tout-se.
An emgannoù just a-walc’h! Ya ya, marteze int bamus (ha c’hoazh) met merzet e vez mat n’eus “dañs” ebet, efedoù ispisial n’int ken ha n’em eus santet da vare ebet un tamm stign pe me oar.
E gwirionez n’em eus santet netra a-hed ar film. Ar gwashañ o vezañ ar prantad ma teu Clark a-benn da nijal da vat. O soñjal e oan er santad dispar am boa bet o welet Spiderman Sam Raimi, al levenez pa teue a-benn da vestroniañ ar gwiad hag aze, netra. Forzh penaos da vare ebet na vez diskouezet trawalc’h an tudennoù evit kaout un tamm from evito pe un draig bennak. An den ‘m eus kavet ar plijusañ a oa an doare skiantour kanadian pe n’ouzon ket (a vez gwelet marteze 5 munut etre-tout met heñ a seblante bezañ un den dedennus koa).
Un dra all en deus displijet din spontus a zo an niver a skeudennoù a-dost. N’eus ken nemet-se pe dost. Ha pa n’eo ket eo skeudennoù a-bell gant un doare gouloù doare lence flare a vir da welet e gwirionez ar gweledva pe da ijinañ mat ar bedoù ijinet ha kinniget deomp. Da vareoù all (met se a oa abalamour d’an 3D na servije da netra marteze) e kaven dispis penn-da-benn ar skeudennoù. Me gave din e oa dreist-holl e-pad prantadoù bugaleaj Clark neuze evit krouiñ un aergelc’h un tamm melkonius met…
Ur film diene, diijin, difrom eo. (ahaha, ur film yen evel an dir?!) Me oar a-walc’h eo evit prientiñ un Justice League bennak met daoust ha ret e oa e vefe ken heñvel eus Batman (filmoù Nolan)? Metropolis a zo heñvel-poch eus Gotham (pe an dibab filmañ war-draoñ a roe ar santad-se din?) ?
Ma, marteze on re vugel pe na gomprenan ket ar pal pe me oar me met gwelloc’h eo din distreiñ da sellet ouzh filmoù DC Animation. Aze e kavan dudi ha danvez.

Advertisements

Ni No Kuni

Posted in C'hoarioù video on Even 23, 2013 by geekezig

Ni-no-Kuni-covN’on ket plac’h ar J-RPG (c’hoarioù rol japanat) kement se a-benn ar fin (estreget Pokemon marteze ^^) met Ni No Kuni a felle din, groñs.
Ur c’henlabour etre Level-5 (Layton) ha Ghibli eo. Kompren a rit perak e felle din e gaout neuze 😀
Ar stumm “collector” ‘m eus prenet, gant al levr hudour e saozneg, Lumi e loen-feur ha loened (“familier”) ouzhpenn da bellgargañ (ouzhpenn-se, peogwir eo deuet ar c’hoari er-maez gant “dale” (2 a viz C’hwevrer e plas 26 a viz Genver!) ‘m eus bet daou all ouzhpenn! ^^ ha posupl e oa ivez pellgargañ daou evit netra evel bruderezh war ar PSN!).
Ar c’hoari a zo unan cell-shading (lenn ma fennad diwar-benn Okami), brav eston eo. Evel al Layton diwezhañ ez eus prantadoù gwir filmoù bevaat klasel ha prantadoù all un tamm muioc’h 3D. Souezhet e oan er penn-kentañ met n’int ket re fall ha kustumiñ a reer buan. Plijus ‘m eus kavet ivez laoskel ar c’hoarier da zibab etre mouezioù saozneg ha japaneg (tu ‘zo da cheñch pa fell deomp ouzhpenn). Lakaet ‘m eus me e japaneg.ni-no-kuni-cellshaPetra eo an istor? Hini Oliver, ur paotrig o vevañ en ur gêriadenn sioul (a ra amerikan a-walc’h), buan a-walc’h e varv e vamm goude vefe bet eñ da c’hoari diaotre er-maez. Oliver a zo diskaret mik (ouzhpenn n’em santout kablus). En ur ouelañ e tihun Lumi, ur voudig a oa kuzhet en e di. Hemañ a c’houlenn sikour digantañ peogwir ez eus un den drouk, Shadar, en e ved (“ni no kuni” a dalvez “ar bed all” ma ‘m eus komprenet mat) hag a lak reuz. Displegañ a ra dezhañ eo liammet an daou ved, pep hini en deus un den gant memes ene er bed all ha Roxane, un hudourez vras e bed Lumi a zo memes ene ha mamm Oliver ganti hag en arvar emañ evel-just. Divizout a ra ar paotrig sikour Lumi evit klask sikour Roxane/e vamm. Diazezet eo ar c’hoari war ar mont ha dont etre daou ved neuze (daoust ma seblant dister a-walc’h an abegoù da zistreiñ e bed Oliver goude ur prantad).
Ur bern traoù a zo d’ober er c’hoari : heuliañ an istor (en ur bourmen, mont da “donjonoù”), ober kestoù a-gostez (lazhañ enebourien resis, sikour tud da glask un dra bennak, pe c’hoazh eskemm “santimantoù” etre tud (un den en deus re a entan a vo tennet un tamm dezhañ evit reiñ d’un den lezirek da skouer, un tamm evel sistem Minish Cap eo a-benn ar fin ^^), ober war-dro ar loened (reiñ boued dezho, tapout anezho, lakaat anezho da emdreiñ… doare Pokemon penn-da-benn!), sevel boued pe gwelaat an armoù gant an alkimiezh ha me oar !!! ni-no-kunifam ninokuni-sant soluce-ni-no-kuni-alUn tamm re a draoù a zo zoken marteze met n’eus ket tu da lârat ne ouzer ket petra ober pe n’eus netra d’ober anat! Ar pezh a zo e seblant un tamm artifisiel, lakaet aze d’ober J-RPG penn-da-benn met ket dre ret en un doare logik pe gwirion. Marteze e vefe bet gwelloc’h lakaat un dra hepken mat kenañ e plas ur bern traoù na vo ket implijet penn-da-benn? Ma, n’eo ket jenus tamm ebet. Ha daoust din bezañ dilezet an alkimiezh da gentañ on bet tapet goude ur prantad. Ouzhpennomp ar c’hoant kaout “trofeoù” ha setu…
Goude ur prantad e vo ivez tu da c’hoari er c’hazino (c’hoarioù bihan chañs doare black-jack hag all), n’on ket bet kendrec’het tamm ebet, pe kemer perzh en un tournamant emgannoù (Pokemon?) e lec’h ma n’haller ket implijout ar sac’h (evit tapout buhez en-dro da skouer), se ‘m eus kavet kalz plijusoc’h!
E penn-kentañ ar c’hoari eo ret dibab ul live diaester : en ur zibab ar mod “normal” (ha n’eo ket “aes”) eo aes-tre ar c’hoari peogwir e vez roet sikour bepred (war ar gartenn/gant Lumi…), un tamm hegasus eo en ur stumm. Tu ‘zo da guzhat ar gartenn goude met n’eo ket ur sapre diaester…
Ar sistem emgann a zo luziet a-walc’h avat. N’eo ket un doare “pep hini d’e dro” (doare Final Fantasy) nag un emgann war eeun kennebeut (doare Zelda) met un dra un tamm etre an daou. Ret eo bezañ gouest da sellet ouzh al liveoù buhez ha maji en ur dagañ/gwareziñ. Goulenn a ra un aked spontus (d’ar pezh a ra an enebour, d’ar pezh a c’hoarvez gant hon liveoù). Tu ‘zo da n’em gannañ gant tri loen met pep hini a rank diskuizhañ goude ur mare. Memestra gant ar pezh a zibaber ober, ret eo gortoz un tammig araok kas ur sort nevez goude bezañ implijet unan. Un tamm torr-penn a-wechoù! Goude ur prantad e teu tud all en hor skipailh hag ez eus tu da gaout ur strategiezh hollek, pezh n’eo ket fall tamm ebet. (met n’eo ket bepred gwall fin an IA hag a-wechoù eo torr-penn an disoc’h). Ha goude c’hoazh e c’haller ober tagadennoù a-stroll pe difenn a-stroll (se ‘vo pouezus kaer e-pad an emgannoù enebourien-fin, se ‘zo sur!). Gant tout an traoù-se, un emgann “simpl” zoken a c’hall dont da vezañ luziet! Traoù ‘zo ‘m eus ranket ober meur a wech gant stummoù disheñvel (cheñch kabiten da skouer). Goude ur prantad eo aesoc’h memes tra pe e kustumer met n’on ket fan eus an doare emgann-se.ninokuni_emgUr gartenn eus ar bed a-bezh a vo ivez d’ur mare hag ur vag a-benn beajiñ (klasel JRPG, adarre!), doare Wind Waker un tamm ha traoù all goude… Un aerouant anvet… Aerouant da skouer 😀 (en droidigezh c’hallek!)soluce-ni-no-kuni-mapMod all ez eus tu da brenañ boued, armoù, gwiskamantoù evel-just (tamm-ha-tamm e vez kinniget traoù gwelloc’h hag ez eus tu da werzhañ ar re gozh) hag all. Evel forzh peseurt J-RPG neuze.
N’eus ket tu da lârat n’eo ket klok ar c’hoari, pell alese! Ouzhpenn 60 eurvezh (tro 64 zoken) ‘m eus lakaet evit echuiñ red an istor (en ur ober traoùigoù a-gostez evel-just) hag ur wech echu e chom ur bern traoù d’ober (kestoù a-gostez, alkimiezh hag all).
Un tamm diaes ‘m eus kavet tapout loened memes tra (zoken gant ur bonus evit kreskiñ ar chañsoù) ha skuizhus kaout da ober “level up” (an dra a lak ac’hanon da laoskel c’hoarioù Final Fantasy pe Pokemon a-gostez goude ur prantad…). Pe klask laerezh peadra da ober alkimiezh.
Bugelel a-walc’h eo an aergelc’h, torr-penn ‘m eus kavet Myrta met fentus Faco da skouer. An istor a zo aes da zivinout (pa tizher ar fin) met n’eo ket displijus tamm-ebet. Moutig tout eo ha plijus ar bevaat. Heuliet e vez gant plijadur.
A-fed aergelc’h pe dizagn on bet souezhet o kavout traoù heñvel eus Twilight Princess met fentus ‘m eus kavet pegen heñvel a oa Boicéliande eus Osaka ivez. ^^
Daoust d’e duoù hegasus (pet J-RPG kentoc’h) ‘m eus kavet plijus-kenañ hag e vo e-touez c’hoarioù ar bloaz evidon!
Brav eston eo al levr ouzhpenn, gant peadra da sikour evit ar c’hoari met ivez kontadennoù ha traoù tro-dro d’ar bed, un drugar.

Ninokunicin

Nuit noire, étoiles mortes

Posted in Levrioù with tags , , , on Even 22, 2013 by geekezig

nuit-noire-etoiles-mortesUn dastumad danevelloù eo Nuit noire, étoiles mortes skrivet gant Stephen King.
Disheñvel mat eo an istorioù met n’eus ket kalz setu e lakin un ali evit pep hini :

– 1922
Hir a-walc’h eo danevell gentañ an dastumad, un novella eo kazi, ouzhpenn 130 pajennad dezhi.
Heuliet e vez testeniñ un den en deus lazhet e wreg gant sikour e vab e-kerzh an hañv 1922. Goude-se e c’hoarvezo ur bern traoù spontus dezho betek ar follentez…
Un aergelc’h spontus a zo gant 1922 hag an dezreveller a zo displijus spontus araok bezañ sot. Koulskoude e vez un tamm truez gant an niver a draoù euzhus a c’hoarvez dezhañ (pe d’e vab, kentoc’h plijus). N’eo ket fentus an traoù!

– Grand Chauffeur
Amañ e vez heuliet ur skrivagnerez a skriv romantoù “polis” jentil evit ar merc’hed kozh. Pedet eo da gomz en ul levraoueg. Tremen a ra mat an traoù hag al levraouegerez a ginnig dezhi un hent berroc’h evit distreiñ d’ar gêr. Kouezhañ a raio neuze ar skrivagnerez en ur pech spontus.
Un istor “rape and revenge” eo Grand Chauffeur. Goude bezañ bet gwallet ha kazi lazhet e stourmo an dudenn evit chom bev, distreiñ d’ar gêr ha prientiñ un doare dial met evel-just ne vo ket ken simpl-se an traoù… Souezhet on bet gant emdroadur an dudenn hag gant ar fin.
Un istor skrijus!

– Extansion claire
Emañ Streeter gant e oto pa gav war e hent un iskis a den a werzh traoù iskisoc’h c’hoazh. Dabiel eo e anv e galleg, Daouil a c’hallfemp treiñ e brezhoneg (pe forzh peseurt tra all gant memes lizherennoù). Ur c’hrign-bev a zo gant Streeter ha gouzañv a ra kalz abalamour d’ar c’himio. Ar gwerzher a ginnig dezhañ bevañ 15 vloaz ouzhpenn, en eskemm eus ul lodenn eus e arc’hant (evel-just) ha gant ma lako da goll unan bennak all 15 vloaz. Dibab a ra e “vignon” a-gozh : Tom. Tamm-ha-tamm e krog ur vuhez brav eston evit Streeter hag un dichañs spontus evit Tom.
Un doare da adwelet mojenn an diaoul a ginnig prenañ ene an dud eo, anat deoc’h. Iskis un tamm eo an ton, gant daveoù da darvoudoù bet c’hoarvezet e bed ar “people” (Winona Ryder hag al laeroñsi, Rihanna bet skoet gant Chris Brown, Kiefer Sutherland o vleniañ mezv hag all). Un tamm gwan ‘m eus kavet keñveriet gant ar re all.

– Bon Ménage
Kevrinus eo penn-kentañ Bon Ménage ha tamm-ha-tamm e sav un aergelc’h spontus. Peseurt soñjoù a c’hall sevel e penn ur plac’h a zizolo ur sekred euzhus diwar-benn he gwaz? N’eo ket posupl! Spontus eo, petra ober (ober van evit kenderc’hel gant ur vuhez trankil pe get)… Ha goude-se, penaos bevañ gant ar c’henemglev bet divizet etre gwaz ha gwreg ur wech komprenet gantañ e oa bet dizoloet e sekred?
Direnkus-kenañ eo peogwir eo savet dousik gant tudenn ur gwaz plijus, petra ‘rafemp ni e memes saviad?
Ur film a vo savet diwar an danevell-se war a seblant.

Kuzuliañ a ran a-walc’h an dastumad-mañ. N’eus netra skrijus-mik met peadra da brederiañ war tuoù teñval mab-den (skrijus en un doare posupl, kazi gwirheñvel alies). Grand Chauffeur ha Bon Ménage dreist-holl, an danevelloù kontet gant selloù merc’hed… ! Marteze n’int ket gwellañ skridoù Stephen King (n’am eus ket lennet kement-se e gwirionez) met ur prantad lenn plijus ‘m eus tremenet, pezh a zo mat dija.

Embannadur c’hallek e ti Albin Michel abaoe ar 1añ a viz Meurzh 2012.

Shokuzai 贖罪

Posted in Filmoù with tags , , , on Even 19, 2013 by geekezig

shokuzaiDaou film met ur pennad hepken peogwir n’eus ket tu da gaout un ali klok evit pep hini ‘m eus aon. Shokuzai (pinijenn) a zo ur stirad japanat e pemp lodenn. Divizet eo bet skignañ anezhañ e stumm daou film er c’hwec’hkorn (ur stumm frammañ a oa bet savet evit Mostra Venezia war a seblant) : “Celles qui voulaient se souvenir” ha “Celles qui voulaient oublier”. Santet e vez mat eo rannoù disheñvel, n’o deus ket memes aergelc’h na netra.

En ur gêriadennig e c’hoarvez un dra spontus : gwalet ha lazhet e vez Emili, ur plac’hig CM1. Peder mignonez dezhi o deus gwelet al lazher araok na c’hoarvezfe. Met hini ebet na gont an traoù, an holl a lâr o deus ankounac’haet pep tra. Mamm Emili a lâr dezho pinijañ hag a c’houlenn ganto kaout un doare tra en eskemm.

A bep eil e vez gwelet piv eo deuet ar merc’hed da vezañ, 15 vloaz war-lerc’h. Sae a zo trapet en un eured iskis, Maki he deus divizet gwareziñ ar vugale en ur vezañ skolaerez, Akiko a zo deuet da vezañ un “arzh” o vevañ en he bed e ti he zud ha Yuka a zo perc’henn ur stal bleunioù hag he deus un darempred iskis gant ar boliserien hag he c’hoar vras.
Er fin tout e vo gwelet mamm Emili, Asako.

Ma ali goude ar film kentañ :
Er film kentañ e vez un doare digoradur gant an darvoud ha gwelet Sae ha Maki. Echuiñ a ra un tamm trumm an traoù, hanter faltazius ha n’ouzer ket re m’eo bev Maki c’hoazh (en ur stumm n’ouzer ket re penaos e c’hall tremen an traoù evit Sae kennebeut).
Istor Sae a zo spontus, trapet m’eo gant reolennoù ar gevredigezh japanat (dimeziñ, enor) hag e tiviz dimeziñ gant ur paotr iskis met a seblant degemer e vefe difrouezh. E gwirinez eo sorc’hennet gant ar poupinelloù hag e fell dezhañ ur plac’h dilavar a c’hallfe gwiskañ ha sellout hep touch.
Yen kenañ eo ar skeudennoù, gant livioù gwenn hepken, kavet am eus mougus kenañ.
En eil lodenn a zo diwar-benn Maki. Strizh ha feuls eo deuet da vezañ. Seblantout a ra lakaat he nerzh a-bezh en he labour skolaerez. Un darempred un tamm sederoc’h he deus gant Asako war a seblant met echuiñ a ra fall-tre an traoù eviti, abalamour da darvoudoù a c’hoarvez en he labour. Ur sell spontus war ar skol japanat (gant ar gerent o kas kemenadennoù war internet evit klemm eus ar gelennerien, kenseurted o klask ordin lakaat bec’h an eil re war ar re all hag all) met un aergelc’h gant muioc’h a livioù hag a vuhez.
E fin ar film e felle din groñs gouzout ar pezh a c’hoarveze gant ar re all ha kompren rak n’ouzer kazi netra! Anat ez eus evidon ul liamm etre ar pezh o deus graet ar merc’hed goude bezañ kavet korf Emili (Sae oa chomet da ziwall ar c’horf er sal-sport, Maki da glask ar skolaerez pe sikour er skol ha kavet den ebet) gant ar merc’hed int deuet da vezañ. N’am eus tamm mennozh ebet eus piv eo ar muntrer (daoust ha pouezus eo?) met spontet on un tamm gant Asako, a seblant bezañ savet ur vuhez all (ur mab he deus) met a gendalc’h da gaout beli war ar merc’hed, da levezoniñ anezho en ur lakaat warno ur bec’h iskis… Ur gwir sorserez ><

Goude an eil film :
An eil film ‘m eus kavet kalz “berroc’h” (daoust dezhañ bezañ un hanter eur hiroc’h!). Plijus-tre ‘m eus kavet al lodenn diwar-benn Akiko, daoust d’an darvoudoù bezañ spontus mat, met an dudenn nemeti a vez komprenet penn-da-benn eo me gav. Gwelet e vez Asako o vont d’an toull-bac’h da welet anezhi hag enno e selaouo ouzh he zesteni. Un istor spontus diwar-benn bugelrevelezh…
Yuka a dremen avat evit ur plac’h euzhus penn-da-benn, a implij ar reoù all hag a zo drouk. Ouzhpenn-se, peogwir e tegas titouroù da Asako eo hi a echuo “mat” a-benn ar fin.
Fin ar film a ginnig displegañ an traoù. Gant titouroù Yuka e ya Asako war roudoù muntrer Emili hag e vo diskoachet neuze ur bern sekredoù hag he fec’hedoù dezhi…
Ur film dial eo a-benn ar fin (ar pezh ne oa ket anat el lodenn gentañ). Souezhet a-walc’h on bet gant an displegadennoù (daoust da draoù zo a seblant “re” memes tra : “Aoki” o tont d’an ti kozh dres goude c’hoari ar merc’hedigoù…). Plijet on bet gant ar fin tout. An aergelc’h a zo kalz “laouenoc’h” (gouleier, livioù) betek ur santad un tamm faltaziek/tasmantek er fin (rideozoù ar polis, moged ar straedoù…) a c’hallemp damwelet dija e ti breur Akiko. Un tamm pouner ‘m eus kavet ar sonerezh avat.

Ma! N’eo ket dre ret ur film dreistordinal (pe ur stirad) met dedennus eo memes tra (dreist-holl al labour gouleier/livioù/lec’hioù h.a.) ha plijet on bet o welet red an istor daoust din soñjal ez eus bet graet kalz a reuz evit nebeut a dra… (Pe kentoc’h ma vefe bet finoc’h Asako e vefe chomet hep pinijañ ha lakaat pinijañ…)

Japan – Stirad sevenet gant KUROSAWA Kiyoshi e 2012. Deuet er-maez e Frañs e stumm daou film d’an 29 a viz Mae 2013 ha d’ar 5 a viz Even 2013 – 1e59 ha 2e28

Pop Redemption

Posted in Filmoù with tags , on Even 17, 2013 by geekezig

popredemptionPop Redemption a gont istor ur strollad 4 mignon, gant ur strollad black metal : an Dead MaKabés. Erru un tamm kozh ha skuizh gant-se, tri anezho a fell paouez met aon o deus lârat d’ar c’haner. Dres d’ar mare-se e lâr dezho int bet pedet da son en Hellfest.
Araok mont betek Klison e sonont un abadenn a droio fall. Ret eo dezho kuzhat eus ar polis ha pell emaint c’hoazh…
Ur film skañv kenañ, leun a vignoniezh hag a sivi heol eo Pop Redemption. N’eo ket pounner an tu metal (n’eo ket goapaus da skouer), santet e vez un doujañs evit ar sonerezh (a-bezh) evel arz. N’eus netra dic’hortoz avat, re aes e seblant an traoù (perak ‘ta e vezont sikouret er fin?) ha lusket fall eo, gant doareoù “chabistroù” na glotont ket gant red ar film evidon-me. Alexandre Astier a seblant bezañ aze evit sikour mignoned ha degas un toullad tud er sinema met netra ouzhpenn rak n’eo ket gwall zedennus e dudenn.
Ur prantad plijus ‘m eus tremenet met un tamm gwan eo an hollad memes tra. Kuzuliañ a ran deoc’h gortoz e vefe skignet er skinwel da skouer, kentoc’h evit mont d’e welet er sinema.

Frañs – (5 aviz Even war ar skrammoù bras) 2013 – 1e34 – Sevenet gant Martin Le Gall

Fables 14 – La guerre des nerfs

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Even 11, 2013 by geekezig

fables14Setu neuze adkrog gant Fables! Ha me lâr deoc’h, nag ul levrenn!
Ar brezel eo tudoù ha n’eo ket marteze! Traoù o c’hoarvezout dizehan, a-bep seurt tudennoù a vez heuliet (Luduennig, Ar Priñs) met ket kement-se an harozed boaz (d.l.e. Gwilhoù ha Gwenn-Erc’h) ar pezh a ra vat un tamm! Dedennus eo ar brezel-se (a vez levezonet kalz gant diorroadennoù bet a-drugarez d’an dud voutin) ha kempouez ‘m eus kavet etre al lec’hioù, an tudennoù hag all hep na vefe re luziet pe foutouilhek. Tremen a ra buan an traoù marteze met plijus eo ivez gwelet un darvoud na bad ket 100 levrenn evel m’eo da gustum el levrioù bannoù-treset! Unan eus gwellañ levrennoù Fables! (met lennet ‘m eus reoù fromusoc’h, setu perak n’emañ e-touez ma re garetañ da vat… ^^)

Skrivet gant Bill Willingham, treset gant Andrew Pepoy, Steve Leialoha, Niko Henrichon ha Mark Buckingham. Embannadur c’hallek ar chabistroù 70-75 e ti Panini Comics dastumad 100% Vertigo – 30 a viz Du 2011

Game of Thrones – eil bloavezh

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Even 11, 2013 by geekezig

GAME-OF-THRONES-Season-2-Character-Poster-Quotes-2Setu, a-benn ar fin eil bloavezh Game of Thrones! Soñj mat a-walc’h em boa eus an holl darvoudoù spontus fin ar bloavezh kentañ.
Ma! Ur bern traoù a c’hoarvez neuze, ur bern tudennoù nevez, lec’hioù nevez ha tout. Seblantout a ra luzietoc’h luzietañ an traoù!
Laouen on na vefe ket kement a rev (peogwir e kaven dre vras ne tegase netra). Siwazh n’ouzon ket perak ‘m eus kavet hegasusoc’h al lusk “torret” etre an tudennoù. Kavout a raen un tamm gorrek an traoù, betek fin ar rann a ro c’hoant da vont pelloc’h evel-just. N’ouzon ket m’eo kontet an traoù e memes stumm er romantoù (kredet em eus kompren an dra-se) met kavout a ran “touellus” a-benn ar fin, evel un dra a ziskouez dit “seeeeell pegen dispar e vo!” ha ne c’hoarvez james netra dreist-ordinal a-benn ar fin. (Mont a ran un tamm pell ganti a-ratozh-kaer)
Ma, mod all eo dedennus an tudennoù nevez, en o-zouez ur bern merc’hed “kreñv” (Brienne, Yara, Red Woman, Ygritte hag all) ha se ‘zo plijus (dreist-holl n’int ket evit memes abegoù nag e memes doareoù)! Gant memes tem un tamm, tudenn Sansa ‘m eus kavet plijusoc’h ha marteze he do tro da souezhañ ac’hanomp d’am soñj….
‘M eus ket kavet displijus, pell alese, ken mat eo bepred kalite an aktourien/sonerezh/lec’hioù/skeudennoù hag all (gweledvaoù nevez brav-tre a zo!) met n’ouzon ket, mankout a ra un draig evit ma vefen “tapet” da vat. Kenderc’hel a rin da sellet avat! (gant ma ne vo ket freuzet pep tra gant an dud a dremen o amzer o kontañ traoù war ar rouedad ^^)
Un toullad traoùigoù ouzhpenn a zo war an DVD met netra dreist-ordinal, un toullad “featurettes” koa. Hini an emgann er rann 9 a zo dedennus-tre memes tra (ret eo lârat eo bamus a-walc’h an disoc’h)!

Eil bloavezh (10 rann enni) ar stirad amerikan diazezet war romantoù George R. Martin, krouet gant David Benioff ha D. B. Weiss. Skignet war chadenn HBO etre an 1/04/2012 hag an 3/06/2012. Bet skignet e Frañs war Orange Cinéchoc ha gwerzhet e DVD abaoe miz Meurzh 2013.

%d bloggers like this: