Dielloù evit Mae, 2013

Bye bye, my brother

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Mae 30, 2013 by geekezig

byebyemybrotherJiro a zo bet ur kampion boks e Bro Japan. Met gloazet eo bet en ur glask sikour ur paotr yaouank a oa o laerez. Bremañ e vev o werzhañ levrioù, kazi dido ha klasker bara. Kinniget e vez dezhañ ober war-dro ur c’hlub boks, ar pezh a ra kalz plijadur dezhañ. Sikour a ra ivez ur paotr yaouank da embregiñ. Met chom a ra prederiet gant marv e vreur pa oant bugel…
Brav eo tresadennoù Bye bye, my brother gant un aergelc’h ispisial abalamour d’an dibab lakaat an tudennoù evel kizhier, en un endro a zeus anezhañ koulskoude (karter Nakano e Tokyo hirie an deiz).
Un tamm iskis eo al lusk, da vareoù zo e soñje din bezañ c’hwitet war un dra bennak met d’am soñj e oa dibab an arzour chom hep displegañ pep tra. Fromus eo an istor ha plijus da lenn.

bye_bye_my_brother_imageManga en ul levrenn embannet gant Casterman en dastumad Sakka. Skrivet ha treset gant YANAGAWA Yoshihiro, Embannadur gall Genver 2013.

Advertisements

Une contre-histoire de l’Internet

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , on Mae 28, 2013 by geekezig

contreNevez zo eo bet skignet an teulfilm Une contre-histoire de l’internet war arte. Tu ‘zo deoc’h e sellet amañ.
Plijus-tre ‘m eus kavet an teulfilm. N’eo ket ur film a zegas respontoù, pell alese, met kinnig a ra un tamm istor ha danvez preder diwar-benn internet hag an implij a vez graet outañ. Da gentañ ez eus ur sell un tamm istorel neuze, deroù an “hacking” hag an dachenn c’hoari a oa ar rouedad evit un toulladig tud. Goude-se ez eus kaoz kentoc’h kiriegezh (piv a zo kirieg eus ar pezh a vez embannet?), eus an doareoù da reolenniñ internet (gant lezennoù evel hadopi pe acta), spiañ (tud toullbac’het e broioù ‘zo peogwir o deus embannet mennozhioù war ar rouedad) hag all.
Perzh dedennusañ ar film evidon a zo bet an atersadennoù. Ur bern tud disheñvel a vez klevet en o-zouez Julian Assange pe John Perry Barlow da skouer. Santet e vez neuze nec’hamantoù, spioù, goulennoù, prederiadennoù…
Un teulfilm pinvidik-tre ‘m eus kavet daoust din chom hep kompren re an titl, peogwir n’eo ket gwall souezhus ar sell dibabet nag an titouroù a zo ennañ…

Frañs – 2013 – 1e15 – Sevenet gant Sylvain Bergère

Fables: Werewolves of the Heartland

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Mae 22, 2013 by geekezig

werewolves-of-the-heartlandC’hwi oar a-walc’h e plij din Fables. Laouen e oan neuze o lenn un istor un tamm a-gostez gant Gwilhoù ar Bleiz hepken. Daoust din kavout fentus diazez Werewolves of the Heartland (ijinañ un istor o tremen en ur gêriadenn anvet Story City, ha bez ez eus outi e gwirionez!) n’on ket bet kendrec’het tamm ebet. An tresadennoù ‘m eus kavet divalav da gentañ (met n’eo ket atav dispar al live er rummad Fables dre vras) hag an istor n’eo ket dedennus-tre kennebeut. Gwilhoù ar Bleiz a glask gouzout hiroc’h war unan eus raktresoù Paotr e varv glaz. Ur gêriadenn gant tud-bleiz eo. Un tamm sell war ar pezh a reas Gwilhoù e-pad an eil brezel bed a zo hag a bep seurt traoù un tammig nec’hus o tremen er gêriadenn.
Nebeut a ijin neuze hag ouzhpenn-se n’eus netra da welet gant kontadennoù met kentoc’h gant un dudenn mojennel (an den-bleiz) mesket aze gant teoriennoù a vez gwelet ingal (an nazied o labourat war traoù ezoterek hag all). Dipitus-kenañ.fablwh_1_dylux-008-100Embannet gant Vertigo / Deuet er-maez e SUA d’an 20 a viz Du 2012

Virtue’s Last Reward

Posted in C'hoarioù video on Mae 22, 2013 by geekezig

virtue-s-last-reward-3ds-boestE miz du 2012 eo deuet er-maez Virtue’s Last Reward en Europa. Heuliad 999 eo. Ar wech-mañ eo deuet ar c’hoari er-maez war PS Vita ha 3DS. Eilmouezhiet eo bet ar c’hoari (e Stadoù-Unanet ivez?) er c’hoari European e vez klevet ar mouezhioù e Japaneg ha lennet an testennoù e Saozneg. Plijus-tre eo an araokadenn-se a ra muioc’h a bersonelezh d’an tudennoù. Un tu 3D a zo gant an tudennoù avat, un dibab na gomprenan ket mat peogwir n’eo ket ken brav met n’eo ket direnkus.VLR-_0009Dres memes doare c’hoari ha 999 eo : ur visual novel (romant da c’hoari?).
Tremen a ra an darvoudoù ur bloaz goude 999. Adkavet e vez Clover met an tudennoù all a zo nevez. Ar wech-mañ, an haroz a zo Sigma met un tamm memes doare tudenn ha Junpei eo. Skrapet ez eus bet 9 den adarre evit c’hoari “Nonary Game” met ar wech-mañ ez eus reolennoù ouzhpenn an “Nonary Game : Ambidex Edition” eo. Da vareoù ‘zo e vo ret votiñ evit bezañ un treitour pe mignon gant an dud all a-benn gounit poentoù. Strategiezhoù a bep seurt a vo neuze… An holl a groge gant tri foent hag evel-just e c’hounezer muioc’h a boentoù ma teuer a-benn da gendrec’hiñ an den e-tal da votiñ “mignon” pa voter ni “treitour”…
Ally-or-Betray224 fin a zo d’ar c’hoari! Met ur gartenn a zo ar wech-mañ evit “lammat” betek an c’hroashentoù, evel-se n’eus ket ezhomm da adkregiñ ar c’hoari a-benn kaout finoù nevez. Lodennoù ‘zo a zo kuzhet ouzhpenn, ret eo bezañ bet dre hentoù all a-benn digeriñ anezho. virtues-last-reward-flowchartOuzhpenn d’ar gartenn a zo plijus-tre ez eus tu da dremen buan an testennoù bet lennet dija, evel ma oa tu d’ober e 999. Finoù zo na servijont da netra e gwirionez met ur blijadurig tort a vez o welet pennoù an dud all pa voter “treitour”…
Prantadoù lenn a zo dreist-holl evel-just, un toullad prantadoù gant “dibaboù” (ar vot ha dirak an noredoù da skouer) ha prantadoù luziadelloù. Prantadoù point ‘n’ click klasel int, gant klask, implij traoù asambles hag all.virtue-s-last-reward-nintendo-3ds-puzzleDre vras n’int ket re start met e ken kas ez eus tu da ziskenn al live (an tudennoù all a sikouro muioc’h). E pep pezh-bac’h gant luziadelloù ez eus un alc’hwez evit tec’hout ha traoùigoù evit mont war-raok er c’hoari hag un eil disoc’h (n’eus redi ebet da glask/kavout an disoc’h-se) gant dielloù a-benn kompren gwelloc’h red an istor.
Er skramm-merañ e vez kavet neuze an traoù dastumet, ar gerioù kuzh, ar “sekredoù” (un toullad traoù fentus a zo aze, en o-zouez reolennoù Knox evit ar romantoù polis na vezont ket doujet tamm-ebet er c’hoari evel-just!) un doare karnedig evit skrivañ traoù (jedadennoù pe me oar), ar gartenn red an amzer…VLRsc05Setu neuze mont en-dro ar c’hoari. Daoust d’an dibab “neuz” an tudennoù e kav din eo bet gwellaet ar sistem c’hoari e-keñver 999. Marteze n’on ket bet ken dedennet gant an tudennoù met kalz finoc’h ‘m eus kavet an istor peogwir e lak memestra red an amzer e-kreiz ar senario (ouzhpenn bezañ un doare da c’hoari). Tapet e vezer gant an istor, kevrinus (dreist-holl pa kroger dres gant an hentoù “stanket” eveldon… ^^). A dammoùigoù e vez elfennoù nevez ha pa traoù zo a zo digredus-mik (daoust din gouzout e oa ur robot en afer, n’em befe ket ijinet!). Meur a wech en istor e vez komzer neuze eus kazh Schrödinger, naouegezh artifisiel, lezennoù Azimov… Hag o deus holl ur perzh en istor hag evit ar c’hoarier ivez! Ur sapre taol-dreist (ouzhpenn meskañ bedoù kenstur ha beaj en amzer! :D) me gav. Ur romant da c’hoari speredek e pep keñver ha kaset mat da benn, en un doare kempouez hag efedus. Spi ‘m eus e vo c’hoari all e rummad Zero Escape neuze! 🙂
Nec’het on bet gant ar bug avat : lennet em boa e oa ur bug er c’hoari 3DS (hepken!) a lakae da goll pep tra bet savetaet pa veze savetaet e lec’hioù resis. Evel-just n’em eus ket graet met n’ouzer biskoazh… C’hoariet ‘m eus e-pad ouzhpenn 36 eurvezh en holl (evit kaout an holl sekredoù bet c’hwitet warno a-wechoù! ^^) met kudenn ebet. Gwell-a-se!

______________________________________________________________________________________

C’hoari japanat doare virtual novel a vez kavet war Nintendo 3DS ha PlayStation Vita (kartouchenn pe da bellgargañ war e-shop/ PlayStation Network).
Diorroet gant (Spike)ChunSoft / Embannet (Europa hag Aostralia) gant Rising Star Games/ Deuet er-maez en Europa d’ar 21 a viz Du 2012 / Difennet dindan 16 vloaz (feulster, dramm, rev ha gerioù groz) / lec’hienn ofisiel (amerikan)

Stoker

Posted in Filmoù with tags , , on Mae 14, 2013 by geekezig

stokerDeiz he zriwec’h vloaz e varv tad India. Un darempred kreñv-tre a oa etrezo ha displijet a-walc’h eo ar plac’h yaouank o vevañ bremañ gant he mamm na anavez ket (anezhi) mat. Buan ec’h erru Charlie avat, breur kevrinus he zad. Tamm-ha-tamm e verzo e kuzh ur bern traoù…
Setu neuze film kentañ Park Chan Wook e diavaez Korea ar Su! Trist vefen bet o c’hwitout-se d’am soñj. Ar santad kentañ avat a oa dres memes hini hag am boa bet gant Thirst : brav-eston ar skeudennoù met pas ken dedennus an istor. Aze e weler traoù bet gwelet dija : darempredoù familh tort hag un asez tra doare Dexter (deskiñ mestroniañ enkrezioù feuls/muntr). Gwander skritur? Plijus-tre eo ar sonerezh (kalz piano, tonioù gant Philip Glass) hag e gwirionez bamus ar skeudennoù, ur sapre labour ‘zo bet graet gant skipailhoù ar c’hinklañ hag all.
An darvoudoù a dremen en ti peurvuiañ, un nebeut lec’hioù all a vo gwelet (lise India, ur motel…). E gwirionez ez eo efedus an aergelc’h met mankout a ra un draig evit bezañ dreistordinal : from?

El método

Posted in Filmoù with tags , , on Mae 9, 2013 by geekezig

el-metodoNec’het e oan e penn-kentañ El método, peogwir e vez gwelet an holl dudennoù asambles, troc’het ar skramm en un doare ne blije ket din. E gwirionez ne bad ket evel-just peogwir e tremen pep tra en ur sal emvod da c’houde.
Santet e vez a-walc’h eo diazezet ar film war ur pezh c’hoari met n’eo ket grevus kement-se, efedus e chom.
Seizh den a gemer perzh en un emgav tutañ en un embregerezh (a ijiner b/) vras evit ur post uhel. Buan e vo lâret dezho ez eus en o-zouez ur psikologour hag e vezont lakaet da ober poeladennoù a bep seurt (kavout piv eo, dilenn ur chef, difenn pep hini d’e dro e blas e istorioù…). Tamm-ha-tamm e vez skarzhet an dud neuze hag e starta ar “c’hoari”.
Un aergelc’h stenn-tre a zo ha c’hoant hon eus da c’houzout hiroc’h, da welet petra ‘vo ar poeladennoù o tont ha piv a “c’hounezo” (ar post). Spontus eo ha trellus war memestro ar mennozh ober seurt traoù evit tutañ…
Hegaset on bet un tamm gant an tu “sexy” (ha romantel) tro-dro da dudenn Nieves (a zo dispar e-pad tout lodenn gentañ ar film, betek fin an istor e-lec’h ma rankont skarzhañ unan en ur bed distrujet), evidon-me eo gwander ar film. An tu goap, merc’heta/paotreta na vefe ket ken pouezus ma c’hoarvezfe seurt emvod e gwirionez. Un tamm aes eo neuze me gav.
Ma, mod all on bet tapet penn-da-benn hag e kavan eo ur film teñval, kriz hag efedus-tre!

Ils désertent

Posted in Levrioù with tags , on Mae 8, 2013 by geekezig

ils-desertent

Ur romant berr eo Ils désertent. Heuliet e vez a bep eil ur plac’h yaouank a-walc’h (tro 30 moarvat) o kemer kargoù nevez en un embregerezh. Karget eo da skarzhañ un den kozh en deus savet an embregerezh hag a zo gwerzher paper-moger. Komprenet ho po e vo heuliet ivez an den-se. Ar pennadoù gant ar plac’h a zo dezrevell en eil gour unan ha reoù an den en eil gour liester. Dic’hortoz! Met n’eo ket displijus da lenn.
Gwelet e vo an div dudenn neuze o vevañ buhezioù digenvez ha trist, gouestlet d’o labour nemetken. Ur wech an amzer, sklaeraennoù, tammoù barzhoniezh pe entan (Baudelaire evitañ da skouer). Da vareoù all, dispi.
Spontus a-walc’h eo an aergelc’h labour diskrivet el levr (met gwirheñvel) ha gwir eo e lak da brederiañ war buhez an dud a vez ordin war an hentoù evit o micher…
Ar fin a zo un tamm re bozitivel marteze, un tamm re “ar sevenadur a saveteo an holl” met anzav a ran am eus kavet brav. Ul levr plijus da lenn gant un tamm ijin (evit an doare da gontañ) ha tudennoù a-feson. Ul levrig simpl marteze met efedus.

%d bloggers like this: