The Cabin in the Woods

cabin-in-the-woodsThe Cabin in the Woods a zo bet gwerzhet evel ur film spont klasel pa oa deuet er-maez. Soñj ‘m eus e oa bet barnet kentoc’h mat avat ha gant ur senario skrivet gant Joss Whedon (ho klevet am eus o soñjal “fangirl”) e felle din e welet memestra…
Penn-kentañ ar film a zo souezhus a-walc’h ha kevrinus, met pas trawalc’h evit kavout-se iskis. Goude-se e heulier ur strollad studierien o vont da dremen un dibenn-sizhun er c’hoadoù. Ma. Gwelet ho peus bet se dija hañ? Me ma-unan a zo bet tapet, o soñjal dija en tudennoù kliched a vez da gustum e seurt filmoù.
Nerzh The Cabin in the Woods a zo reiñ un displegadenn d’ar c’hlichedoù-se hag ober goap diouto (ar skouer aroueziusañ o vezañ ar prantad lec’h ma “tiviz” ar strollad mont pep hini eus e du). Mont a ra buan an traoù met dont a reer a-benn da vezañ souezhet (mat) gant an traoù dic’hortoz a c’hoarvez hag a dorr linenn klasel ur film spont. Ar fin tout a zo dedennus-tre ivez ha kalonek me gav ^^ Fentus-tre eo ouzhpenn. Ur souezhadenn a-feson!

Advertisements

2 Respont to “The Cabin in the Woods”

  1. Dedennet on da welet an hini mañ ‘ta! met ret eo din gwelet “avengers” a-raok. Met “fanboy” joss whedon e oan a-raok out d’am sonj :-p

    • Ya! N’eo ket tamm ebet memes stil hag Avengers, n’eo ket memes budjed kennebeut…
      Mmmh. Bloavezh kentañ Buffy a zo ma DVD kentañ tout, bet profet din e fin ar bloaz 2000. 🙂
      Met n’ouzon ket ma talvez ar boan ober ur c’honkour war an dachenn-se forzh penaos ^^

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: