L’équipe anglaise

lequipeanglaiseBuan-ha-buan em boa gwelet al levr-se en ur stal levrioù e miz Genver ha soñjet “sell ‘ta, perak ket!” seblantout a rae dudius a-walc’h, o kontañ buhez ur strollad Gallaoued yaouank e Londrez. Ha se eo, anat, met n’eo ket gwall zudius. Santet e vez ur youl da gomz diwar-benn traoù heverk (bombezenn ar 7 a viz Gouere 2005 e metro Londrez da skouer) met traoù all a zo just aze evit leuniañ pajennoù a gav din. Hegaset on ivez peogwir e ouian mat eus peseurt rummad tud emañ o komz, gant peseurt oberennoù eo bet levezonet (menegiñ a ra anezho e-unan el levr) : dres memes reoù ha me. Daoust ha ret eo neuze skrivañ dre ret un istor gant ur strollad paotred wenn, eus ur metou kentoc’h pinvidik, desket, merc’hetaerien a gemer dramm? Marteze on re gozh bremañ met na welan ket mat pal seurt levrioù. Displijus eo an tudennoù (pa zeuer a-benn da c’houzout mat piv eo pep hini e gwirionez), an darvoudoù n’int ket dedennus ha n’on ket gouest da lârat deoc’h ma c’hoarvez tra-pe-dra e boest noz “l’équipe anglaise” (sañset da vezañ al lec’h e lerc’h ma fell dezho mont, dont a reont a-benn da vont enno e-kreiz al levr). Duañ paper…

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: