Le dernier ours
En abadenn Rêves et cris an hini ‘m eus klevet komz eus Le dernier ours. Hag ouzhpenn-se, ne oa ket dre ret e-touez an traoù a felle groñs din lenn. Kinniget e vez gant levraouegoù Roazhon e-touez al levrelioù a zo tu da amprestiñ ha graet ma soñj gwelet eus petra ‘oa kaoz! Ur romant o tremen en un dazont tost a-walc’h eo (2037), diazezet war emdroadur an endro evel ma c’hallfe bezañ. Tremen a ra an traoù er Greunland, ur rannvro eus Danmark. Ur skiantour eus zoo New Copenhagen a zo e soñj gwerzhañ genoù diwezhañ arzh gwenn ar bed, Anuri. Tremen a ra fall an traoù ha tec’hout a ra kuit Karen (“c’hoar” Anuri, ur plac’h a bare al loened) gant al loen ha daou grennard a sikour anezhi. Heuliet e vo ar skipailh padal e vez lakaet bec’h warno gant ar mediaoù ha renerien ar zoo.
Ur romant dudius ha dedennus eo Le dernier ours. Teñval ken-ken eo ar bed ijinet gant Charlotte Bousquet. Ur romant lusket mat-tre eo hag a lak da brederiañ war an ekologiezh en un doare n’eo na kentelius na netra. Ur romant a galite evit ar grennarded (hag ar re goshoc’h).
Mae 6, 2013 e 2:04 g.m.
N’am eus ket e lennet met klevet m’boa komz.
Ur mignon d’eus Polars Pourpres, levraoueger skol ivez, n’deus e lennet ha plijet eo bet. 4,5 c’hwibon, notenn mat-tre.
http://polars.pourpres.net/?aff-avi-3-pol_7121
An digarez ‘vidout d’en em enskrivañ da Bolars Pourpres ma faot dit, evit gellet votiñ, dre amañ. 😉
http://polars.pourpres.net/?act=aff&obj=vot&tab=4&pol_id=7121
Mae 6, 2013 e 2:51 g.m.
🙂
Un deiz all marteze 😉
(met prouiñ a ra kalite al levr d’am soñj!)
Mae 6, 2013 e 2:59 g.m.
An dastumad-mañ (Rageot Thriller) a seblant a galite.
Unan pe zaou ‘m eus b’ar gêr, dav vo din lenn unan… hag o frenañ ‘vit ar skolajidi marteze… 🙂
Mae 6, 2013 e 3:07 g.m.
Ya! Meur a hini eus an dastumad a zo war ma listenn traoù da lenn 😉
D’am meno eo mat kaout reoù er skolaj, ya!