Tsubaki

tsubakiProfet ez eus bet din ur c’houfrig brav evit ma deiz-ha-bloaz gant 5 levr SHIMAZAKI Ami. An hollad a zo anavezet evel Le poids des secrets (embannet eo bet ivez ur pezh levr gant ar 5).
E Tsubaki e krog an traoù just araok marv Yukiko, mamm an harozez, Namiko. Yukiko a oa krennardez pa gouezhas bombezenn atomek an amerikaned war gêr Nagasaki e lec’h ma oa o chom. Laosket he deus ul lizher d’he merc’h, ul lizher e lec’h ma kont dezhi he sekredoù. Sekred marv he zad d’an 9 a viz Eost 1945 ha sekred Yukio, he hanter-breur.
Kalz prederiadennoù a zo diwar-benn ar brezel, a-drugarez da dudenn mab Namiko a c’houlenn ur bern traoù digant e vamm-gozh. Ur sell a zo ivez war an darempredoù koublad (maez eured/bugale nann anzavet gant an tadoù…) ha plas ar merc’hed er gevredigezh d’ar mare-se.
Buan e vez lennet ar romant. Ur wech an amzer, ez eus ur frazenn, ur soñj, un arouez, brav eston ha fromus. Evel ur vleuniennig o tiwan a-greiz-tout hag o vervel ken buan ha tre. Simpl ha kaer. Kaset e vezer gant lusk lizher Yukiko d’he merc’h ha spontet tamm-ha-tamm gant ar pezh a gont (anzav a ran e oan o soñjal “naaaaann!” kazi ken kreñv hag e fin Old Boy ar wech kentañ). Buan, ret eo din kenderc’hel!

Advertisements

3 Respont to “Tsubaki”

  1. […] ket bet gouest da c’hortoz evit lenn Hamaguri! Ne grog ket goude fin Tsubaki avat, kontañ a ra kentoc’h memes istor met gant sell Yukio. Kalz eñvorennoù en deus eus e […]

  2. […] etre breur ha c’hoar e-kerzh al levr (da beseurt mare e tremen se keñveriet gant fin Tsubaki?!) a glot mat ivez gant ar pezh am boa santed o lenn al levr kentañ! Hag awenet e vefe bet ar […]

  3. […] anezho distag hag en dizurzh digudenn (e gwirionez e c’haller ober kemend-all gant levrioù Le poids des secrets d’am soñj). Ma! Amañ e vez heuliet un tad a diegezh en deus divizet […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: