The Raid

TheRaidThe Raid a oa bet kalz kaoz eus outañ warlene e-pad an hañv hag ur sapre film birvilh e seblante bezañ.
Evel-just n’hallin ket lârat n’eo ket dudius ha savet mat kenañ an emgannoù.
Ar pezh am eus kavet dipitusoc’h avat a oa an istor (goulo mik) hag an nebeud traoù gwirheñvel a-benn lakaat da welet stiloù emgannoù a bep seurt (“perak ta n’eus laosket e armoù en doa bremaik hag a oa efedus?” pe traoù a seurt-se).
N’eo ket displijus tamm ebet (estreget marteze ar c’hamera un tamm o krenañ re a-wechoù, Parkinson style!) met arabat klask preder e-barzh, anat deoc’h.

Advertisements

4 Respont to “The Raid”

  1. Siwazh… aet on skuizh gant ar filmoù “arvestoù emgann” hepken, goullo o senariooù. Tennañ a reont d’ar filmoù hudur.

    • Mmmh, ar pezh a zo torr-penn gant The Raid eo vez santet ur youl da gaout traoù sañset fromus ha tout (breur an haroz a zo e-touez ar strollad drouk da skouer) met ne vez ket tennet gounid eus an traoù-se me gav.
      Lennet am eus ur bern pennadoù a gave just a-walc’h e oa deuet brav ha ne oa ket goulo mik ar film. Ma. Marteze e oan o klask re a draoù?
      N’afen ket ken pell ganti avat :p
      Mat eo gouzout e oa ur film gant nebeut a arc’hant ha ne oa ket tamm ebet ar raktres a felle d’ar sevener ober. Da welet e raktres “gwirion” neuze! (gant ur senario hiroc’h ‘michañs!)
      A-benn ar fin e ra un tamm film pleustriñ pe studier pa soñjer (a live uhel kenañ evel-just).

      • Ma, ne oa ket dre ret diwar-benn ar film-se e oan o kaozeal. En ur lenn da varnadenn avat e soñje din e oa evel ar filmoù a raen anv anezhe. Un nebeud arvestoù gant divizoù goullo ha ken skañv all ar boued hag etre ar meuzioù goular-se arvestoù emgannañ lipet brav pe vravoc’h. Pa soñjer mat eta e tennont d’ar filmoù X. Er memes doare e vezont fardet : nebeut a arc’hant, nebeut a zanvez, nebeut a aktored wir, ha lakaet pep tra en troioù ouesk, ma c’hallan lâret.
        Mar em bez tro e klaskin gwelet ar film-mañ hag e lârin ma soñj dit 😉

  2. Ya ya anat!
    N’eo ket sot ar geñveriadenn, un tamm kriz e kavan evit ar film-mañ avat 😉
    Mat, te lâro din neuze!!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: