Tsubame

tsubameTsubame a ginnig heuliañ c’hoazh un dudenn all eus rummad Le poids des secrets, mamm Yukio ar wech-mañ. Da gentañ pa oa bugel hag he deus bevet krenn-douar bras 1923. D’ar mare-se e oa bet lakaet kalz a vec’h war Koreaniz, ar gouarnamant oc’h atizañ kasoni an dud en ur lârat e oa bet ampoezonet an dour gante da skouer. (Lazhet ez eus bet ur bern, sokialourien japanat ivez, an holl a glaske stourm un tamm eus politikerezh trevadenniñ Japan d’ar mare-se a-benn ar fin)
Aze e vez merzet penaos e oa bet degemeret hi gant katoliked dija d’ar mare-se (ar pezh a c’hoarvezo ivez “goude”, ur wech ganit Yukio, evel em boa bet tro da lavarout).
War-lerc’h o vo gwelet plac’h kozh, o vevañ gant Yukio hag e familh e Kamakura. Pa voe diskoachet ur bern korfoù Koareaniz eus mare ar c’hrenn-douar bras…
Ar wech-mañ ez eus preder war an identelezh, koll roud (h)e yezh/(h)e familh/(h)e (b/)vro…
Dedennus bepred, daoust din kavout n’eo ket Mariko an dudenn blijusañ (kevrinus e oa el levrioù a-raok met ur wech komprenet piv e oa… Fromus eo hec’h istor met n’on ket bet ken tapet marteze). Emañ dibenn ar rummad o tostaat, argh!!

Advertisements

2 Respont to “Tsubame”

  1. […] Kenji neuze) a vo heuliet un tammig e Hotaru, peogwir e kont he mamm-gozh dezhi (goude darvoudoù Tsubame) penaos eo bet “tapet” gant an aotrou Horibe, pa oa 15 vloaz ha sekredoù all e […]

  2. […] distag hag en dizurzh digudenn (e gwirionez e c’haller ober kemend-all gant levrioù Le poids des secrets d’am soñj). Ma! Amañ e vez heuliet un tad a diegezh en deus divizet kuitaat e […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: