Hamaguri

hamaguriN’on ket bet gouest da c’hortoz evit lenn Hamaguri! Ne grog ket goude fin Tsubaki avat, kontañ a ra kentoc’h memes istor met gant sell Yukio. Kalz eñvorennoù en deus eus e c’hoar pa oant bihan tout. Warlerc’h e vez heuliet e Nagasaki evel-just. Souezhet on bet gant pouez ar relijion kristen (a oa bet meneget dija el levr kentañ, peogwir e oa kalz kristenien e Nagasaki, hag e soñje dezho bezañ esperenet gant an amerikaned abalamour da-se), peogwir ne oa doare all ebet da Yukio ha d’e vamm da vezañ degemeret. Santet e vez kalz ivez pegen drouk e vez an dud gant ar re un tamm disheñvel.
Lodennoù brav eston a zo bepred, ma frantadoù karetañ o vezañ ar mareoù etre Yukio ha Yukiko er c’hoad bambouz pa oant krennard. Yukio a oar e sekred abaoe pell (komprenet en deus tro 7 vloaz) met ne oar ket piv e oa e c’hoar. Disheñvel-tre eo bet e vuhez eus hini Yukiko met santet e vez e fin al levr ar pezh a c’hoarvez e fin Tsubaki. Spi ‘m eus e vo gwelet ar prantad-se (pe just war-lerc’h kentoc’h) d’ur mare bennak el levrennoù a zeu!

Advertisements

Ur respont to “Hamaguri”

  1. […] distag hag en dizurzh digudenn (e gwirionez e c’haller ober kemend-all gant levrioù Le poids des secrets d’am soñj). Ma! Amañ e vez heuliet un tad a diegezh en deus divizet kuitaat e […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: