Couleur de peau : miel

couleur-de-peau-mielUr film ispisial eo Couleur de peau : miel. Ur meskaj etre ur film bevaat hag un teulfilm eo. Lodennoù a zo bet filmet e Korea p’eo aet Jung da zizoloiñ ar vro ha lodennoù all a zo kontet gantañ diwar-benn e vugaleaj, an tammoù-se a zo lodennoù bevaat e 3D vil a-walc’h (e-giz ar pezh vez gwelet kalz en tele en abadennoù evit ar vugale abaoe un toullad bloavezhioù… N’on ket fan). Tresadennoù graet gantañ a zo da vareoù all ivez, kentoc’h traoù teñval, ankenioù ha hunvreoù don an den (an tammoù-se a zo brav-tre).
Ur film personel-kenañ eo evel-just peogwir e kont an den e istor evel bugel korean bet advabet gant Belgiz. A bep seurt darvoudoù eus e vugaleaj a vez gwelet. An doare gouennelouriezh en doa evitañ hag ar vugale all a oa bet advabet eveltañ, e ezhomm war-lerc’h da dostaat eus sevenadurioù asiat memestra (bon, dre Japan, pezh a zo iskis un tamm evit ur C’horean ^^), e blas en e familh hag all. Peadra da brederiañ neuze hag ar fin ‘zo fromus ken-ken. Domaj eo e vefe ken kamm ar meskajoù kontañ me gav. Roet en deus c’hoant din da lenn levr bannoù-treset Jung avat (a oa bet savet araok ar film, evit kontañ ar memes tra).

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: