S.A.M. 1

sam-1Ingal e c’hoarvez an dra-se c’hwi oar an “ooooh, pebezh golo dispar”. Ordin e vezan un tamm nec’het (goude ar souezh brav) peogwir ingal eo vil euzhus an diabarzh goude…
Met c’hoant am eus bet da c’houzout memestra !
S.A.M. a zo ul levr bannoù-treset gall met gant blaz ar manga penn-da-benn. E-keñver tresañ evel-just met e-keñver scenario ivez.
Un istor “goude fin ar bed” eo. E rivinoù ur gêr e kuzh ur strollad bugale rak robotoù. Un deiz bennak, e vez gwarezet Yann (an haroz) gant ur robot. Divizout a ra klask kompren perak. Dresañ a ra anezhañ ha kendrec’het eo e c’hallo sikour anezho. Ar vugale all n’int ket gwall entanet gant e raktres.
Echuiñ a ra an traoù gant un doare cliffhanger ouzhpenn a ro c’hoant da genderc’hel gant an istor. Peder levrenn a vo war a seblant.
Plijus hag efedus eo an tresadennoù, santet e vez levezon Otomo anat met arzourien hag oberennoù all ivez…
Sellet a rin pizh ouzh an eil pa teuio er-maez!SAM1

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: