Django Unchained

django-unchainedUr film nevez gant Tarantino a zo ordin un darvoudig (evidon). Un darempred iskis un tamm em eus gant ar sevener. Plijout a ra din kalz e filmoù met hegaset on gant an den ha gant techoù zo…
Ma, Django Unchained neuze.
Kregiñ a ra an traoù “en tu bennak en Texas” (y’all*) e 1858, un dantour pe kentoc’h bounty hunter (chaseour arc’hoproù? Oo) alaman a glask war-lerc’h unan bennak a ouife piv eo ar vreuder Brittle (a zo klask war o lerc’h, “bev pe varv”…). Prenañ a ra neuze ur sklav a seblant gouzout : Django. Kenlabourat a refont asambles ha sikour a raio ar mezeg anezhañ da glask e wreg, Broomhilda.
Evel-just eo ar film un dave d’ar western (ha d’ar western gant harozed du, n’int ket anavezet tamm ebet) hag ivez un tammig da vojenn an Nibelungen (geo geo.)
Kalz fent a zo evel-just, gwad o strinkañ, sonerezh a-vil-vern. Marteze eo un tammig hir (goude fin ar prantad e Candyland, pa adlañs an traoù araok ar c’hlozadur) ha gwir eo ez eus techoù ar sevener e-barzh  met dudius-kenañ eo ha fin a-walc’h, hep bezañ soutil. Tarantino petra fell deoc’h! Prantadoù brav-kenañ a zo ouzhpenn : ar c’hill-sell doare film-kozh pa vez jahinet Django ha Broomhilda, spontus ha fromus (just peadra da reiñ d’ar seller ar c’hoant dial), ar prantadoù en erc’h, prantad tagadenn an asez KKK (met marteze e oa hepken peogwir e oa un tamm dave da v/Battle Royale? Evurusamant ez eus ur prantad goap da c’houde rak un tamm aon ‘m eus bet ><), gwad o strinkañ war ar c’hotoñs… Diniver int ^^ (Mod all em eus lennet e oa “4k” sañset ar film ‘m eus gwelet er sinema. N’ouzon ket petra cheñch e gwirionez, neuze na rin ket ur pennad hir spontus diwar-benn-se, echu gant kleñved Bilbo :D)
Santet e vez plijadur DiCaprio da c’hoari un den drouk ha sod, ha daoust dezhañ mont re bell ganti (penaos e lâvarfer “cabotin”?) adarre, Christoph Waltz a zo bamus bepred. Jamie Foxx, n’en deus james na displijet na plijet din am eus kavet dreist. Maaa, lakomp e c’hallfen klemm diwar-benn an tudennoù merc’hed, n’int ket gwall zedennus (Broomhilda zo koant met estreget komz alamaneg ne ra ket kalz tra / hini Zoë Bell a zo kevrinus met d’am soñj e oa evit lakaat ac’hanomp da gaozeal muioc’h (aet eo endro) evit traoù all), pezh a zo ral e filmoù Tarantino a-benn ar fin, pa soñjer mat.
Bon, komprenet ho peus, plijet en deus kalz din ^^

* Digarezit ma zech ober dave da FNL ma ‘z eus kaoz eus Texas. “Texas Forever” en defe gallet bezañ ivez hañ, neuze paouezit da glemm.

Advertisements

8 Respont to “Django Unchained”

  1. Ha petra eo ar reuz a zo bet diwar-benn un delwennig pe n’ouvezan ket petra ?

    • Un delwenn a zo e ti tudenn DiCaprio a zo bet dizoloet e 1912, neuze n’hall ket bezañ bet gwerzhet eilennoù er Stadoù-Unanet e 1858. Boarf, kement-se a reuz a zo gant se? Evidon-me n’eo ket grevus… (n’eo ket sañset da vezañ ur film istorel rik kennebeut)

  2. 4k a zo 4 gwech resisoc’h eget an HD : 4096 pixel, met bon, evel evit ar foto, eo diaesoc’h diaesañ gwellout an diforc’h. Aesoc’h eo gwelout priz ar skinwell nevez o kreskiñ 😀

  3. Din-me e vije ret reiñ un Oscar da gChristoph Waltz evit e c’hoari bamus. Penaos ‘ta en deus bet unan ?

  4. A-du krenn ganeoc’h! Hirik eo ar fin, met kalz prantadoù bourrus a zo, ha tenn dreist-holl (adalek ma krog an traoù e ti Candie).
    N’em eus ket kavet ar film gwall feuls e-skoaz filmoù all ar sevener, nemet prantad an emgann Mandinged, hag a zo heugus…

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: