Beasts of the Southern Wild

Beasts_of_the_Southern_WildBeasts of the Southern Wild a zo ur film iskis. Da gentañ tout em eus kavet kentoc’h hir ma amzer, jenet e oan gant ar c’hamera o fiñval, ar greun re dev.
Ha d’ur mare zo, pa gont tad Hushpuppy dezhi istor he mamm, hag ez eus un dalenn brav eston gant poultrenn en aer hepken, dispis, aze eo bet digoret ma daoulagad.
Ur gontadenn eo ar film, istor ur strollad tud a-gostez, bountet ‘maez o ziez abalamour d’an natur o treiñ sod, istor un tad hag e verc’h, istor ur plac’hig fier ha kreñv, istor ur strollad tud a fell dezho distreiñ d’ar gêr daoust da bep tra.
Sioù a zo (pe techoù a zisplij pa lârin mat) met prantadoù braventez peurvat a zo (Hushpuppy a selaou kalon he zad) hag un istor eus ar re vravañ a-benn ar fin, hep na vefe santed dre ret da belec’h emañ an traoù o vont er penn-kentañ. Un tamm faltazi a zo met n’eo ket pounner pe droch (domaj eo e vefe mesket ken fall al loened gant peurrest ar film er fin, rak araok e seblantet din bezañ loened filmet…). E gwirionez em eus soñjet e Hunger e-pad ar film, memes santad bam rak ar skeudennoù am eus bet un tamm. Oh, priz ar c’hamera aour en deus bet ivez e Cannes, sell ‘ta…
Ur sapre aktourez a vez dizoloet avat, bamus eo bepred ur bugel o kas war-raok ur film a-bezh evelse.
Ur souezhadenn a-feson war meur a dachenn neuze!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: