EVA

evaUr film skiant-faltazi spañol eo EVA. Tremen a ra en un dazont, heñvel a-walc’h eus ar bed a-vremañ met gant robotoù (loened bihan, servijourien). Heuliet e vez ur paotr, Alex, barrek-kenañ met dilezet ar bed-se gantañ pell zo, a zo galvet da glask ober war-dro ur raktres krouiñ ur bugel-robot. Awenet eo gant ur plac’hig fentus, Eva, hag a zo e nizez e gwirionez. Merc’h e vreur hag ur skiantourez a genlaboure gantañ pell ‘zo (ouzhpenn kenlabourat a raent, anat…).
Sioul eo lusk ar film ha dieub a-walc’h eo ar seller da santout ar bed deskrivet evel en deus c’hoant. Personel-tre eo an traoù peogwir e vezont gwelet dre sell Alex. N’eo na luziet, na pounner an aergelc’h, ha daoust ma vez divinet a-walc’h an twist fin e chom fromus-tre. Ur film dedennus diwar-benn an naouegezh artifisiel. Na ro respont ebet, met ur sell kizidig ha peadra da voueta preder. (Kuzuliañ a ran neuze ar film-se kentoc’h evit film Spielberg war ar memes dodenn… 😉 )

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: