Brütal Legend / skrivet gant tornoz evit kenstrivadeg 3 bloaz SaG

Ar pennad-mañ a zo bet savet evit kemer perzh er genstrivadeg aozet gant ar blog Soubenn ar Geek. N’eo ket ur pennad diwar-benn ur bladenn, anat deoc’h, met n’eo ket ar sujed estren d’ar blog-se kennebeut dre m’eo liammet-tre ar c’hoari gant bed ar metal.

Brütal Legend a zo ur c’hoari diorroet gant Double Fine hag embannet gant Electronic Arts. Ar studio a oa anavezet dreist-holl evit c’hoarioù evel Psychonauts, Costume Quest pe Stacking, hag embannet o deus The Cave nevez ‘zo.

Ur c’hoari METAL

Anavezet eo ivez ar c’hoari evit bezañ bet krouet gant Tim Schaffer, en deus savet meur a c’hoari pa oa o labourat e LucasArt, Full Throttle en o zouez, ur c’hoari «biker» war ton hard-rock ha marc’h-tan.
Ha just a-walc’h, adkavet e vo tamm-pe-damm ar memes aergelc’h «rock» (met kalz «metaloc’h») e Brütal Legend. Sklaer eo adalek ar skeudennoù (hag ar sonioù) kentañ : Brütal Legend a zo ur c’hoari graet evit selaouerien metal, ar re az a da festivalioù gant o ranjo’, a selaou ouzh Slayer en oto hag o deus un dastumadeg vras a t-shirtoù strolladoù anavezet gant den ebet.
Ur bern guests a zo er c’hoari, evit ar mouezhioù kement hag evit an neuz. Jack Black a eilmouezh an haroz, hag adkavet e vo ivez mouezh ha neuz Lemmy (Mötorhead) pe Ozzy Osbourne, mouezhiet gant an dud gwir, evel-just !

Ar c’hoari a zo bet e-pad pell war XBox 360 ha PS3 nemetken met deuet eo er-maez nevez ‘zo war Steam (war Windows hepken, met en ur anavezout Double Fine e vo marteze lakaet war GNU/Linux ha Mac ivez (Psychonauts ha The Cave a zo lies-savenn bremañ)).

…met ur gameplay dizingal

Ar meuz pennañ a zo dic’hortoz ha plijus-tre, ne “spoilin” ket, deoc’h da gaout ar souezhadenn met dija aze em boa soñjet «waaaaaa». Gwellañ digoradur ever, d’am meno.
Evit diverrañ an istor : c’hoari a rit perzh Eddie Riggs, ur roadie a zo kaset dre un darvoud iskis davet ur bed faltaziek awenet gant hollved ar metal. Kavout a raio buan ur vouc’hal hag ur gitar tredan gant galloudoù souezhus. Eno e kejo gant Ophelia, Lita ha Lars, un doare viking Manowar badass a glask enebiñ ouzh un droukspered a lak da sklav mab-den.

Evit ar pezh a-denn ouzh ar gameplay eo ur meskaj a kalzig a draoù :

Ul lodenn beat them all a zo pouezus a-walc’h, gant un niver dereat a g/combos, a vez graet gant ar vouc’hal pe ar gitar tredan, ha gant gwelladennoù da brenañ evit kreñvaat an dudenn. Klasel a-walc’h eo met efedus.

Ul lodenn all a zo ar c’hostez «redadeg», dre ma tremen lodennoù ‘zo en «Deusc», un doare buggie a c’heler kustomizañ. Tout-se a dremen en ur bed digor (setu perak ez eus ezhomm eus ur c’harr-tan, evit gellout beajiñ buanoc’h) gant un niver bras a-walc’h a gestoù a-gostez (side quests). Met aze e krog da vezañ un tamm falloc’h an traoù… Ar c’hestoù-se, daoust da vezañ ur mennozh mat a zo randonus-tre, un nebeud patromoù disheñvel a zo, hag adlakaet int un tamm pep lec’h war ar gartenn. Ur wech e c’hall bezañ fentus (ha c’hoazh, unan anezho a zo “lazhañ ur strollad enebourien”, n’eo ket awenet-tre…) met goude ur pennad eo pounner a-walc’h ha dilezet e vez ar c’hestoù-se evit ober al lodenn pennañ, a zo dedennusoc’h, memes tra.

Er kest pennañ neuze ez eus un trede ha diwezhañ doare gameplay : ar strategiezh. Emdroadur al lodennoù-se az a tamm-ha-tamm met er fin eo ur c’hrogad 1vs1, gant ul «leurenn» eus pep tu eus an dachenn, ha «fan geysers» dasparzhet, a servij evel mammennoù energiezh (“arc’hant” evit krouiñ unanennoù). An unanennoù a vez kaset da dagañ an enebour evel-se, hag an haroz a fiñv a-drugarez d’e divaskell (evit kaout ur sell hollek + mont buan) hag a c’hell kennerzhiñ e unanennoù pe kas mallozhioù d’ar strollad enebour.

Ar mod-se n’eo ket re fall met ar santimant a vez bezañ dirak un doare is-c’hoari strategiezh (e gwirionez, ar santimant-se a vez en 3 gameplay, un tamm…) hag ar strategiezhoù disheñvel n’int ket anat da gavout… (ha peurvuiañ eo trawalc’h c’hoari en un doare droch hep prederiañ, ar pezh a zo domaj…)

An diaester a zo meret mat a-walc’h, met berr eo ar c’hoari ma ne vez ket graet ar c’hestoù a-gostez (ha n’o deus ket kalz a interest, war-bouez un nebeud re…).
Ar sonerezh a zo dreist, evel ma c’helloc’h ijinañ. Savet eo 100% gant tonioù Metal, eus an Hard Rock d’ar black metal (al listenn glok a zo tu kavout aze). Ha me lâr deoc’h, flastrañ zombied pe pourmen en oto en ur selaou da v/Manowar, Accept pe c’hoazh Enslaved ha Dimmu Borgir a zo plijus-tre ! Ouzhpenn da se, daoust d’ar grafismoù bezañ un tamm kozh d’ur sav-poent teknikel eo brav a-walc’h memes tra pa seller ouzh ar gweledva.­

Un dra blijus e-keñver an neuz a zo dic’hortoz un tamm eo ‘n eus kazi HUD ebet (an HUD a zo an titouroù a vez gwelet war ar skramm c’hoari). Evel-se e ra un tamm doare sinema ha n’eo ket displijus tamm ebet. Al live buhez a zo “Halo-like” (ruz e teu da vezañ ar skramm pa ‘z eo izel ar vuhez hag adkreskiñ a ra e-unan) ha tu zo sellet ouzh an titouroù dre ar meuzioù.

Evit klozañ…

Brütal Legend a zo ur c’hoari plijus dre e aergelc’h, e daveoù, e fent hag e istor, met gant ur gameplay a glask ober un tamm re hag a zo un tamm dipitus. N’eus ket harzhet ac’hanon ober tri c’hard ar c’hoari e kerzh un devezh koulskoude, ha plijus ‘m eus kavet memes tra, met anat n’eo ket graet evidoc’h ma n’oc’h ket sot gant bed an heavy metal. Aliañ a ran ar c’hoari-se memes tra, n’eo ket ker-tre (tu zo tapout anezhañ e-pad un distaol Steam d’ar gwashañ…) ha Double Fine a zo ur studio a ranker sikour ! (ur Brütal Legend 2 a vefe tu kaout ‘zoken !) Gwelloc’h eo memes tra implij ur gamepad evit c’hoari. (azasaet eo evit al logodenn, hañ, met soñjet eo bet evit ar pad memes tra…)

Trugarez da d/tornoz, trede kenstriver! Kit da lenn e vlog, ha kavit ar pennad orin amañ

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: