Dielloù evit Ebrel, 2013

Le dernier ours

Posted in Levrioù with tags , , on Ebrel 30, 2013 by geekezig

ledernieroursEn abadenn Rêves et cris an hini ‘m eus klevet komz eus Le dernier ours. Hag ouzhpenn-se, ne oa ket dre ret e-touez an traoù a felle groñs din lenn. Kinniget e vez gant levraouegoù Roazhon e-touez al levrelioù a zo tu da amprestiñ ha graet ma soñj gwelet eus petra ‘oa kaoz! Ur romant o tremen en un dazont tost a-walc’h eo (2037), diazezet war emdroadur an endro evel ma c’hallfe bezañ. Tremen a ra an traoù er Greunland, ur rannvro eus Danmark. Ur skiantour eus zoo New Copenhagen a zo e soñj gwerzhañ genoù diwezhañ arzh gwenn ar bed, Anuri. Tremen a ra fall an traoù ha tec’hout a ra kuit Karen (“c’hoar” Anuri, ur plac’h a bare al loened) gant al loen ha daou grennard a sikour anezhi. Heuliet e vo ar skipailh padal e vez lakaet bec’h warno gant ar mediaoù ha renerien ar zoo.
Ur romant dudius ha dedennus eo Le dernier ours. Teñval ken-ken eo ar bed ijinet gant Charlotte Bousquet. Ur romant lusket mat-tre eo hag a lak da brederiañ war an ekologiezh en un doare n’eo na kentelius na netra. Ur romant a galite evit ar grennarded (hag ar re goshoc’h).

TPB AFK The Pirate Bay Away From Keyboard

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Ebrel 30, 2013 by geekezig

tpbafkO klask adtapout an dale spontus ‘m eus gant podcast Ecrans.fr em eus sellet ouzh an abadenn e-lec’h ma oa pedet Mar_Lard (kuzuliañ a ran c’hoazh mont da lenn he zeuliad e ken kas n’ho pefe ket graet!). E penn-kentañ an abadenn ez eus kaoz buan-ha-buan eus TPB AFK ha seblantet en deus dedennus din. Bet on neuze d’e sellet war lec’hienn Arte pe al lec’hienn ofisiel (met sur on ez eus tu da gavout ivez e lec’h all evel-just… ^^)
Ar film a ginnig heuliañ ar prosez a zo bet graet da dri faotr al lec’hienn The Pirate Bay (ul lec’hienn a ginnig liammoù BitTorrent a-benn pellgargañ traoù) gant embregerezhioù bras ar sinema amerikan (e 2008) : Peter Sunde, Fredrik Neij ha Gottfrid Svartholm Warg. Lodennoù prosez ha lodennoù kaozeadennoù maez prosez a vez gwelet goude ar prosez e vo tri den tamallet (unan all a zo, pevar a zo bet kondaonet) oc’h ober galv, se vo heuliet un tamm ivez.
N’eo ket fall ar film ha kinnig a ra gwelet en-dro traoù a oa bet kaoz eus outo er bloavezhioù tremen. Ar pezh a zo, evel ma lâr Peter Sunde en e ali diwar-benn ar film ez eus bern traoù a vank. Brav eo ar skeudennoù ha savet kentoc’h mat ar film memes tra, evel ur film prosez/thriller a-feson!
Dedennus ‘m eus kavet selaou ar c’helenner skol-veur a zo bet test evito da skouer, pe an nebeudig diwar-benn Carl Lundström (ar pevare den barnet) a oa lodenn ekonomikel an afer hag a zo bet e-pad pell e-barzh strolladoù eus an tu dehou pellañ e Sveden war a seblant. Gottfrid a chom kevrinus-tre peogwir ne vez ket gwelet ken goude ur mare, padal e vez santet traoù dedennus liammet gant WikiLeaks da skouer. Re a draoù a vez meneget hepken evidon ha laouen on bet neuze gant ar sistem LinkLib (bet savet evit ar poellgomzerioù da gentañ met ar “second screen” war an urzhiataer a ya mat-tre en-dro ivez) a zo bet savet evit ar film (gant liammoù davet pennadoù o tont war-wel a-feur ma ya war-raok ar film), evel-se ‘m eus dizoloet ali Peter Sunde da skouer. Dedennus-tre eo an ostilh-se, skipailh Arte n’en deus ket dibabet dre ret memes liammoù ha Simon Klose sevener ar film hag an holl a c’hall kinnig liammoù all e yezhoù a bep seurt.
Flattr ‘m eus dizoloet ivez a-drugarez d’ar film. Ret ‘vo din klask un tamm hiroc’h war-se!
Ma, ur film skignet ha treuzkaset en un doare speredek hag a ro c’hoant da c’houzout hiroc’h war kant tra met ar film e-unan n’eo ket dre ret eus an dedennusañ tout, re verr marteze. Mat eo da welet forzh penaos hañ, met sioù en deus anat.

Ooooh, nag a zanvez evit pennadoù wikipedia e Brezhoneg amañ 😀

The Perks of Being a Wallflower

Posted in Filmoù on Ebrel 6, 2013 by geekezig

The-Perks-of-Being-a-WallflowerThe Perks of Being a Wallflower en deus plijet din ar muiañ e-touez an tri film gwelet er c’harr-nij. Daoust din kavout en deus sioù, da skouer kalz re a brantadoù liammet gant sonerezh, ec’h anzavan e klot mat gant an aergelc’h krennard a zo en istor. Plijus-tre eo an haroz hag un toullad temoù start/sirius a vez gwelet. Ur film kizidik eo ha brav met sur on en defe plijet muioc’h din m’am befe e welet pa oan krennardez ivez!

Hitchcock

Posted in Filmoù on Ebrel 6, 2013 by geekezig

HitchcockEil film gwelet er c’harr-nij. Souezhet e oan bet o welet e oa ur film diwar-benn Hitchcock met aon em boa bet ha ne oan ket bet d’ar sinema ^^
Ar film a ginnig ur sell un tamm dic’hortoz war ar sevenour peogwir e vez gwelet kalz e wreg a-benn ar fin hag e tremen pep tra da vare Psycho (ar raktres, ar filmañ ha just war-lerc’h).
Dudius ha kentelius ‘m eus kavet peogwir ne ouien ket an hanter eus an traoù a vez kontet (studiet ‘m eus ar sevener e-pad ur c’hwec’hmiziad er skol-veur ha lennet un toullad levrioù diwar e benn memes tra) met na welan ket mat ar pal… Ur film a vez ankouaet buan ‘m eus aon, daoust din bezañ bet bamet a-walc’h gant an aktourien.

Silver Linings Playbook

Posted in Filmoù on Ebrel 6, 2013 by geekezig

silver linings playbookUn toullad filmoù nevez a oa kinniget er c’harr-nij ha dibabet ‘m eus sellet ouzh Silver Linings Playbook. Klasket em boa mont d’e welet er sinema met ne dremene ket d’an eurioù mat e saozneg neuze ne oan ket bet. Un istor karantez eo, un doare komedienn romantel met gant tudennoù un tamm digempouez e-keñver bred. Ur mennozh plijus a-walc’h me gav. C’hoarzhet ‘m eus da vareoù zo met kavet ‘m eus hir-hir! Ouzhpenn-se ec’h echu en un doare klasel-tre evit seurt film (padal e soñje din marteze e c’hoarvezfe traoù un tamm dic’hortoz). Anzav a ran ‘m eus tremenet ur prantad plijus met na welan ket penaos en deus gallet gounit kement a brizioù hag ober kement a verzh…

Retour à Killybegs

Posted in Levrioù with tags , , on Ebrel 6, 2013 by geekezig

retour-a-killybegsSetu a-benn ar fin heuliad Mon traître ! Un tamm hir ‘m eus kavet ar penn-kentañ gant eñvorennoù bugaleaj Tyrone. Daoust dezho seblantout gwir e oa re heñvel eus traoù bet gwelet dija (e filmoù pe levrioù all). Dedennusoc’h on kroget da gavout adalek an hanter tamm-pe-damm, d’ar mare ma teu e vab d’e weled. Fromus-tre. Goude-se e oa prantadoù en toull-bac’h da vare 1980, gant skeudennoù a lak da soñjal e Hunger da skouer. Un toullad lodennoù fromus a zo el levr (ar prantad er c’harr-nij o vont da b/Pariz o vezañ an hini gwashañ tout moarvat, ur wech ma komprener petra c’hoarvez) met n’on ket deuet a-benn d’e gavet ken kreñv ha dedennus ha Mon traître. Ul levr mat eo, anat met n’eo ket ken strakus ha dibar.

%d bloggers like this: