Shadow Dancer

shadow-dancerN’eus tu ebet da lârat ez eus souezhadennoù e Shadow Dancer. El lodenn digeriñ, e vezer sur diouzhtu e c’hoarvezo un dra spontus hag e komprener e vo gant Sean pa gas e c’hoar anezhañ en he flas.
Shadow Dancer a zo un istor diwar-benn an IRA evel-just (hag ar servijoù sekred saoz) met ur film diwar-benn ar familh eo da zigentañ hag an treitouriñ dreist-holl.
Fromus-tre ha gwirheñvel ‘m eus kavet lodennoù zo (pa c’houlenn Colette anv Mac en oto, pa naeta ar vamm he brec’h er gegin…). Ne vez barnet den ebet er film, dibaboù a vez graet gant tud (evit gwareziñ reoù all, dre vras) ha se grou kudennoù nevez. Penaos bevañ gant ur sekred evel-se? Penaos ober van bepred? Ha peseurt itrikoù euzhus a vez ijinet gant ar servijoù kuzh (aze ne lâran ket ouzhpenn) ?
Ur film just eo evidon. Ha pouezus e-touez an oberennoù a gomz diwar-benn an dodenn-se, evel Mon traître, evel-just.
Evit farsal ez eus tu da lârat e oa anat e oa ar familh Weasley en IRA ha n’eo ket souezhus e vefe kenitervez saoz Dana Scully e penn ar servijoù kuzh ^^

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: