The Amazing Spider-Man

Hegaset e oan bet gant bomm-bruderezh The Amazing Spider-Man ha feuket un tamm gant an doare pennadoù an hañv tremen, o tiskar tamm-pe-damm filmoù Sam Raimi (da viken em bo soñj ar blijadur em boa bet pa oan krennardez o welet Peter Parker oc’h embregiñ da “nijal” ar wech kentañ. An daou kentañ a zo filmoù mat-tre. ><) hag o lakaat pouez ar film nevez war pegen dispaaar eo evit ar merc’hed. (Kavout a ran drol e yafe ur plac’h da welet ur film gourharozed o klask gwelet un istor karantez a fellfe dezhi bevañ…)
Ma, evit gallout kaout un ali e oa ret din e welet memestra. Hegasus spontus eo lodenn gentañ ar film peogwir ez eo ur reboot. Ret eo deomp gwelet en-dro memes traoù, blabla gwallgaset er skol, blabla eontr o vervel, blabla kablusted. Ar pezh a zo, daoust d’an traoù cheñch n’am eus ket kavet e oant cheñchet en un doare fin pe a zegase un dra bennak. Ha pa oa kentoc’h fun film Sam Raimi aze em boa c’hoant e yafe buanoc’h marpliiiij. Kentoc’h plijus eo tudenn Gwen Stacy gwir eo met mod all n’on ket bet bamet kement-se. Ur bern traoù hep penn na lost a zo (ar priz bras d’ar prantad er metro aze, me soñje din e oa un hunvre met n’on ket sur… met start eo ivez kompren perak emañ Gwen o labourat gant Connors, perak e sav Peter un doare benveg evit e gwrizioù ha traoù evelse) ha kalzik traoù sukr ha mel un tamm. Evel-just e klot gant tudenn Spider-Man n’eus ket tu kennebeut da cheñch pep tra, met keit a bezañ gwirheñvel ha teñvaloc’h sañset…
Souezhet on bet o welet e oa bet miret ar prantad vil euzhus a oa er bomm-bruderezh dre sell Peter, ooouh. Ha dre vras n’eo ket dispar dispar an efedoù ispisial.
Nann e gwirionez, ne gomprenan ket pal ar reboot-mañ am eus kavet didalvoud ha dister a-walc’h. N’eus souezhadenn ebet a-benn ar fin ha nebeut a entan me gav. Farsadenn wellañ ar film a zo anv ar sevener marteze : Marc Webb. Setu un tamm al live…
Ha, hag ouzhpenn ec’h echu gant un dra sañset moutig a zo spontus me gav. Met na rit ket bil, un eil a vo ouzhpenn! *huanadenn*

Advertisements

Ur respont to “The Amazing Spider-Man”

  1. […] oa ket dre ret fall gwelet an eil film en desped d’an hini kentañ. Displijet e oa bet gant The Amazing Spider-Man met piv ‘oar? Setu ‘m eus sellet ouzh an eil. Ma, lârat a rin n’am eus ket kavet […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: