Dielloù evit C'hwevrer, 2013

Hamaguri

Posted in Levrioù with tags , , , on C'hwevrer 28, 2013 by geekezig

hamaguriN’on ket bet gouest da c’hortoz evit lenn Hamaguri! Ne grog ket goude fin Tsubaki avat, kontañ a ra kentoc’h memes istor met gant sell Yukio. Kalz eñvorennoù en deus eus e c’hoar pa oant bihan tout. Warlerc’h e vez heuliet e Nagasaki evel-just. Souezhet on bet gant pouez ar relijion kristen (a oa bet meneget dija el levr kentañ, peogwir e oa kalz kristenien e Nagasaki, hag e soñje dezho bezañ esperenet gant an amerikaned abalamour da-se), peogwir ne oa doare all ebet da Yukio ha d’e vamm da vezañ degemeret. Santet e vez kalz ivez pegen drouk e vez an dud gant ar re un tamm disheñvel.
Lodennoù brav eston a zo bepred, ma frantadoù karetañ o vezañ ar mareoù etre Yukio ha Yukiko er c’hoad bambouz pa oant krennard. Yukio a oar e sekred abaoe pell (komprenet en deus tro 7 vloaz) met ne oar ket piv e oa e c’hoar. Disheñvel-tre eo bet e vuhez eus hini Yukiko met santet e vez e fin al levr ar pezh a c’hoarvez e fin Tsubaki. Spi ‘m eus e vo gwelet ar prantad-se (pe just war-lerc’h kentoc’h) d’ur mare bennak el levrennoù a zeu!

Advertisements

Tokyo ohanami

Posted in Levrioù with tags , on C'hwevrer 26, 2013 by geekezig

ban_book_hanamiTokyo ohanami a zo ul levr skeudennoù brav bet tapet gant Alexandre Bonnefoy e bro-Japan e pad prantad ar gwez kerez e bleuñv. Goude un displegadennig (gant ur gartenn ha deiziadoù hag all) diwar-benn an hanami (sellet ouzh ar bleunioù a c’hoarvez meur a wech ar bloaz, gant bleunioù a bep seurt) hag ohanami (an hanami pouezusañ, hini ar c’herez neuze) e kinnig lec’hioù eus kêr-benn Japan a zo anavezet evel “spotoù” ohanami, pe get. Park Ueno, ar palez hag all. Titouroù berr diwar-benn al lec’h (penaos mont du-hont, priz hag all) ha goude-se skeudennoù. Brav eston! Soñjal a rae din dizoloiñ muioc’h a draoù dic’hortoz e-keñver lec’hioù met ar skeudennoù a zo brav-tre dija hag a ro c’hoant da vont da welet-se 🙂yoyogi

Un tañva amañ, ar raktres, an doare da c’hourc’hemenn ha blog dispar Issekinicho dre vras.

Tsubaki

Posted in Levrioù with tags , , , on C'hwevrer 26, 2013 by geekezig

tsubakiProfet ez eus bet din ur c’houfrig brav evit ma deiz-ha-bloaz gant 5 levr SHIMAZAKI Ami. An hollad a zo anavezet evel Le poids des secrets (embannet eo bet ivez ur pezh levr gant ar 5).
E Tsubaki e krog an traoù just araok marv Yukiko, mamm an harozez, Namiko. Yukiko a oa krennardez pa gouezhas bombezenn atomek an amerikaned war gêr Nagasaki e lec’h ma oa o chom. Laosket he deus ul lizher d’he merc’h, ul lizher e lec’h ma kont dezhi he sekredoù. Sekred marv he zad d’an 9 a viz Eost 1945 ha sekred Yukio, he hanter-breur.
Kalz prederiadennoù a zo diwar-benn ar brezel, a-drugarez da dudenn mab Namiko a c’houlenn ur bern traoù digant e vamm-gozh. Ur sell a zo ivez war an darempredoù koublad (maez eured/bugale nann anzavet gant an tadoù…) ha plas ar merc’hed er gevredigezh d’ar mare-se.
Buan e vez lennet ar romant. Ur wech an amzer, ez eus ur frazenn, ur soñj, un arouez, brav eston ha fromus. Evel ur vleuniennig o tiwan a-greiz-tout hag o vervel ken buan ha tre. Simpl ha kaer. Kaset e vezer gant lusk lizher Yukiko d’he merc’h ha spontet tamm-ha-tamm gant ar pezh a gont (anzav a ran e oan o soñjal “naaaaann!” kazi ken kreñv hag e fin Old Boy ar wech kentañ). Buan, ret eo din kenderc’hel!

Curiosity Shop 2 – 1915 Au-dessus de la mêlée

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags on C'hwevrer 26, 2013 by geekezig

curiosityshop2Ur pennad zo em boa lennet levrenn gentañ Curiosity Shop ha n’em boa ket soñj mat a-benn ar fin. An tresadennoù a zo plijus bepred met kalz poan am eus bet da adstagañ gant an istor (a zo liammet nebeutoc’h gant an Istor hag o vont war- zu ar c’habbala, kevrinoù relijiel hag all) ha n’on ket bet plijet kement-se a-benn ar fin. Domaj eo.curiosityshop2d

John Carter

Posted in Filmoù with tags on C'hwevrer 21, 2013 by geekezig

john-carterA bep seurt em boa klevet warlene diwar-benn John Carter ha gwir eo em boa kement a aon ne oan ket bet o welet er sinema. Prestet eo bet din an DVD avat neuze… 🙂 Azasadenn A Princess of Mars gant Edgard Rice Burroughs eo ar film (bet embannet evit ar wech kentañ adalek 1912 en ur gelaouenn).
Goude ar brezel diabarzh amerikan, ar c’habiten John Carter a voe sorc’hennet gant klask aour. E kerzh un dagadenn gant Indianed e c’hoarvezo un dra iskis gantañ. Diskouezet e vez deomp an istor dre sell niz John Carter, a lenn deizlevr e eontr ur wech eo marv hemañ. Buan a-walc’h avat e tremeno pep tra war planedenn v/Barsoom (Meurzh).
John Carter a vo gwelet evel un aktour a-feson evit kempouezañ an emgann a zo etre Zodanga (ur gêr a drevadenn) hag Helium (a glask stourm). Un doare space-opera eo. E gwirionez, ma klaskit traoù nevez ne gavfet netra. Ma klaskit dudi ha fent aze marteze…
Efedoù ispisial dereat, ur c’houblad fentus, a bep seurt boudoù iskis, tud jentil ha tud drouk, ur c’hi vil euzhus met moutig
Me ‘m eus bet ma gwalc’h ha kavet ‘m eus skañv ha plijus, laouen e vefen bet moarvat o welet ar film-se pa oan bugel da skouer. Un dudi familh a-feson!

Barbe bleue

Posted in Levrioù on C'hwevrer 20, 2013 by geekezig

barbebleueUr wech an amzer, evel-se, e teu din c’hoant kenderc’hel da lenn romantoù Amélie Nothomb gwelet a ran tud o soñjal eo liammet da vadjoù Sens Critique. Barbe bleue, he romant diwezhañ am eus amprestet nevez zo neuze. (reoù 2009 ha 2010 n’am eus ket lennet c’hoazh neuze).
Stumm ur romant “kaozeadenn” a zo gant hemañ, evel ma ra a-wechoù (romant pezh c’hoari a c’hallfer lârat ivez). An harozez, belgiadez a 25 vloaz a glask lojeiz e Pariz. Kavout a ra ur c’hemenn en ur gelaouenn evit ur c’henlojañ dedennus-tre. Dibabet e vez gant perc’henn an ti evit lojañ gantañ. Un den drol eo, pinvidik-mor ha ne ya ket er-maez abaoe 20 vloaz. Adalek an devezh kentañ e vez difennet dezhi mont er pezh a servij dezhañ da ziskuliañ skeudennoù. Mod all e c’hall ober ar pezh he deus c’hoant. En ur c’hortoz an emgav an deiz kentañ hi doa klevet tud o komz diwar-benn marv ar merc’hed a oa bet o kenlojañ gantañ a-raok…
Anat deoc’h neuze ez eo kontadenn “Paotr e varv glas” stumm nevez. Fentus eo ton al levr hag an eskemmoù etre an div benndudenn. Souezhet on bet un tammig gant ar fin, ar pezh a zo mat. Setu, lennet e vez buan, dudius eo ha setu tout!

POM Wonderful Presents : The Greatest Movie Ever Sold

Posted in Filmoù with tags , on C'hwevrer 20, 2013 by geekezig

TheGreatestMovieEverSoldMoarvat e anavezit Morgan Spurlock. Marteze ket e anv, met e film Super Size Me. Ur sevener teulfilmoù hag un atahiner eo dreist-holl!
The Greatest Movie Ever Sold (Super Ca$h Me e “galleg”, ur vezh ruz…) a ginnig komz diwar-benn ar postadur produ (? product placement e saozneg) : ar bruderezh er filmoù (hag e lec’h all). Evit e deulfilm en deus divizet goulenn arc’hant digant embregerezhioù hag e vo diskouezet o froduoù er film. Heuliet e vez neuze o kinnig e raktres d’ar merkoù hag o klask sikour war an tuoù lezennel hag all a vez gant seurt kevratoù. Ouzhpenn-se e vez e welet e São Paulo, lodenn dedennus-tre diwar-benn ur gêr he deus nac’het lakaat bruderezh pep lec’h, ur santad iskis a zo gant ar skeudennoù-se. Ul lodenn ankenius-tre gant an “neuro-marketing”, ar bruderezh er skolioù amerikan (ur chadenn he deus profet skinwelioù d’ar skolioù, a vez rediet neuze da sellet ouzh ar c’heleier e-pad ur c’hard-eur bemdez! / ar gerent ha kelennerien o klask doareoù da c’hounit arc’hant pa vez krennet ar budjedoù mont en-dro bep bloaz, en ur ober bruderezh, met difennet eo lakaat bruderezh war ar busoù-skol e stadoù zo hag all).
A-benn ar fin, em eus kavet e oa nebeut a draoù diwar-benn ar bruderezh er filmoù ! Estreget ur prantadig gant alioù sevenerien war an dodenn (Brett Ratner, Quentin Tarantino en o-zouez) pe un den a studi ar stiradoù hag a ro skouerioù gant tudennoù o lârat anv ur merk teir gwech e-barzh ur gaozeadenn, pezh na seblant ket gwall gwirheñvel ^^
Un toullad traoù dedennus a zo neuze ha dre vras e seblant kentoc’h onest an dud aterset, daoust dezho lârat traoù spontus a-wechoù (aze e soñjan en alvokidi, tud a labour tro-dro da skeudennoù ar merkoù hag all). Ur film dic’hortoz ha savet en un doare iskis neuze, un doare pariadenn droch un tamm. N’eo ket deuet re fall neuze, ha fentus-tre ar bruderezhioù graet e-kerzh ar film ^^
(Plijus ‘m eus kavet ivez kanaouenn ar film 😉 The Greatest Song I Ever Heard)

%d bloggers like this: