Black Books – bloavezh 1 / skrivet gant Korn an dudi evit kenstrivadeg 3 bloaz SaG

Ur pennad ispisial un tamm ar wech-mañ, n’eo ket en e stumm met peogwir ez eo bet skrivet IVEZ (ha n’eo ket hepken, ‘vel-just) gant ar soñj kenstrivañ da geñver deiz ha bloaz ar blog Soubenn ar geek (gwelet amañ). Ra ma vevo pell c’hoazh !

Black Books a zo ur stirad fent saoz bet krouet e 2000 gant Dylan Moran ha Graham Linehan evit Channel 4.
Tri bloavezh a zo hepken, siwazh, gant nebeut a rannoù (6 dre vloavezh), ha rannoù berr war ar marc’had (26mn).

E Bro-C’hall eo tremenet ar stirad war Canal + a-hervez met n’am boa morse klevet komz d’eus Black Books a-raok amprestiñ an DVD er vediaoueg, goude bezañ bet aliet groñs d’e sellet gant ul levraouegerez (trugarez dezhi evit hec’h alioù fur).

Bernard Black (c’hoariet gant Dylan Moran) a zo ur werzher-levrioù. Plijout ‘ra kalz dezhañ al levrioù met ne c’houzañv ket ar pratikoù a gred dont d’e zirenkañ ! Sikouret e vez en e stal gant Manny (Bill Bailey), an hini nemetañ a labour ‘benn ar fin. Tremen ‘ra ivez alies Fran (Tamsin Greig), ur vignonez da Vernard.

Lâret ‘ran deoc’h diouzhtu, ur fan eus Black Books on bremañ ha kavout a ran dipitus ne vije ket bet kendalc’het pelloc’h gant ar stirad, ken fentus ma ‘z eo.

Morse n’en deus ur stirad graet evit bezañ fentus graet din c’hoarzhin kement. C’hoarzhadennoù diroll am bez seul wech ma welan ur rann, ha ranket ‘m eus lies gwech lakaat an DVD war ehan, amzer adkavout ma alan un tamm ha chom hep mervel gant ar c’hoarzh. Pa oan o chom en ur ranndi ne greden ket kregiñ da sellet unan re ziwezhat gant an aon direnkañ an amezeien !


Diaes eo dija termenañ ar fent dre vras. Hini Black Books a zo liesseurt a-walc’h ouzhpenn-se. Fent du a zo un tamm, Bernard Black o vezañ dengasaour ha kinek, hogen fent droch a zo dreist-holl, fent saoz hag emsiv, un tamm giz hini ar Monty Pythons da skouer. E pep rann e c’hoarvez traoù droch hag en em gavout ‘ra an tudennoù e degouezhioù dibosupl, pe abalamour d’ar re a alkool lonket pe d’ar re a c’hevier livet, pe d’ar merc’heta/paotreta, hag all hag all…
N’eus nemet un dra a zisplij din e Black Books : ar c’hoarzhoù enrollet. N’am eus biskoazh gellet o c’houzañv, e mod ebet. Met amañ da vihanañ e c’hoarzher a-gevret gant ar c’hoarzhoù, ar pezh n’eo ket gwir atav, pell ac’hann.

Me lâr deoc’h, ma plij deoc’h c’hoarzhin, n’am eus ket kavet gwelloc’h ‘vit Black Books ‘vit en ober a-leizh kof, goude un devezh-labour tenn pe evit cheñch mennozhioù pa vezer o vagañ soñjoù du.
Ha kredit ac’hanon, dañjerus eo klask debriñ pe evañ an disterañ tra/banne o sellet ur rann : mougañ a rafec’h buan. Skiant-prenet ha bevet.

Ar rann gentañ, e saozneg, a c’heller kavout da welet war Youtube, amañ dindan, deoc’h da gaout un tañva.


Trugarez da g/Korn an dudi, kentañ kenstriver! Kit da lenn e vlog, ha kavit ar pennad orin amañ.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: