Hotaru

hotaruTsubaki, merc’h Yukio (merc’h vihan Mariko ha Kenji neuze) a vo heuliet un tammig e Hotaru, peogwir e kont he mamm-gozh dezhi (goude darvoudoù Tsubame) penaos eo bet “tapet” gant an aotrou Horibe, pa oa 15 vloaz ha sekredoù all e Nagasaki.
N’ouzon ket hag-eñ ez eus bet tud o soñjal eveldon, pe m’he deus santet ar skrivagnerez ne oa ket bet jentil-tre gant tudenn Mariko a-raok met aze eo splann n’eo ket gwir ken ar santad “na gavan ket anezhi dedennus” ! An aotrou Horibe a dremen avat evit un den euzhus penn-da-benn.
E gwirionez e teu da vezañ ur blijadur tort gouzout pep tra ha gwelet petra oar pe na oar ket tudenn-mañ tudenn eus an holl sekredoù a liamm anezho.
Fentus eo ivez e komzfe an tudennoù diwar-benn ur film gant un istor karantez etre breur ha c’hoar e-kerzh al levr (da beseurt mare e tremen se keñveriet gant fin Tsubaki?!) a glot mat ivez gant ar pezh am boa santed o lenn al levr kentañ! Hag awenet e vefe bet ar skrivagnerez gant Old Boy neuze? ^^ (embannet e oa bet al levr kentañ e 2005, ar film e 2003… Ha ya ya, me oar e oa diazezet war ur manga, met n’em eus ket e lennet >< Laoskit ac’hanon da gaout ma zeoriennoù!)
Ma, ur c’hlozadur a-feson evit ur rummad brav a vez lennet buan-buan. Heuliañ a rin peurrest oberenn ar skrivagnerez-mañ.

Advertisements

Ur respont to “Hotaru”

  1. […] en dizurzh digudenn (e gwirionez e c’haller ober kemend-all gant levrioù Le poids des secrets d’am soñj). Ma! Amañ e vez heuliet un tad a diegezh en deus divizet kuitaat e embregerezh […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: