POM Wonderful Presents : The Greatest Movie Ever Sold

TheGreatestMovieEverSoldMoarvat e anavezit Morgan Spurlock. Marteze ket e anv, met e film Super Size Me. Ur sevener teulfilmoù hag un atahiner eo dreist-holl!
The Greatest Movie Ever Sold (Super Ca$h Me e “galleg”, ur vezh ruz…) a ginnig komz diwar-benn ar postadur produ (? product placement e saozneg) : ar bruderezh er filmoù (hag e lec’h all). Evit e deulfilm en deus divizet goulenn arc’hant digant embregerezhioù hag e vo diskouezet o froduoù er film. Heuliet e vez neuze o kinnig e raktres d’ar merkoù hag o klask sikour war an tuoù lezennel hag all a vez gant seurt kevratoù. Ouzhpenn-se e vez e welet e São Paulo, lodenn dedennus-tre diwar-benn ur gêr he deus nac’het lakaat bruderezh pep lec’h, ur santad iskis a zo gant ar skeudennoù-se. Ul lodenn ankenius-tre gant an “neuro-marketing”, ar bruderezh er skolioù amerikan (ur chadenn he deus profet skinwelioù d’ar skolioù, a vez rediet neuze da sellet ouzh ar c’heleier e-pad ur c’hard-eur bemdez! / ar gerent ha kelennerien o klask doareoù da c’hounit arc’hant pa vez krennet ar budjedoù mont en-dro bep bloaz, en ur ober bruderezh, met difennet eo lakaat bruderezh war ar busoù-skol e stadoù zo hag all).
A-benn ar fin, em eus kavet e oa nebeut a draoù diwar-benn ar bruderezh er filmoù ! Estreget ur prantadig gant alioù sevenerien war an dodenn (Brett Ratner, Quentin Tarantino en o-zouez) pe un den a studi ar stiradoù hag a ro skouerioù gant tudennoù o lârat anv ur merk teir gwech e-barzh ur gaozeadenn, pezh na seblant ket gwall gwirheñvel ^^
Un toullad traoù dedennus a zo neuze ha dre vras e seblant kentoc’h onest an dud aterset, daoust dezho lârat traoù spontus a-wechoù (aze e soñjan en alvokidi, tud a labour tro-dro da skeudennoù ar merkoù hag all). Ur film dic’hortoz ha savet en un doare iskis neuze, un doare pariadenn droch un tamm. N’eo ket deuet re fall neuze, ha fentus-tre ar bruderezhioù graet e-kerzh ar film ^^
(Plijus ‘m eus kavet ivez kanaouenn ar film 😉 The Greatest Song I Ever Heard)

Advertisements

2 Respont to “POM Wonderful Presents : The Greatest Movie Ever Sold”

  1. Dedennus. Klask ‘rin e welet d’am soñj.

    Ur skrivagner a blij din kalz, Marin Ledun a zo o paouez lakaat embann ul levr war ur sujed damheñvel, La vie marchandise. (skrivañ ‘ra kentoc’h romantoù polis pe traoù ‘vit ar re yaouank boas met doktour e info-comm eo ivez, hag arbennik war ar marketing)

    http://www.la-tengo.com/index.php?post/2013/01/01/Nouveaut%C3%A9-La-Vie-marchandise-de-Bernard-Floris-Marin-Ledun

    D’am soñj e prenin hag e lennin anezhañ a-raok pell. War sujed ar bruderezh, No Logo gant Naomi Klein a zo ur “c’hlasik”. Dav ‘vije din e adlenn.

    • Ah ya! Romantoù Marin Ledun a zedenn ac’hanon met ‘m eus ket bet amzer da lenn unan evit ar mare. Perak ket kregiñ gant hemañ e plas?
      No Logo n’em eus ket lennet kennebeut, gant ar vezh!
      Aaaargh.
      Te lâro da soñj din ma weles ar film!

      Ankouaet lârat dit, ar 600 vet evezhiadenn a zo bet laosket ganit! Brav 😉

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: