Lincoln

lincolnFentus e kavan gwelet ur film evel Lincoln, a gaoze diwar-benn an 13vet enkemmad war ar skrammoù bras e Frañs dres da vare lezenn an “eured evit an holl” (marteze e vo ur film evel-se diwar-benn Taubira a-benn 150 vloaz? ^^)
Ma. Abaoe 4 bloaz dija emañ stadoù an Norzh ha reoù ar Su o vrezeliñ, ha daoust da se e chom Lincoln ur prezidant karet, addilennet nevez zo zoken. Fellout a ra dezhañ krouiñ un enkemmad nevez evit paouez gant ar sklavelezh. Daoust d’ar peoc’h bezañ posupl hep an danvez-lezenn-se e lako an dud da grediñ ne vo ket.
Un tamm hir am eus kavet penn-kentañ ar film, poan ‘m eus bet o splujañ en istor hag er c’huzuligoù politikel. N’ouzon ket da beseurt mare avat on splujet e-barzh met goude e oan tapet penn-da-benn. Iskis eo ar galloud a zo gant filmoù zo da grouiñ anken tro-dro d’un disoc’h a anavezer dija.
Hegaset on un tamm memes tra gant an tu “la fin justifie les moyens” a zo en afer-mañ met bon, n’eus ket tu da glemm ^^
Ur sapre sapre labour a zo bet graet gant Daniel Day-Lewis, bamus a-hed ar film.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: