Julie & Julia

Julie-JuliaDiazezet war istor Julia Child hag hini Julie Powell eo ar film. Julia Child a zo bet o teskiñ keginat e Pariz hag he deus savet al levr-kentañ diwar-benn ar gegin c’hall evit saoznegerien (just goude an eil brezel bed). Julie Powell a zo ur plac’h a zo bet o terc’hel ur blog-kegin e 2002 : en ur bloaz he deus keginet holl sekredoù kegin (524 memes tra!) levr Julia Child Mastering the Art of French Cooking.
A bep eil e vez gwelet an div vaouez neuze. Unan o teskiñ keginat e-touez paotred, en ur vro estren dezhi ha goude-se o stourm evit sevel hag evit ma vefe embannet he levr. Eben o klask ur pal d’he buhez, o vezañ digalonekaet pe get, o c’hwitout traoù zo, dont a-benn traoù all hag all. Ur film dudius ha fentus eo (ha kentoc’h kalonekaus evit an dud a dalc’h blogoù ^^). Ouzhpenn-se e plijo sell Julia Child war ar c’heginañ d’ar vretoned : eviti ne vez lakaet re a amann gwech ebet. Re wir. 😀

Advertisements

2 Respont to “Julie & Julia”

  1. Fentus eo peogwir eo “Mastering the Art of French Cooking” levr-gwele ma gwreg.

    Hag evel just ne vez morse lakaet re a amann, ne welan ket e mod ebet penaos lakaat re a amann.

    Un dra fentus-all gant Julia Child eo pa rae abadennoù skinwel war ar geginerezh ha pa gouezhe traoù e lavare : “Don’t worry, nobody saw you !”. Mat ‘vije istitlet abadennoù Julia Child e brezhoneg a lakaat anezho war Breizhoweb pe me oar me….

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: