Dielloù evit Meurzh, 2013

Ezvezañs

Posted in Stlabez with tags on Meurzh 22, 2013 by geekezig

Mont a ran kuit da veajiñ e-pad ur miz setu ne lakin ket pennadoù alies dre amañ (na war klet er gêr, klet e kêr met se n’eo ket ispisial… ><) na kostez twitter pe tumblr. Klask a rin tremen da lakaat ma ali war levrioù lennet en tren pe filmoù gwelet er c’harr-nij met ne vo ket kalz tra moarvat ha dizingal an embann marteze. Na vezit ket nec’het!
Ma fell deoc’h lenn traoù all avat, e vo tu deoc’h mont da welet dre aze
Ken ar c’hentañ tro!

Le tableau

Posted in Filmoù on Meurzh 22, 2013 by geekezig

Le TableauUr film bevaat gall adarre! Le tableau ar wech-mañ. Klasel a-walc’h ivez, gant istor tudennoù un daolenn o vont da glask war-lerc’h o livour. Er penn-kentañ e vez gwelet ur bed gant dizingalded spontus, etre ar re “livetout”, ar re “ketechu” hag ar re “brouilhoñs” (toupins, pafinis ha reufs e galleg).
Ur strolladig tudennoù a zaio a daolenn da daolenn neuze. A-benn ar fin e kavfont un diskoulm hag a cheñcho pep tra en o bed orin. Lola, an harozez, a fello dezhi mont un tammig pelloc’h c’hoazh.
Simpl-kenañ eo an istor ha n’eo ket arabadus a-drugarez d’ar sistem “cheñch taolenn” (evel e filmoù doare Last action hero, La rose pourpre du Caire hag all). Brav eo al livioù ouzhpenn, domaj eo e vefe kement a draoù 3D, a dorr un tamm an tu “livadenn”.
Un tamm simpl eo ivez ar gemennadenn (tud pinvidik drouk) hag an diskoulm met mat eo evit bugale.
Ur film dedennus ha plijus da sellet, met gallet en defe bezañ un tamm gwelloc’h c’hoazh me ‘zo sur! ^^

Ernest & Célestine

Posted in Filmoù with tags , , , on Meurzh 22, 2013 by geekezig

ErnestEtCelestineUn tamm tort eo bet an traoù met deuet on a-benn da welet Ernest & Célestine er sinema a-benn ar fin. Meur a wech e oa bet meneget e listennoù “gwellañ traoù” 2012 e-touez ar gwellañ filmoù bevaat neuze e felle din gwelet petra ‘oa kaoz memes tra!
Ma zoc’h tud a-zoare, e ouifec’h eo Ernest & Célestine ur rummad levrioù evit ar vugale. Me na ouien ket! Senario ar film a zo bet savet gant Daniel Pennac ha meur a hini a soñjo e vez santed da vareoù zo.
Ma, petra eo Ernest & Célestine? Un istor “klasel” mignoniezh/karantez etre daou voud eus bedoù sañset chom disrann. An arzhed, e-krec’h, hag al logod, en traoñ !
N’eus dispac’h ebet da glask hañ, ur film bevaat evit ar vugale eo (gant fent a-vil-vern hag all), koant eo ha brav-eston ar bevaat… Ur film bevaat da guzuliañ d’an holl!

Kenstrivadeg 3 bloaz Soubenn ar Geek : disoc’hoù !

Posted in Stlabez on Meurzh 19, 2013 by geekezig

Tro ho peus bet da lenn an tri fennad a zo bet kaset evit kemer perzh er genstrivadeg! Trugarez d’an tri c’henstriver 🙂
(n’eus bet plac’h ebet o kemer perzh, trist on >< ha blougourien hepken ouzhpenn! *huanadenn*)
Fentus ‘m eus kavet ivez, peogwir n’eus bet pennad ebet diwar-benn an traoù “aesañ” (pe boutinañ)  : levrioù pe filmoù!
Met mod all eo bet kempouez an traoù, ur pennad e pep rummad !
Ma. O c’hortoz an disoc’hoù emaoc’h, hañ?

Anzav a ran on chomet un tamm da brederiañ… Pennad Korn an dudi en deus plijet kalz din (marteze peogwir e plij din ar stirad?!), hini ar c’hantread a gaven skañvoc’h evit an daou all met me ma-unan a oar n’eo ket anat komz diwar-benn ul levr bannoù-treset (nebeutoc’h a draoù a zo da lârat keñveriet gant ur c’hoari video da skouer 😉 )
Neuze, petra ober? Ma, komprenet ho peus, n’on ket deuet a-benn da zibab unan da briziañ muioc’h evit an daou all setu… rampo paotred! ^^

Korn an dudi ur stirad e-touez an tri meneget e reolennoù ar genstrivadeg
Ar c’hantread ul levr BT e-touez an tri meneget ____________________
Tornoz ur c’hoari e-touez an tri meneget _________________________

Daoust ha tu ‘zo din lakaat ur reolenn nevez evidoc’h ho tri : embann un evezhiadenn amañ diwar-benn ar pezh ho po dibabet (ur wech sellet/lennet/c’hoariet) marplij ? (Pe skrivañ ur pennad ma fell deoc’h!)
Laoskit un evezhiadenn pe/ha kasit ur postel ivez geekezig[a]gmail.com evit lârat petra ho po dibabet hag o chomlec’h evit kas (pe ul lec’h/mare evit kaout emgav ^^)
Ma digarezit avat, moarvat e kasin ar profoù (al levr BT ha stirad d’an nebeutañ) gant dale peogwir ne vin ket er vro e-pad ur miz ^^ Met ober a rin en ur zistreiñ, kas a rin keloù deoc’h evel-just (amzer ho peus neuze da ober ho soñj diwar-benn ar prof evel-se).

Gourc’hemennoù deoc’h ha ken ar c’hentañ evit kenstrivadeg ar 1000vet pennad!!

Brütal Legend / skrivet gant tornoz evit kenstrivadeg 3 bloaz SaG

Posted in C'hoarioù video on Meurzh 19, 2013 by geekezig

Ar pennad-mañ a zo bet savet evit kemer perzh er genstrivadeg aozet gant ar blog Soubenn ar Geek. N’eo ket ur pennad diwar-benn ur bladenn, anat deoc’h, met n’eo ket ar sujed estren d’ar blog-se kennebeut dre m’eo liammet-tre ar c’hoari gant bed ar metal.

Brütal Legend a zo ur c’hoari diorroet gant Double Fine hag embannet gant Electronic Arts. Ar studio a oa anavezet dreist-holl evit c’hoarioù evel Psychonauts, Costume Quest pe Stacking, hag embannet o deus The Cave nevez ‘zo.

Ur c’hoari METAL

Anavezet eo ivez ar c’hoari evit bezañ bet krouet gant Tim Schaffer, en deus savet meur a c’hoari pa oa o labourat e LucasArt, Full Throttle en o zouez, ur c’hoari «biker» war ton hard-rock ha marc’h-tan.
Ha just a-walc’h, adkavet e vo tamm-pe-damm ar memes aergelc’h «rock» (met kalz «metaloc’h») e Brütal Legend. Sklaer eo adalek ar skeudennoù (hag ar sonioù) kentañ : Brütal Legend a zo ur c’hoari graet evit selaouerien metal, ar re az a da festivalioù gant o ranjo’, a selaou ouzh Slayer en oto hag o deus un dastumadeg vras a t-shirtoù strolladoù anavezet gant den ebet.
Ur bern guests a zo er c’hoari, evit ar mouezhioù kement hag evit an neuz. Jack Black a eilmouezh an haroz, hag adkavet e vo ivez mouezh ha neuz Lemmy (Mötorhead) pe Ozzy Osbourne, mouezhiet gant an dud gwir, evel-just !

Ar c’hoari a zo bet e-pad pell war XBox 360 ha PS3 nemetken met deuet eo er-maez nevez ‘zo war Steam (war Windows hepken, met en ur anavezout Double Fine e vo marteze lakaet war GNU/Linux ha Mac ivez (Psychonauts ha The Cave a zo lies-savenn bremañ)).

…met ur gameplay dizingal

Ar meuz pennañ a zo dic’hortoz ha plijus-tre, ne “spoilin” ket, deoc’h da gaout ar souezhadenn met dija aze em boa soñjet «waaaaaa». Gwellañ digoradur ever, d’am meno.
Evit diverrañ an istor : c’hoari a rit perzh Eddie Riggs, ur roadie a zo kaset dre un darvoud iskis davet ur bed faltaziek awenet gant hollved ar metal. Kavout a raio buan ur vouc’hal hag ur gitar tredan gant galloudoù souezhus. Eno e kejo gant Ophelia, Lita ha Lars, un doare viking Manowar badass a glask enebiñ ouzh un droukspered a lak da sklav mab-den.

Evit ar pezh a-denn ouzh ar gameplay eo ur meskaj a kalzig a draoù :

Ul lodenn beat them all a zo pouezus a-walc’h, gant un niver dereat a g/combos, a vez graet gant ar vouc’hal pe ar gitar tredan, ha gant gwelladennoù da brenañ evit kreñvaat an dudenn. Klasel a-walc’h eo met efedus.

Ul lodenn all a zo ar c’hostez «redadeg», dre ma tremen lodennoù ‘zo en «Deusc», un doare buggie a c’heler kustomizañ. Tout-se a dremen en ur bed digor (setu perak ez eus ezhomm eus ur c’harr-tan, evit gellout beajiñ buanoc’h) gant un niver bras a-walc’h a gestoù a-gostez (side quests). Met aze e krog da vezañ un tamm falloc’h an traoù… Ar c’hestoù-se, daoust da vezañ ur mennozh mat a zo randonus-tre, un nebeud patromoù disheñvel a zo, hag adlakaet int un tamm pep lec’h war ar gartenn. Ur wech e c’hall bezañ fentus (ha c’hoazh, unan anezho a zo “lazhañ ur strollad enebourien”, n’eo ket awenet-tre…) met goude ur pennad eo pounner a-walc’h ha dilezet e vez ar c’hestoù-se evit ober al lodenn pennañ, a zo dedennusoc’h, memes tra.

Er kest pennañ neuze ez eus un trede ha diwezhañ doare gameplay : ar strategiezh. Emdroadur al lodennoù-se az a tamm-ha-tamm met er fin eo ur c’hrogad 1vs1, gant ul «leurenn» eus pep tu eus an dachenn, ha «fan geysers» dasparzhet, a servij evel mammennoù energiezh (“arc’hant” evit krouiñ unanennoù). An unanennoù a vez kaset da dagañ an enebour evel-se, hag an haroz a fiñv a-drugarez d’e divaskell (evit kaout ur sell hollek + mont buan) hag a c’hell kennerzhiñ e unanennoù pe kas mallozhioù d’ar strollad enebour.

Ar mod-se n’eo ket re fall met ar santimant a vez bezañ dirak un doare is-c’hoari strategiezh (e gwirionez, ar santimant-se a vez en 3 gameplay, un tamm…) hag ar strategiezhoù disheñvel n’int ket anat da gavout… (ha peurvuiañ eo trawalc’h c’hoari en un doare droch hep prederiañ, ar pezh a zo domaj…)

An diaester a zo meret mat a-walc’h, met berr eo ar c’hoari ma ne vez ket graet ar c’hestoù a-gostez (ha n’o deus ket kalz a interest, war-bouez un nebeud re…).
Ar sonerezh a zo dreist, evel ma c’helloc’h ijinañ. Savet eo 100% gant tonioù Metal, eus an Hard Rock d’ar black metal (al listenn glok a zo tu kavout aze). Ha me lâr deoc’h, flastrañ zombied pe pourmen en oto en ur selaou da v/Manowar, Accept pe c’hoazh Enslaved ha Dimmu Borgir a zo plijus-tre ! Ouzhpenn da se, daoust d’ar grafismoù bezañ un tamm kozh d’ur sav-poent teknikel eo brav a-walc’h memes tra pa seller ouzh ar gweledva.­

Un dra blijus e-keñver an neuz a zo dic’hortoz un tamm eo ‘n eus kazi HUD ebet (an HUD a zo an titouroù a vez gwelet war ar skramm c’hoari). Evel-se e ra un tamm doare sinema ha n’eo ket displijus tamm ebet. Al live buhez a zo “Halo-like” (ruz e teu da vezañ ar skramm pa ‘z eo izel ar vuhez hag adkreskiñ a ra e-unan) ha tu zo sellet ouzh an titouroù dre ar meuzioù.

Evit klozañ…

Brütal Legend a zo ur c’hoari plijus dre e aergelc’h, e daveoù, e fent hag e istor, met gant ur gameplay a glask ober un tamm re hag a zo un tamm dipitus. N’eus ket harzhet ac’hanon ober tri c’hard ar c’hoari e kerzh un devezh koulskoude, ha plijus ‘m eus kavet memes tra, met anat n’eo ket graet evidoc’h ma n’oc’h ket sot gant bed an heavy metal. Aliañ a ran ar c’hoari-se memes tra, n’eo ket ker-tre (tu zo tapout anezhañ e-pad un distaol Steam d’ar gwashañ…) ha Double Fine a zo ur studio a ranker sikour ! (ur Brütal Legend 2 a vefe tu kaout ‘zoken !) Gwelloc’h eo memes tra implij ur gamepad evit c’hoari. (azasaet eo evit al logodenn, hañ, met soñjet eo bet evit ar pad memes tra…)

Trugarez da d/tornoz, trede kenstriver! Kit da lenn e vlog, ha kavit ar pennad orin amañ

Le bleu est une couleur chaude / skrivet gant ar c’hantread evit kenstrivadeg 3 bloaz SaG

Posted in Levrioù bannoù-treset on Meurzh 19, 2013 by geekezig

bleucouleurSetu ur vandenn-dreset gant Julie Maroh hag a zere gant ar mare, zoken m’eo bet embannet e 2010. Petra a lak anezhi diouzh ar c’hiz eta ? He danvez evel-just : an heñvelreizh hag an diaester d’he bevañ : gouzañv sell ar re all hag asantiñ e-unan da gaout ur revelezh disheñvel.

Dre zeizlevr Clementine, an harozez, e tizoloer buhez ul liseadez a sant enni trivliadennoù iskis evit Emma, plac’h he blev glas. Diskoachet eo deomp hent karantezus an div blac’h yaouank ha penaos eo degemeret gant o zud. Ne echuo ket mat o istor met ul levr eo a zoug bri d’ar garantez, forzh peseurt hini e vefe, hag a c’heller ijinañ bezañ ur skoazell evit ar familhoù o defe poan oc’h asantiñ dibaboù o bugale.

C’hoant hon defe d’e reiñ da lenn d’an holl re o deus manifestet a-enep an eured evit an holl e miz Genver.

Meur a briz en deus bet al levr, en o zouez priz al lennerien Fnac-SNCF festival Angoulème 2011. Ur film a zo bet savet diwar ar vandenn-dreset gant Abdellatif Kechiche a vo skignet er salioù teñval e 2013.bleu

Trugarez d’ar c’hantread eil kenstriver! Kit da lenn e vlog.

Black Books – bloavezh 1 / skrivet gant Korn an dudi evit kenstrivadeg 3 bloaz SaG

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel on Meurzh 19, 2013 by geekezig

Ur pennad ispisial un tamm ar wech-mañ, n’eo ket en e stumm met peogwir ez eo bet skrivet IVEZ (ha n’eo ket hepken, ‘vel-just) gant ar soñj kenstrivañ da geñver deiz ha bloaz ar blog Soubenn ar geek (gwelet amañ). Ra ma vevo pell c’hoazh !

Black Books a zo ur stirad fent saoz bet krouet e 2000 gant Dylan Moran ha Graham Linehan evit Channel 4.
Tri bloavezh a zo hepken, siwazh, gant nebeut a rannoù (6 dre vloavezh), ha rannoù berr war ar marc’had (26mn).

E Bro-C’hall eo tremenet ar stirad war Canal + a-hervez met n’am boa morse klevet komz d’eus Black Books a-raok amprestiñ an DVD er vediaoueg, goude bezañ bet aliet groñs d’e sellet gant ul levraouegerez (trugarez dezhi evit hec’h alioù fur).

Bernard Black (c’hoariet gant Dylan Moran) a zo ur werzher-levrioù. Plijout ‘ra kalz dezhañ al levrioù met ne c’houzañv ket ar pratikoù a gred dont d’e zirenkañ ! Sikouret e vez en e stal gant Manny (Bill Bailey), an hini nemetañ a labour ‘benn ar fin. Tremen ‘ra ivez alies Fran (Tamsin Greig), ur vignonez da Vernard.

Lâret ‘ran deoc’h diouzhtu, ur fan eus Black Books on bremañ ha kavout a ran dipitus ne vije ket bet kendalc’het pelloc’h gant ar stirad, ken fentus ma ‘z eo.

Morse n’en deus ur stirad graet evit bezañ fentus graet din c’hoarzhin kement. C’hoarzhadennoù diroll am bez seul wech ma welan ur rann, ha ranket ‘m eus lies gwech lakaat an DVD war ehan, amzer adkavout ma alan un tamm ha chom hep mervel gant ar c’hoarzh. Pa oan o chom en ur ranndi ne greden ket kregiñ da sellet unan re ziwezhat gant an aon direnkañ an amezeien !


Diaes eo dija termenañ ar fent dre vras. Hini Black Books a zo liesseurt a-walc’h ouzhpenn-se. Fent du a zo un tamm, Bernard Black o vezañ dengasaour ha kinek, hogen fent droch a zo dreist-holl, fent saoz hag emsiv, un tamm giz hini ar Monty Pythons da skouer. E pep rann e c’hoarvez traoù droch hag en em gavout ‘ra an tudennoù e degouezhioù dibosupl, pe abalamour d’ar re a alkool lonket pe d’ar re a c’hevier livet, pe d’ar merc’heta/paotreta, hag all hag all…
N’eus nemet un dra a zisplij din e Black Books : ar c’hoarzhoù enrollet. N’am eus biskoazh gellet o c’houzañv, e mod ebet. Met amañ da vihanañ e c’hoarzher a-gevret gant ar c’hoarzhoù, ar pezh n’eo ket gwir atav, pell ac’hann.

Me lâr deoc’h, ma plij deoc’h c’hoarzhin, n’am eus ket kavet gwelloc’h ‘vit Black Books ‘vit en ober a-leizh kof, goude un devezh-labour tenn pe evit cheñch mennozhioù pa vezer o vagañ soñjoù du.
Ha kredit ac’hanon, dañjerus eo klask debriñ pe evañ an disterañ tra/banne o sellet ur rann : mougañ a rafec’h buan. Skiant-prenet ha bevet.

Ar rann gentañ, e saozneg, a c’heller kavout da welet war Youtube, amañ dindan, deoc’h da gaout un tañva.


Trugarez da g/Korn an dudi, kentañ kenstriver! Kit da lenn e vlog, ha kavit ar pennad orin amañ.

%d bloggers like this: