Cloud Atlas

cloud_atlasCloud Atlas a zo e gwirionez ur film iskis. D’am meno e tisplijo da galz tud. Ha tud all, eveldon, a gavo brav eston. Met n’on ket sur perak, n’on ket gouest da zisplegañ dres evit petore abeg.
Cloud Atlas a gont istorioù tud tonket da gejañ en-dro, a-dreuz an amzer. Heuliet e vo un den e 1849, unan all e penn-kentañ an XXvet, unan all c’hoazh er bloavezhioù 70, unan hirie an deiz ha reoù en dazont. A bep eil e vo gwelet ar mareoù/tudennoù disheñvel ha tamm-ha-tamm e vo savet o istor. E gwirionez e oan bamet rak ur santad n’am boa ket bet abaoe pell : c’hoant am boa da c’houzout hiroc’h dre ma n’am boa tamm mennozh ebet da belec’h oa an traoù o vont.
Entanet e oan ivez gant pegen dieub e vez laosket ar seller da ijinañ traoù tro-dro (petra ‘zo c’hoarvezet etre 2012 ha 2144? Petra ‘zo c’hoarvezet goude 2144?)
Ur sapre labour a zo bet graet e keñver efedoù ispisial, met ivez ha dreist-holl e keñver fardañ ha gwiskañ, peogwir e vez kavet memes aktourien da bep mare, o c’hoarioù perzhioù a bep seurt. Traoù zo a ra iskis (pe vil zoken) evel-just met un doare c’hoari e teu da vezañ evit ar seller, divinout piv eo an aktour dindan ar fardaj. Traoù zo, rebechet d’ar film (perak chom hep implijout aktourien aziat evit lodenn 2144?) a roe ur ster d’an istor : kendrec’het e oan e oa un doare da ziskouez pegen vil e oa ar “pure-blood” deuet da vezañ ha braventez ar c’hloned en ho c’hichen. Ma…
An istorioù ha mareoù n’int ket holl ken dedennus (anat deoc’h en deus plijet din istor romantel-kenañ ar sonaozour a-raok an eil brezel bed, pe hini Neo Seoul neuze), tonioù disheñvel ganto (hini 2012 zo leun a fent droch da skouer). Ul laz-film iskis-kenañ met leun a ijin. N’ouzon ket hag eñ eo ret klask ur c’hemenn er film. An tonkadur, memes tud o vevañ a-dreuz ar c’hantvedoù. Pouez ivez an arz evel doare da stourm, da lakaat war-wel an denelezh. Anat ez eus preder ha danvez prederouriezh er film, met n’eo ket pouezus pe pal brasañ ar film evidon. (Ha zoken ez eus peadra da vezañ dipitet ma klasker re, rak klasel-kenañ e chom an traoù). E gwirionez n’am eus nemet ur c’hoant bremañ, lenn al levr da welet ma ‘z eus traoù all da zizoloiñ/kompren diwar-benn istor Cloud Atlas! ^^

Advertisements

2 Respont to “Cloud Atlas”

  1. Iskis eo ar film, n’ouzon ket penoas eo al levr met an istor m’eus kavet “plan plan” awalc’h. Memes istor ‘vez kavet tamm pe damm en testamant kozh. met brav eo da selout.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: