Où, Quand… Et toi, qu’est-ce que t’attends?

ou_quandGant bodad yec’hed ha kalite ar vuhez kuzul-rannvro liseidi ha deskarded yaouank Breizh 2010-2012 eo bet savet raktres al levr bannoù-treset-mañ. C’hoant ganto komz eus revelezh en un doare skañv a-walc’h.
Un dastumad istorioùigoù a vez kavet neuze, o kontañ “ar wezh kentañ”. Ur bern degouezhioù disheñvel a zo, reoù gwirheñvel a-walc’h alies. Reoù voutig, reoù fentus, unan spontus a-walc’h… Ur wech an amzer ez eus pajennoù “skouer” gant tudennoù disheñvel o respont d’ur goulenn bennak (“pelec’h?” “petra a rae aon dit?” hag all). Er fin ez eus goulennoù a-benn heñchañ kaozeadennoù ha chomlec’hioù ar planning familial ha servijoù evelse.
Un tamm dister ‘m eus kavet an tresadennoù met lakaomp ez eo kentoc’h ur menoz mat ha n’eo ket re zroch an disoc’h. Gwelloc’h eget ur pleg-dibleg bennak ^^ Tu ‘zo da bellgargañ Où, Quand… war lec’hienn rannvro Breizh.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: